Dibunadeg ar 14 a viz Gouere

Hiziv e oa bet un nebeud rejimantoù eus arme Bro-C’hall o tibunañ e straedoù Pariz evel bep bloaz. Krouet e oa bet un dibunadeg-mañ e 1880 gant an Trede Republik. D’ar memes mare e voe bet divizet e vefe ur gouel broadel hag ur c’han broadel. Pal an Trede Republik a oa sevel liammoù etre an holl geodedourien o krouiñ ur santimant broadel na oa ket dioutañ er vro.

C’hoant o doa pennoù ar Republik e vefe un dibunadeg gant soudarded evit diskouez e oa en em savet en-dro arme Bro-C’hall goude bezañ bet trec’het dek vloaz kent gant arme Prusia. C’hoant o doa da ziskouez o nerzh da adkemer an tiriadoù kollet. An dibunadeg-se a zo ur sin brezel hep mar ebet, n’eo ket peoc’hus tamm ebet.

Pelec’h e vez dalc’het dibunadegoù evel-se er bed hiziv an deiz ? N’eus ket kalz a vroioù ken a ra dibunadegoù soudarded ken bras evit o devezh broadel. Ha peurvuiañ ez eo broioù gant ur renad aotrouniek pe un diktatouriezh e penn ar vro : Sina, Korea an Norzh, Rusia, Kuba, Iran,… Pebezh skouerioù ! En Europa e vez graet dibunadegoù bihan e Bro-Spagn, Portugal hag Italia, met n’int ket ken bras hag e Bro-C’hall.

Politikourien evel Eva Joly hag ar re C’hlas o doa goulennet un nebeud bloavezhioù ’zo e vefe dilezet an darvoud-mañ, un arouez eus an amzer dremenet, un arouez a vrezel, hag ivez evit abegoù ekologel hag espern arc’hant. Bro-C’hres en doa espernet pemp milion a euroioù o tilezel o dibunadeg a veze dalc’het d’an 29 a viz Meurzh. Straedoù Pariz a vez drastet gant ar c’hirri-hobregonet, ar pezh a goust ker da adober. Met petra ne vefe ket graet evit meurded Bro-C’hall ? Poent bras e vefe koulskoude paouez gant an darvoud koustus, saotrus ha warlerc’hiet-mañ…

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]