Un dezrevell tasmant a lak douetañs war surentez an ensteud [2/3]

Un dezrevell kevarouezerezh bet gourc’hemennet 2017 gant Ajañs Vroadel ar Yec’hed hag al Louzeier (ANSM) a lakae war wel e oa sklaer d’ar poent-se dañjerusted an ensteud gaonac’hañ peurbad Essure lakaet en gwerzh gant Bayer. Met n’eo ket bet embannet biskoazh. Splann! a zo deuet a-benn da lakaat an dorn warni.

Evit talañ ouzh ar c’hemennoù diwall ingaloc’h-ingalañ (239 en 2015, da lâret eo 100 muioc’h evit ar bloaz a-raok), an ANSM (Ajañs Vroadel ar Yec’hed hag al Louzeier pe Agence nationale de la santé et du médicament) en deus lakaet an dafariad gaonac’hañ peurbad Essure dindan evezhierezh kreñvaet en 2015. Daou vloaz goude eo embannet gant trouz krouidigezh ur Bodad heuliañ skiantel berrbad (pe Comité de suivi scientifique temporaire, CSST) en karg da studiañ ar c’hempouez gounidoù / riskloù evit an ensteud.

Met er memes koulz, e miz C’hwevrer 2017, en diavaez ar bodad ha hep na ouefe ar mediaoù, ez eo fiziet en un arbennigour eus Skol ar Minoù (École des mines) gant an ANSM ur resped a-benn studiañ un arventenn resis : riskl daskrignadur (corrosion e galleg) an ensteud.

E zezrevell – bet rentet e miz Ebrel ar bloaz-se – ne lez plas ebet d’an douetañs : « Kendeuziñ an danvezioù a zo ur skouer anat daskrignadur galvanek » a gas « produoù daskrign » da ober « reaktadennoù tanijenn disheñvel rak ar produioù-mañ ». Peadra da zisplegañ hervezañ, an efedoù a-eil liesseurt a arseller gant ar maouezed, evel ar boan benn pemdeziek, kudennoù skevent, troazhañ, pe koll fiñv gant lodennoù ’zo o c’horf.

Savadur an ANSM e Pariz. Poltred : Yann Le Ny

Disoc’hoù ar studiadenn-mañ n’int ket bet embannet d’an holl gwech ebet c’hoazh. An dezrevell a seblant bezañ bet diverket eus an dielloù : un doser war an tem a gaver war lec’hienn an ANSM, pehini a stroll an holl studiadennoù bet kaset da benn diwar-benn an ensteudoù ha deiziadoù a-bouez ivez. Met ar studiadenn arbennik-se n’eo ket menneget neblec’h. Betek an divizoù ofisiel o reiñ resped dezhañ n’heller ket kavout.

Splann! a zo deuet a-benn da adlakaat an dorn warni a-drugarez da Sabine Hahner eus kevredigezh Victim-DMI. Setu kavet un den tost d’an doser, a oa mat dezhañ testeniañ gant ma ne vo ket embannet e anv.

« N’hon eus ket klasket kuzhat tra ebet », a respont Thierry Thomas e karg eus an ensteudoù en ANSM. War c’hinnig ar Bodad heuliañ skiantel ‘oa bet skrivet ur frazenn en ul lâr e ‘oa eus ur riskl diskrignadur galvanek. Met morse n’eo ket bet lâret d’ar merc’hed a ‘oa eno e vefe dañjerus evit o yec’hed an diskrignadur-mañ.

« O ensteud a zo louzou razhed »

« Rik e-giz ur bilenn er c’horf ! », a zispleg deomp an den-mammenn. An dezrevell kuzhut-mañ a ziskouez e kas kenstok tri danvez a gaver en ensteud Essure ar pezh a anver daskrignadur galvanek. « Evit bezañ sklaer ez eo ur pol “+” hag ur pol “-“. N’hell degas mann nemet daskrignadur, ar pezh a vez diazez d’ar reaktadenn allergiezh a c’helled arsellet gant ar c’hlañvourezed. »

Peadra da zisplegañ tout an azonoù, ken liesseurt all ? « Respont pep hini a vo disheñvel-mat, a zispleg deomp. Met bepred en deus bet an holl anezho produioù pistrius er gwad. Pa ne vefe nemet nikel, houarn, krom, titan… Gant kementadoù a-us ar re voas er c’horf. »

Disoc’hoù ar prizadur-se a zo bet kadarnaet diwezhatoc’h gant studiadenn enklaskerien amerikan embannet d’an 12 a viz Mae 2022 er gelaouenn skiantel etrebroadel Acta Biomaterialia. Hag ivez gant ur studiadenn all graet gant ur skipailh skiantourien gall e miz Gouere 2022 embannet war European Journal of Obstetrics & Gynecology and Reproductive Biology.

