Hiviz emañ devezh broadel Bro-Skos

N’eo ket ken anavezet hag ar Saint Patrick’s Day, sur eo ha n’eo ket marteze. Ha devezh Sant Erwan d’an 19 a viz Mae evit Breizh ivez marteze. Met chom a ra un devezh a-bouez evit ar Skosiz hag an holl diskennidi eus Skosiz aet kuit en XIXvet kantved er bed a-bezh. Sant Andrev eo “o” sant. Ar pezh n’ouzer ket marteze ez eo devezh broadel Roumania ivez dibaoe 2015 rak o sant-paeron eo ivez evel e Kiprenez, Bro-C’hres, Rusia, Ukrainia hag un nebeud inizi er bed holl.

Hervez kont e c’hallfemp lakaat orin ar gouel-mañ da vare ren Malcolm III (1034-1093), pell ’zo neuze. Met n’eo nemet nevez ’zo eo bet lakaet d’an 30 a viz Du gant ur statud ofisiel. E 2006 e oa bet divizet gant Parlamant Bro-Skos e vefe an devezh-se un deiz gouel ha vak. Ma kouezh e-pad un dibenn-sizhun e vo vak al Lun war-lerc’h. Met n’eo ket ur redi evit an tier-bank da serriñ an deiz-se pe da reiñ an devezh d’o implijidi diouzh lezenn.

Ar Saltire, banniel Bro-Skos, zo bet savet diwar groaz Sant-Andrev. E 1180 e oa bet savet, da vare ren William I met ne oa ket banniel ar roue. Servijout a rae evit diskouez merzherinti Andrev war ar groaz, gant tud ar relijion kentoc’h. E miz Even 1385 e voe bet roet dezhañ ur statud ofisiel gant Parlamant Bro-Skos, un dekred a voe bet sinet o lavaret e vrezelfe soudarded Skos e Frañs dindan ar Saltire. Nijal a ra bremañ war bep savadur eus ar gouarnamant. Tabut a vez bep bloaz da-geñver an devezh-se e Edinburgh peogwir e vez laosket banniel ar Rouantelezh-Unanet war ar c’hastell. Ur savadur perc’hennet gant an arme eo.

Neuze e vez lidet Saint Andrew’s Day e pep lec’h e Bro-Skos hag er bed a-bez e-lec’h ma ’z eus liammoù a-gozh gant Bro-Skos. Lidet e vez sevenadur Bro-Skos gant boued ar vro, sonerezh ha dañsoù evel er cèilidh. E Bro-Skos e talvez kement ha deroù mare festivalioù ar goañv.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]