
Logo strollegezh europat Elsaz.
Reuz a zo diwar-benn Elzas! Abaoe an 11 vloaz ma oa teuzet Elzas er rannvro « Reter Bras » en desped da youl Elzasiz ez eus bet klasket alies gant dilennidi eus an tiriad-se gounit ar gwir da gaout o rannvro dezho adarre. En aner da gentañ.
Un trec’h kentañ o doe e 2021 memestra, pa voe savet « Strollegezh europat Elzas », dre vodañ kuzulioù-departamant Roen Uhel ha Roen Izel. Setu ma voe savet neuze ur strollegezh karget eus an hent bras A35, eus an divyezhegezh (met hep kaout galloudoù war-eeun war an deskadurezh) hag eus an eskemmoù a-dreuz gant hazoù gant Suis hag Alamagn. Treut ar peuriñ e gwitionez e-keñver ar galloudoù a oa gant rannvro Elsaz, pe ar galloudoù a zo gant ar rannvro Reter bras.
Aet e vo pelloc’h a-benn nebeut, marteze : d’ar 7 a viz ebrel e vo kinniget un danvez-lezenn d’ar vodadenn vroadel evit krouiñ ur rannvro Elsaz, distag diouzh ar Reter bras. Gabriel Attal, e penn ar strollad-kannaded makronour, en deus embannet sklaer e skoazellfe ar c’hinnig-se. Hervezañ e poent « aozañ un diviz bras diwar-benn hon aozadur tiriadel », « diparizianizañ Frañs », ha « goulenn digant an tiriadoù penaos e fell dezho en em aozañ ». Kement-se ne dalvez ket e vo votet a-du gant ar muiañ-niver er Vodadenn vroadel avat.
Dek prezidant-rannvro o deus savet o mouezh a-enep an destenn-se, aon ganto, sur-a-walc’h, e vefe klasket cheñch hazoù « o » rannvro dezho ivez warlec’h. Franck Leroy, prezidant ar rannvro Reter bras, a zo a-enep ur rannvro Elsaz, met e-touez ar sinerien e kaver Carol Delga ivez, prezidantez ar rannvro Okitania, ha Xavier Bertrand, prezidant ar Rannvro « Uhelennoù Frañs » (Norzh ha Pikardia). Embann a reont o youl da zifenn ar stabilded ha gwelet a reont ur riskl da vroudañ ar c’hoant evit « an emrenerezh » pe « an dizalc’hiezh ».
Chomet eo Prezidant rannvro Breizh, Loïg Chesnais Girard, hep sinañ an destenn-se, ar pezh a zo poellek eus e berzh pa zifenn ez-ofisiel e vefe cheñchet harzoù ar rannvroioù evit adunvaniñ Breizh, ha pa c’houlenn ivez an emrenerezh! Gilles Simeoni, prezidant Strollegezh Korsika hag emrenour, n’en deus ket sinet kennebeut, nag Hervé Morin prezidant Normandi (adunvanet). Hini ebet eus prezidant-ez-ed ar strollegezhioù-tramor n’o deus sinet.
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !
