
« Gourc’hemennoù d’ar re o deus stourmet a-enep ar vrezhonegerien ! Div wech nebeutoc’h anezho a oa e 2024 eget e 2018. War an hent mat emaomp. Labour zo c’hoazh memestra rak chom a ra 100 000 den oc’h ober gant ar « yezh »-se c’hoazh. » Bodet e oa tud en Boulvrieg, d’ar sul 6 a viz even 2026, evit un darvoud souezhus : Disprizioù ar brezhoneg aozet gant strollad Ai’ta. Ur gouel heñvel ouzh Prizioù ar brezhoneg, met evit reiñ prizioù… d’ar re o deus stourmet er gwellañ a-enep ar brezhoneg ar bloaz-mañ.
War al leurenn, daou brezegenner a zibune roll ar re bet roet ur priz dezho, hag an Ankoù a rae kavandenn dezho.
Ma oa bet dalc’het an darvoud e Boulvrieg e oa evel-just abalamour ma oa bet divizet serriñ ar skol Diwan eno gant ar c’huzul-kêr, nebeud amzer a-raok an dilennadegoù, e 2026 (trec’het e voe ar skipailh-se, met re ziwezhat evit saveteiñ ar skol). N’eus bet den ebet souezhet neuze pa voe klevet ez ae priz kentañ rummad an Deskadurezh da Glaudine Guillou, bet maerez etre 2020 ha 2026. Ne oa ket deuet avat da gemer he friz.
Prizioù a oa bet roet ivez da Frañs 3, evit an dismegañs evit o abadennoù brezhoneg (erlec’hiet alies gant abadennoù e galleg), ICI Breizh Izel evit bezañ berraet er c’heleier e brezhoneg, daoust da youl ar Vretoned da welet ha da glevet muioc’h a vrezhoneg er mediaoù. E rummad ar panellerezh e oa bet gourc’hemennet an Arvor-Baden, e Morbihan, evit an anvioù-lec’h brezhonek erlec’hiet gant anvioù-lec’h gallek, hag evel-just Lokorn evit ar panelloù « divyezhek » droch (brezhoneg kamm, skrivet gant un IA) staliet eno e 2025. Ur priz ispisial, graet « Priz Benjamin Morel » anezhañ, a oa bet roet da Jean-Michel Blanquer evit bezañ keñveriet stourmerien-ezed ar yezhoù minorelaet ouzh islamourien.
C’hoarzhet mat o doa an arvesterien. Met ouzhpenn ober goap e oa ivez an darvoud un digarez da ziskouez an tagadennoù niverus a-enep ar brezhoneg c’hoarvezet nevez zo, war meur a dachenn. Embannet e oa bet neuze en dibenn distro Ai’ta : ur strollad stourm difeuls evit ma vo bev hag ofisiel ar brezhoneg, bet oberiant-tre er bloavezhioù 2000 ha 2010. Santout a rae meur a stourmer e vanke ur framm da vodañ an dud, da reiñ lañs, da eskemm titouroù. « Kelaouet e oa bet an dud e vefe serret skol Diwan Boulvrieg ur wech ma oa bet votet gant ar c’huzul-kêr ! Re ziwezhat evit ur stourm efedus, a zisplege unan eus an aozerien ouzh ar mikro. Padal e vije bet posubl aozañ ur stourm bras. Arabat d’an dud chom o-unan dirak an diaesterioù. Heñvel eo evit ar c’hlasoù divyezhek publik serret : perak laoskel ar familhoù stourm o-unan ? En tu kontrol, pa oa bet embannet gant departamant Aodoù-an-Arvor e youl da serriñ levraoueg brezhonek Kawan, e oa bet kelaouet an dud hag aozet ar stourm. Ne voe ket serret al levraoueg a-benn ar fin. Kreñv omp, gouest omp da c’hounit, met ret eo deomp bezañ aozet ha kengret. Setu perak eo adsavet Ai’ta. Deuit e darempred ganeomp ma welit un dagadenn o vezañ prientet a-enep hor yezh, an abretañ ar gwellañ. »
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !
