Anavezet eo Mark Kerrain. Kelenner, skrivagner hag embanner, Mark zo marteze unan eus ar re a skriv ar muiañ e Breizh. 5 bloaz ’zo e oa deuet er-maez levr kentañ Harry Potter e brezhoneg troet diwar ar saozneg gantañ. An Amzer embanner en deus dibabet embann an eil levr : Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù. Deuet eo er maez nevez ’zo.
Pobl Vreizh : 5 bloaz evit an eil levr-se. Hir eo memes tra…
Mark Kerrain : N’on ket troer a vicher, kelenner on ivez, hag ouzhpenn 12 miz a oa ezhomm d’ober al labour treiñ. Embanner al levr en deus bet poan marteze ivez : n’eo ket aes ober marc’had gant Amerikaned skragn.
PV : Dibosupl eo chom hep anavezout Harry Potter bremañ. Perak eo pouezus dit treiñ ar levr-se e brezhoneg ?
MK : Treiñ a ran peogwir ez eus bet goulennet diganin ober. Goude, peogwir e kredan vo lennet muioc’h eget troidigezhioù zo eus al lennegezh c’hallek… Ma c’hall lakaat un toulladig brezhonegerien yaouank da lenn en o yezh ne vo ket re fall.
PV : Poan ’peus bet gant ar gerioù-c’hoari ijinet gant JK Rowling ?
MK : Traoù zo a oa un tamm diaesoc’h met se a gavan plijus.
PV : D’az soñj e vo tu da lenn an heuliadenn a-bezh e brezhoneg ?
MK : Tri zra zo ezhomm : un troer, ha me ne vo ket hir a-walc’h ma buhez, neuze e vo ret klask unan all. Un embanner, ha n’on ket sur n’aio ket skuizh tud an Amzer gant an Amerikaned, perc’henned ar gwirioù (ret goulenn diganto). Ha lennerien. Daoust ha lennerien zo c’hoazh ? Tud zo a lavar ez eus muioc’h a lennerien vrezhoneg dre ma vez kelennet muioc’h er skolioù, tud all ez eus nebeutoc’h a lennerien levrioù en holl yezhoù.