Reuz a zo war ar genrouedad tro-dro d’an afer Fañch. Ur familh eus Rosporden n’he deus ket gellet envel o mab nevez-c’hanet diriaou Fañch abalamour d’an ñ na vez ket degemeret gant marilh ar boblañs peogwir n’eo ket ul lizherenn c’hallek… Biskoazh kemend-all ! E 2017 e vez nac’het anvioù brezhonek gant ar Stad peogwir ne vefent ket e yezh ofisiel ar vro. Dismegañsusat tra ! Ur choaz personel eo hag unan kreñv rak pouezus eo evit an holl dud an anvioù-bihan. Penaos e c’heller hiziv an deiz nac’hañ da dud ’zo envel ur bugel en ur mod pe ur mod all ? Aotreet a vez anvioù a bep seurt, lod droch-kenañ zoken (Boghosse, Berk, Merdive,…). Fañch a zo un anv boutin e Breizh-Izel. Krediñ a reer e oa gounezet dija ar stourm evit an anvioù e brezhoneg, a-drugarez da familh ar Goarnig paneveken. Ret eo kaout soñj e oa e-barzh programm ar Front National gallekaat an holl anvioù e Frañs. Neuze piv ’oar, marteze e vo difennet en-dro un deiz bennak an anvioù brezhonek ? Stourm a ranker bepred.
War Twitter ha Facebook e vez gwelet ur yoc’h a dud o kemm o skeudenn brofil evit lakaat un Ñ evit diskouez o souten hag o c’hengred gant ar familh-mañ. Lod betek implijout an hashtag #Fañchon. Kalzik mediaoù gall zo oc’h adtapout ar c’heloù-se, trouz a zo tro-dro d’an afer. Gant ar spi e c’hello cheñch an traoù ar reuz-mañ. Ma vefe ofisiel ar brezhoneg ne c’hoarvezfe ket seurt traoù. Ur skouer fetis eus ar pezh a zegaso kadarnaat karta ar yezhoù rannvroel ha minorel.
Ar familh n’he deus ket c’hoant da cheñch anv, abaoe nav miz o doa kavet an anv-se, n’o deus soñjet e-barzh hini ebet all. Ur sinadeg zo enlinenn evit souten ar familh ha diskuliañ ar c’helc’hlizher a zifenn outo envel o mab e yezh ar vro. Tost 2 000 sinadur betek-henn.
D’ar poent ma embannomp he deus asantet ti-kêr Kemper enskrivañ an anv Fañch gant an dildenn. Da welet ar pezh a raio ar Stad da c’houde. Ur pezh mell trec’h e vefe.