Koulskoude n’eus ket bet graet mann gant an ANSM en 2017 daoust ma oa en e-gerz ur c’hemenn diwall hollbouezus.

Gant Bayer eo bet lâret deomp e ouient e vefe deus an dokumant-se. Met lâr a ra n’eo ket ken sklaer e vefe eus un daskrignadur galvanek bepred e korf ar merc’hed. Ouzhpennet ‘zo bet ganto e ‘oa bet kemeret e kont forzh penaos ar riskl-se ‘ba studioù bet graet a-raok ma vefe gwerzet an ensteudoù.

Un nebeud mizioù diwezhatoc’h, abalamour d’an diouer a zisklêriañ gwallzarvoudoù liammet da Essure, eo bet ehanet ar siell CE gant Aozadur priziañ Iwerzhon – ar pezh a ro an aotre da vezañ lakaet en gwerzh (lennit « Diwallerezh a-dreuz ar pennadurezhioù yec’hedel ») – an amzer d’an embregerezh liesvroadel Bayer da reiñ un niver bras a zielloù evit ar pezh a sell ar gwallzarvoudoù liammet gant an ensteud. Hep ar re-se e oa bet kollet da vat ar siell goude ar prantad ehaniñ.

Met kemer lañs a raio Bayer o tennañ e brodu eus ar marc’had e-unan « evit abegoù kenwerzh » eme. E lizher galv distreiñ ar produ ez eo resisaet « ne gav ket d’an ANSM e lak abeg an dibab tennañ ar siell CE e-pad tri miz gant an Aozadur prziañ d’an ampoent war alioù ar bodad arbennigourien evit ober war-dro ar maouezed gant ensteudoù Essure ». Ret kompren neuze ne lakaer ken ar produ en abeg… Peadra da lakaat an den o reiñ titour deomp da fuloriñ : « Bayer a gendalc’h da lavaret n’eus si ebet gant ar produ, gaou eo ! O ensteud a zo louzoù razhed. » N’o deus ket bet c’hoant tud Bayer lakaat ar gaoz war ar frazenn-se.

Hervez Thierry Thomas, n’eus ket graet netra an Ajañs e-keñver an dokumant « kuzhet » abalamour m’eo bet tennet an ensteudoù eus ar marc’had. « Met n’omp ket bet plijet e vefe lâret gant Bayer e ‘oa bet tennet evit abegoù ekonomikel. Evidon-me n’en doa ket Bayer pep tra evit ma chomfe an ensteud er marc’had a-fet surentez. Bet o bet un doare da harzhañ an doser… »

Ur c’hempouez gounidoù / riskloù a-veskell

Ne oa ket div sizhun goude ma oa bet roet an dezrevell o kadarnaat daskrign an ensteudoù, ma oa ar Bodad heuliañ skiantel berrbad savet gant an ANSM o reiñ e glozadurioù ivez : n’eus ket abeg gant ar c’hempouez gounidoù / riskloù. Un disoc’h adkemeret dizehan er mediaoù a gas diskompren ar gouzañvadezed.

Penaos e c’hell ar bodad heuliañ sevel ur c’hlozadur ken disheñvel eus an dezrevell tasmant (pa ne gaver ket roud anezhañ) ? Ret eo sellet ouzh tu ar protokol en deus hentet e labour da gentañ penn. An enklaskerien a dle keñveriañ an ensteud Essure gant argoulm ar c’horzennoù, oberatadenn en dez ezhomm un ahunadur hollek en un oberataat, ar pezh a gas diouzhtu un toullad riskloù. « N’eus ket bet keñveriet gant dafar hilastaliañ all gwech ebet, padal e oa ret keñveriañ ar pezh a c’helled keñveriañ », eme Thierry Rabilloud, biologour ezel eus ar bodad, en ur vennegiñ da skouer al linkell (stérilet e galleg).

Ret eo notenniñ eo bet an ahel pennañ evit ar bodad heuliañ ne oa ket ezhomm ahunadur hollek evit lakaat an Essure. Koulskoude eo gwall zisheñvel ar wirionez : a-benn ar fin e vez dav, ur wech diwar div, ober un ahunadur hollek. Ur studiadenn gant an ANSM bet graet en 2017 war 71.303 maouez gant un ensteudad a ziskouez o deus bet un ahunadur hollek 73 % anezho.

