Gwelet a reer er skinwel pe klevout a reer er skingomz kemennadennoù savet gant Diazezadur Frañs evit ar gwad evit gervel an dud da reiñ o gwad. Ezhomm a zo forzh pegement ha mallus eo. Ma ne ’z a ket gwelloc’h a-raok fin an hañv e vo diaes pareañ ar glañvidi.
Hervez Diazezadur Frañs evit ar gwad (DFG) e soñj 98 % eus an dud e c’hallont saveteiñ buhezioù o reiñ o gwad. 93 % anezho a soñj ivez n’eus ket trawalc’h a zonezonoù evit hen ober. Diskouez a ra memestra ez eo kelaouet mat an dud diwar-benn donezon ar gwad. Padal n’eus ket kement a dud o reiñ evit gwir. Koulskoude ez eo ur jestr simpl hag a-bouez. Tennet e vez war-dro da 450 ml a wad digant pep den, e korf un eurvezh e vez graet, etre peder ha c’hwec’h gwech ar bloaz d’ar muiañ. Tri frodu gwad a gaver e-barzh un donezon gwad : ar c’helligoù ruz, ar plasma hag ar pladanoù. Ezhomm a zo eus an tri.
Rannvro Breizh (pevar departamant neuze) eo an eil rannvro e Frañs a ro ar muiañ a wad. Pa vez ouzhpennet Liger-Atlantel ez eo 5,3 % feuriader brokusted Breizh, da lavaret eo 5,3 % eus ar Vretoned hag a zo en oad da reiñ o gwad a ra (4,2 % evit hini Frañs). Ar pezh a ra ouzhpenn 170 000 donezon ar bloaz. Ret eo kaout 800 godellad wad bemdez evit bezañ emren ha pareañ ar re glañv e Breizh. Neuze peurliesañ e vez kaset gwad d ar rannvroioù all hag a zo e berregezh, dreist-holl en Île-de-France pe PACA. E Breizh e vez pareet war-dro da 40 000 den bep bloaz a-drugarez d’an donezonoù. Kavout a reer eizh Ti an donezon e Breizh e-lec’h ma c’haller bemdez mont da reiñ e wad, gant pe hep emgav. Mod-all e vez aozet alies a-walc’h dastumoù dreist-ordinal un tammig pep lec’h.
Evit kaout muioc’h a ditouroù kit war lec’hienn Diazezadur Frañs evit ar gwad.