Accueil / À la Une / Kleñvedoù nevez, an Ankou o lojañ e korf al loened

Kleñvedoù nevez, an Ankou o lojañ e korf al loened

Ar pennad emaoc’h o vont da lenn amañ dindan a zo bet embannet e 2004 e-barzh stumm paper kazetenn Pobl Vreizh. Kement ha diskouez d’an dud n’eo ket nevez ar pezh a c’hoarvez er mare-mañ, paneve kenfinañ ar bed a-bezh pe dost. Pell ’zo e oa bet soñjet e chome diefed viruzoù ur ouenn war yec’hed izili ar gouennoù all, war bouez un nebeud anezho, ha ne oa ket d’en em chalañ betek re gant kleñvedoù al loened. Komprenet ez eus bet o studiañ orin kleñvedoù nevez evel ar sida (degaset gant marmouzien eus Afrika), e c’helle bezañ drastus evidomp ivez lod eus ar viruzoù a noaz ouzh yec’hed al loened. Un nebeud eus ar c’hleñvedoù-se ’zo bet kaozeet kalz diwar-benn o reuz en hon touesk nevez ’zo : Grip ar yer ha viruz an Nil.

Falc’het ez eus bet ouzhpenn ugent milion a dud e 1918 gant ar grip graet spagnol anezhañ, un doare grip hag a roe e viruz un nerzh tagañ eus ar re greñvañ dezhañ. Hervez lod eus ar skiantourien e c’hellfe viruzoù ken noazus lakaat o c’hleñved da redek dre ar bed a-bezh deiz pe zeiz. Ur wech an amzer en em stumm ur viruz nevez. Lazhet e oa bet milieroù a dud e 1968 gant unan anezho pa oa dianav da zifennoù o c’horf. Panevet al louzeier antibiotik e vefe bet kalz drastusoc’h reuz ar c’hleñved red-se. Kalz a enkrez ’zo bet degaset gant emastenn an danijenn-skevent divoas bloaz ’zo, divarrek ma oa ar vedisined da drec’hiñ warni.

Viruzoù hiron

Viruz an danijenn-skevent divoas, evel viruzoù nevez ar grip ’zo bet degaset, moarvat, gant loened. Gouezet e vez bremañ penaos e teu ar grip da vezañ dañjerus kenañ evit mab den. Tremen a ra ar viruzoù eus an eil bro d’eben e korf houidi gouez. Gellout a ra al laboused-se beajiñ pell rak diefed e vez viruzoù ar grip war o yec’hed. E-giz-se e tegasont ar viruzoù-se da loened eus o seurt e meur a lec’h war an douar, evel an houidi doñv pe ar yer. Peurliesañ e chom ar viruzoù degaset gant ar seurt loened diefed war yec’hed ar gouennoù all, met dont a reont a-benn koulskoude d’en em silañ en o c’horf. Ar moc’h a c’hell, e-giz-se, lojañ enno viruzoù deuet eus al laboused ha viruzoù deuet eus an dud. Pa vez an daou seurt o kejañ an eil gant egile e vez stummet viruzoù hiron gouest da zegas ar c’hleñved d’an dud, viruzoù nevez ha ne vo ket hor c’horf evit stourm outo pa ne gloto ket hor mod difenn gant mod tagañ ar re-se.

Un nebeud bloavezhioù ’zo e oa bet embannet en ur gelaouenn skiantel pegen dañjerus e oa Breizh evit ar yec’hed pa oa en hor bro kalz yer ha kalz moc’h. Kalz kreñvoc’h eo an dañjer e broioù Azia dre ma vez enno milionoù a dud o kenvevañ gant al loened-se ha dre ma ne vez ket soursiet enno ouzh ar yec’hedouriezh evel en Europa (gwerzhet e vez yer bev er marc’hadoù da skouer). Seul zañjerusoc’h eo ma c’hell an dud an dud, hiziv an deiz, beajiñ pell ha buan a-hentadoù. Viruzoù nevez a c’hell, evel-se, tremen eus an eil kevandir d’egile a-raok na vefe kavet ar vaksinoù evit gwareziñ an dud diouzh o reuz. Ha pa vefe kavet buan ar vaksinoù-se, ne vefe ket tu, forzh penaos, da broduiñ a-walc’h anezho diouzhtu evit an holl. Un dibab a vefe d’ober ha lakaet e vefe ar vrec’h da gentañ d’ar re karget d’ober war-dro ar re glañv hag ivez, siwazh, d’ar re karget da zouarañ an dud falc’het gant ar c’hleñved.

Efed dic’hortoz ur c’horonaviruz

E 1997 e oa bet falc’het kant a dud gant grip ar yer e Sina, gwerzherien yer ar braz anezho. Estreget tud a voe tizhet gant ar c’hleñved-se ar wech ziwezhañ. Lazhet ez eus bet kizhier gantañ ivez. Kleñvedoù a c’hell dont ivez eus loened mor. Tapet e oa bet unan anezho gant moc’h e Kalifornia, da skouer, er bloavezhioù hanter-kant, pa oant bet boutaet gant bleud kig reuniged skouarnek.

Peadra ’zo da vezañ enkrezet pa ouzer ar reuz a vefe bet kaset gant an danijenn-skevent divoas ma vefe bet ken kreñv he nerzh redek hag hini ar grip. Efed ur c’horonaviruz eo ar c’hleñved nevez-se. Peurliesañ ne vez ket dañjerus ar c’horonaviruzoù evit an dud. Noazus e vezont, er c’hontrol, evit al loened dre ma tegasont dezho kleñvedoù bouzelloù ha kleñvedoù skevent. Soñjal a ra da lod e vefe bet degaset ar c’hleñved-se gant sivetaed, kigdebrerien bihan gris o feur. Ar wech kentañ e vefe e tremenfe ur c’horonaviruz eus an eil gouenn d’eben.

Pa vez tizhet tud gant viruzoù degaset gant loened, ne vez ket bewech viruzoù hag a c’hell tremen eus an eil den d’egile. Unan eus ar viruzoù-se eo ar viruz Nipah a reas reuz e Malezia. Pa oa bet distrujet ar c’hoadeier a vevent enno, e oa aet etre 200 ha 300.000 a eskell-kroc’hen da chom nepell eus an dud. Lezet o doa war ar frouezh un troazh karget a viruzoù Nipah. Kontammet e oa bet ar moc’h p’o do debret ar frouezh-se, ha d’o heul an dud a rae war o zro. Falc’het e voe 40 % anezho gant an danijenn-empenn.

Kleñvedoù ar vuhez vodern

Pa vez dizarempred ar c’hornad kentañ tizhet gant reuz ur viruz nevez e c’hell ar c’hleñved chom lec’hel. N’en em astenn ket ar reuz ivez pa vez falc’het buan an dud gant ar c’hleñved. Er c’hontrol, pa chom diefed ar viruz lojet er c’horf war ar yec’hed e-pad ur prantad hir pe hiroc’h, e c’hell ar c’hleñved degaset gantañ, abalamour d’ar modoù beajiñ nevez, tizhout tud e kement broad ’zo war an douar, a-raok ma vefe komprenet e ranker taliñ ouzh un dañjer nevez, evel ma oa c’hoarvezet gant ar sida. Efed ar modoù bevañ modern eo ivez reuz drastusoc’h ar c’hleñvedoù nevez.

> Paol ar Meur

Paol ar Meur
Paol ar Meur a exercé la profession de facteur à La Poste. Il écrit des articles en breton sur des sujets divers depuis les années 1980 et des œuvres littéraires dans cette langue, en particulier des nouvelles de science fiction.