Digor eo an egor

Ha soñjet ho peus e c’hellfec’h dont da vezañ astraer ? Emañ Ajañs European an Egor (pe ESA e saozneg) o klask astraerien hag astraerezed evit kefridioù en egor er bloavezhioù da zont. An dud a vo dibabet az aio d’ar Savlec’h Egor Etrebroadel (ISS e saozneg) ha marteze d’al Loar ivez. Bez e vo er bloavezhioù a zeu ur savlec’h nevez a vo graet Lunar Gateway anezhañ hag a vo war un orbitenn en-dro d’al Loar.

Ret e vo d’an emstriverien kas o CV er stumm Europass, ul lizher emginnig, un eilad eus o fasport hag un testeni mezeg eil klas evit levierien nijerezioù a-raok an 28 a viz Mae. An daou ziviz pennañ evit emstrivañ zo kaout ar vroadelezh eus ur vro a zo un ezel eus Ajañs European an Egor (Aostria, Belgia, Republik Tchek, Danmark, Estonia, Finland, Bro-C’hall, Alamagn, Gres, Hungaria, Iwerzhon, Italia, Luksembourg, an Izelvroioù, Norvegia, Polonia, Portugal, Roumania, Spagn, Sveden, Suis, Rouantelezh-Unanet, Slovenia ha Latvia), ha kaout ur mestroniezh war ar skiantoù pe un diplom medisinerezh pe un diplom ijinouriezh. Ret eo kaout tri bloavezh arnod-labour d’an nebeutañ ivez.

An tuta a bado war-dro ur bloavezh hanter hag an emstriverien a ranko kaout perzh e prouadoù a bep seurt (anaoudel, teknikel, psikologel…). A-benn ar fin e vo dibabet pevar astraer a vo gopret gant Ajañs European an Egor. Ouzhpenn e vo dibabet un daou-ugent bennak astraer « adarmead » a vo gourdonet evit kemer perzh e kefridioù berr daoust ma chomint gopret gant o implijer a-vremañ. Un oadvezh nevez zo o tigeriñ, rak ne glasker ket ken harozed nag atletourien met dreist-holl tud a zo speredek, kurius, prest da sikour ha gant barregezhioù a bep seurt. Maouezed zo pedet d’emstrivañ dreist pep tra.

Ar wech tremenet ma oa Ajañs European an Egor o klask astraerien a oa er bloavezh 2008. D’ar mare-se e oa bet dibabet Thomas Pesquet eus Bro-C’hall a zo o paouez mont d’ar Savlec’h Egor Etrebroadel (ISS e saozneg) evit e eil kefridi a-hont. Er glozenn Crew Dragon empennet gant SpaceX e tibrado diouzh Cap Canaveral e Florida d’an 23 a viz Ebrel. E-pad c’hwec’h miziad e vo Thomas Pesquet en ISS hag ar Gall kentañ e vo a zeuio da vezañ ar c’homandant-bourzh er savlec’h.

 

Soutenez Le Peuple breton – Pobl Vreizh sur Tipeee

> Maxime Grandin

Maxime Grandin est chercheur en physique des interactions Soleil–Terre à l’Université d’Helsinki. Il prépare également une licence de breton et celtique via l’Université de Rennes 2 en enseignement à distance. Il s’intéresse tant à la science qu’aux langues et cultures du monde.