Ur veskell gentañ hervez an enklasker a ro un eil alc’hwez deomp da gompren an doser. « Aon an ANSM a zo ez afe tout ar maouezed gant un ensteudad da c’houlenn e vo tennet anezhañ – gant ar riskloù liammet d’an ahunadur ha gant an oberatadenn –, ma vez embannet ez eus ur riskl gant an ensteud, emezañ. An termoù « riskl » a oa bet implijet [en dezrevell, NGAS] a vez ordin dindan an termenadur roet er medisinerezh. Ar c’heleier ne oant ket ken sklaer hag ar pezh en defe gallet bezañ, daoust d’ar sifroù gwir bezañ aze, n’eus ket bet kuzhet netra. »

D’ar c’hevredigezhioù gouzañvadezed n’eus bet kinniget mann nemet bilañs ar bodad heuliañ, pehini a skriv riskloù bihanoc’h gant an ensteudad eget ar pezh ‘vez stadet. N’eus ket bet meneg ebet eus ar prizadur o kemenn diwall d’an daskrignadur ingal ha d’an dilaoskañ metaloù er c’horf.

An dilaoskañ staen anavezet abaoe 2004

Bepred ez eus elfennoù en doser o defe dleet strafuilhañ ar pennadurezhioù gall pell a-raok ar c’hevaouezerezh-mañ (expertise e galleg) en 2017. Adalek ma oa bet lakaet an ensteud war ar marc’had e oa studiadennoù disheñvel, graet gant Conceptus – embregerezh amerikan en deus krouet an ensteud – ha Bayer da c’houde, a oa bet roet d’ar pennadurezhioù. Unan anezho, eus ar bloavezh 2004, a ziskoueze dija ur c’hementad dilaoskañ staen (ur metal a gaver en ensteud). Sifroù n’’o deus ket sachet evezh ajañs al louzeier, nag e Bro-C’hall nag er Stadoù-Unanet, e-giz ma oa bet embannet gant Le Monde en 2020.

Michel Vincent eus arnodva Lyon Minapath. Poltred : Juliette Cabaço Roger

Splann! a zo deuet a-benn da sellet ouzh an diell kuzhut diabarzh da gConceptus. Ar studiadenn a gloz n’emañ ar c’hementad staen dilaosket e korf ar maouezed a-us d’ar c’hementad « reizh » lonket bemdez. Sifroù a vez lakaet en abeg gant enklaskerien Minapath e-touez reoù all. « Ha dreist-holl, n’heller ket keñveriañ ar pezh n’eus ket da geñveriañ », a lavar gant estlamm Michel Vincent, prezidant arnodva Lyon pehini en doa diskouezet eo juntr an ensteud a zilaosk kementadoù bras staen. « Ar studiadennoù rak-klinikel a ra dave d’ur c’hementad staen lonket, padal e vez kaoz amañ eus un ensteud gant metal a-stok war-eeun gant ar c’hig, o vo strewet er c’horf a-bezh. »

Gant tout an elfennoù-mañ e oa ar c’hlemmoù o verniañ el lezioù-barn. En 2020 en deus roet Bayer 1,6 miliard a zollaroù da glozañ 39 000 klemm a-zivout Essure. E danevell oberiantizoù 2018 an embregerezh, emañ an ensteud Essure e-touez dispignoù brasañ ar budjed justis gant ar stal vras louzeier hag agrokimiezh alaman (ouzhpenn eget daougementiñ en deus graet hemañ etre 2017 ha 2018) e-kichen darbaroù mezegel all, louzeier… hag ar Roundup.

gant Juliette Cabaço Roger ha Faustine Sternberg

Ar c’hinekologourien etre daouarn Bayer
An ensteudoù Essure a zo bet ambrouget gant ul lodenn eus ar c’hinekologourien, ha lod a vag liammoù interest kreñv gant Bayer, ramz an apotikerezh.

N’heller ket komz ouzh an ensteudoù Essure hep menegiñ al liammoù dre interest a gaver er metoù mezegel hag en industriezh al louzeier. Honnezh en deus postet sammadoù bras-bras evit ober bruderezh d’ar produoù graet gante, gant ar pal da gentañ penn levezoniñ ar vezeien.

