Ur c’hoarier mell-droad skosat war bilhedoù bank

E Bro-Skos e vez graet an traoù war an ton bras pa vez anv a vell-droad. Ha dreist-holl gant distro d’ur genstrivadeg etrebroadel hir c’hortozet (28 vloaz) : kib ar bed mell-droad. Gouarnamant Bro-Skos en doa diskleriet e vo un deiz vak an deiz goude ar c’hrogad kentañ. Hag un ti-bank en deus moullet bilhedoù gant tenn-gin (retourné) ar c’hoarier Scott McTominay.

Tro ar bed en deus graet an tenn-gin-mañ graet gant ar c’hoarier McTominay da vare ar c’hrogad diwezhañ a-enep Danmark evit bezañ perzh eus kib ar bed mell-droad a vo a-benn nebeut e Amerika an Norzh. Ur pal eus ar re vravañ evit gwir, hag unan talvoudus peogwir eo unan en deus sikouret da gas ar skipailh tramor. Ur voger vras e Glasc’ho a zo bet livet penn-da-benn o tiskouez ar c’hoarier oc’h ober an tenn-gin. Lorc’h ’zo er Skosiz.

Ha ken brav ha brudet eo bet en deus divizet un ti-bank, Bank of Scotland, embann bilhedoù gant McTominay hag e denn-gin. Bilhedoù £20 e vo hag e gwirionez ne vo ket ur bern : 100 etre tout. Ur gwir dalvoudegezh o deus met e gwirionez int bet sevenet evel pezhioù dastumadegoù kentoc’h. 50 deuzouto a vo lakaet da werzhañ da goulz ur gwerzh war gresk a vo dalc’het d’ar 26 a viz Even. An argant dastumet a vo roet da Crisis Scotland, ur gevredigezh hag a stourm a-enep d’ar fed bezañ hep ti ebet. 25 bilhed a vo roet da dud tennet d’ar sort. Hag ar 25 diwezhañ a vo da gaout e-barzh daou goufr staliet e Dunedin hag e Glasc’ho, dav e vo d’an dud kavout ar c’hod evit gellet mont kuit gant ur bilhed.

Ral-kenañ eo gwelet un den, estreget unan eus ar familh roueel, war ur bilhed er Rouantelezh-Unanet : Winston Churchill, George Washington, Jane Austen, Alan Turing, William Turner… Neuze evit ur c’hoarier mell-droad eo raloc’h c’hoazh !

Bro-Skos a c’hoari tri c’hrogad da vihanañ e kib ar bed-mañ : Haiti d’ar 14 a viz Even, Maroko d’an 19 a viz Even (e Boston evit daou c’hrogad-se) ha Brazil d’ar 24 a viz Even e Miami.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]