Sed aze ur c’heloù n’eus ket bet klevet kalz dioutañ ar sizhun-mañ. Ha padal e c’hallfe degas ur cheñchamant bras e greanterezh an tireoul. Fellout a ra da c’houarnamant Norvegia en em dennañ tamm-ha-tamm eus greanterezh an tireoul, o postañ nebeutoc’h-nebeutañ a arc’hant e-barzh. Norvegia eo ar produer hidrokarbidennoù (tireoul, gaz,…) brasañ en Europa ar C’hornôg, ar pezh a dalvez 20 % eus korvoder ar Stad. Dav eo gouzout n’eo ket evit abegoù ekologel e fell dezho ober kement-mañ.
Ur strategiezh ekonomikel an hini eo. Digwener e oa bet embannet gant ar gouarnamant en em denno eus ar c’hompagnunezhioù tireoul a-benn digreskiñ ar riskloù evit ar Stad da vezañ tizhet gant un enkadenn en-dro d’an tireoul. O tigreskiñ ingal e vez prizioù an tireoul. Ar pezh a vo votet gant ar Parlamant a dizho nemet ar c’hompagnunezhioù furchal ha produiñ, da lavaret eo tout ar pezh zo en argrec’h ha n’eo ket en ardraoñ (dasparzhañ, purañ,…). Ha kement-se diwar guzul Bank Norvegia. Evit bevenniñ ar riskloù en deus aliet groñs e vefe postet arc’hant an tireoul e-barzh traoù all. E dibenn 2018 e veze plaset 37 miliard a zollaroù a gevrannoù (actions) e-barzh kompagnunezhioù evel Shell, BP, Total hag ExxonMobil. Kinnig ar gouarnamant eo tennañ 7,5 miliard a zollaroù evit kregiñ.
Evit ar c’hevredigezhioù hag aozadurioù e-maez-gouarnamant a stourm evit an endro ez eo un taol-kaer, un trec’h zoken. Choaz Norvegia zo ur sin evit ar broioù all, ar bankoù hag ar re a bost arc’hant e-barzh greanterezh an tireoul : n’eo ket ur choaz padus evit an endro, direizh eo ar greanterezh-se evit muioc’h-mui a dud ha risklusoc’h-risklusañ a-fet gounit arc’hant. Kemer a raio amzer a-raok ma tenno Norvegia ar 7,5 miliard a zollaroù met moarvat e vo dalc’het soñj eus an diviz-se hag en do disoc’hoù war gennad an energiezhioù fosil. E 2015 dija e oa en em dennet Norvegia eus an embregerezhioù gaz a saotre ar muiañ an Douar. Gant ma vo heuliet choaz Norvegia gant broioù all.