E Bro-C’hall e oa bet roet 176 million a euroioù d’ar vedisined gant Bayer HealthCare SA etre 2012 ha 2021, hervez al lec’hiennoù Transparence Santé hag Euro For Docs. Kendalc’hioù, stummadurioù, enklaskoù, digoll evit ar frejoù, alioù arbennik… An holl roadennoù-se a zo deuet da vezañ foran a-drugarez d’al lezenn Bertrand, votet goude trouz yec’hedel ar Médiator en 2011, pehini en doa lakaet war wel ar stourmoù interestoù-se.

A-drugarez d’al lezenn-se, e c’heller gouzout bremañ en deus roet Bayer 35.931 € da Olivier Graesslin, prezidant ar bodad Essure er CNGOF (Skolaj Broadel Ginekologourien Frañs pe Collège national des gynécologues de France), etre 2014 ha 2019. Pennospital skol-veur (CHU) Reims, e lec’h m’emañ hennezh e penn ar servij ginekologouriezh, en deus bet 66 746 € etre 2014 he 2020. Ma seller a dostoc’h, e vo gwelet en deus bet Pierre Panel, penn servij e pennospital skol-veur (CHU) Versailhez, bet bez-prezidant ar CNGOF ha kuzulier a-youl vat evit Conceptus – embregerezh en deus ijinet Essure, 15 724 € digant Bayer etre 2014 ha 2017.

Ar mezeg Hervé Fernandez, penn servij ginekologouriezh-amiegouriezh en ospital Bicêtre, ezel eus strollad labour Essure ar CNGOF, en doa bet 42 020 € etre 2014 ha 2019. An tri anezho, e-touez reoù all, o deus graet bruderezh d’an ensteudoù Essure gant nerzh. Hiziv an deiz e vez goulennet o ali diganto ingal c’hoazh e-giz arbennigourien war ar sujed gant ar Stad, er bodadoù heuliañ kenkoulz hag en enklask broadel da zont (sellout ouzh al lodenn « Breizhadezed o vountañ war ar pennadurezhioù yec’hedel »). Evit ar c’hevredigezhioù gouzañvadezed, eo ar c’hontrol, deskrivet int bet e-giz surjianed da dec’hout. »

An dud a-vicher e sektor ar yec’hed a vez, peurliesañ, nebeut emskiant eus al levezon en devez ar sammadoù arc’hant-se war o doare da labourat, evel ma tispleg Aozadur Bedel ar Yec’hed (ABY pe OMS, Organisation mondiale de la santé) er pennad Kompren brudañ al louzeier ha respont dezhañ : « An embregerezhioù o studiañ ar marc’hadoù o deus jedet e veze ar gounid dre geidenn, gant gwerzhioù ouzhpenn er bloavezh 2004, evit un dollar postet da vrudañ al louzeier e-tro 8,34 $ (…) ».

« Me a soñj din gallout ober ma soñj din-me ha kempouezañ, eme Olivier Graesslin d’en em zifenn. Darn vrasañ an arbennigourien o devez liammoù interest gant an industriezh. N’eo ket evit se e vezer dindan kazelge industriezh al louzeier, mirout a reer ar varregezh da varnañ. Ar pezh a ran er bodad Essure a zo dizalc’h penn-da-benn. »
Ar c’helenner Fernandez a lavar eus e du : « Ar pep retañ evidomp-ni, surjianed, a zo ne vefemp ket dalc’het penn-da-benn gant ul labordi2 evit implij un teknik bennak. N’omp ket amañ evit difenn pe bezañ gwerzherien al labordi-mañ met evit diorren an teknikoù a simpl eo tretamantoù an dud. Ar pal nemetañ, an dra nemeti a zo pouezus deomp. » Pierre Panel, diouzh e du, n’eus ket bet c’hoant da respont d’hon goulennoù.

Padal, en ur zifenn an ensteudoù-se eo aet an dud vrudet-mat e bed ar c’hinekologourien e Bro-C’hall, anavezet evit o labour gant o c’henseurted, da gemer perzh en ur « plan marketing efedus-tre »eme an ABY c’hoazh. Hep o emouestl n’o defe ket gallet embregerezhioù e-giz Conceptus ha Bayer lakaat Bro-C’hall da vezañ an eil war marc’had bedel pozañ an ensteudoù Essure.

> Splann!

Journalistes. Splann! est une association loi 1901 qui produit des enquêtes journalistiques d’utilité publique en Bretagne et dans le monde. Le magazine Le Peuple breton est heureux d'être partenaire de Splann! pour publier ses enquêtes en breton, langue de travail au sein de l'association. Établie à Guingamp dans le Trégor (Côtes-d’Armor), l'association ne vit que grâce aux dons : cliquez ici pour la soutenir ! [Lire leurs articles]