Trefina Kerrain : « An dibaboù politikel a lak Lannuon-Treger Kumuniezh en arvar »

Trefina Kerrain, eil-maerez UDB e Lannuon ha kuzulierez-kumuniezh e Lannuon-Treger Kumuniezh © Pep gwir miret strizh

Embannet eo Pobl Vreizh miz Ebrel ! Evel bep miz e vez kavet er gelaouenn 4 fajennad e brezhoneg. Petra nevez ar wech-mañ ? Keleier zo eus Lannuon, gant atersadenn an dilennadez Trefina Kerrain. Ar pennad bras a zo war merkoù an harzoù politikel aet da get : dedennus-tre eo labour an enklaskerez CNRS Béatrice von Hirschhausen. En niverenn ar miz ez eus kaoz ivez eus mennozhioù fall evit en em azasaat ouzh tommadur an hin hag eus bed al lennegezh e brezhoneg.

E Lannuon he deus votet an eil-maerez UDB Trefina Kerrain a-enep budjed an tolpad-kêrioù daoust ma ’z eo ezel eus ar muiañniver er gêr greiz. Keñveriet he doa Lannuon-Treger Kumuniezh ouzh un Titanic o redek war-zu ur menez-skorn…. Goulennet he deus Pobl Vreizh gant an dilennadez he sell ouzh raktresoù bras an tiriad, an doare politikel d’ober hag ar riskloù a zo hervezi evit an dazont.

Merkoù an harzoù politikel aet da get

Pa vez savet kartennoù an diforc’hioù war an dachenn-mañ-tachenn er broioù evel, da skouer, kartennoù an tuadoù da geñver an dilennadegoù, e c’heller alies merzout harzoù politikel aet da get. Klasket he deus ar renerez enklaskoù er KBIS/CNRS Béatrice von Hirschhausen kompren seurt efedoù en ur atersiñ tud war an dachenn.

Meur a zo : harzoù etre an Impalaeriezh Alaman hag hini Rusia e Polonia, ar re etre Transilvania impalaeriezh Aostria-Hungaria ha rouantelezh kozh Roumania, ar re etre Alamagn ar C’hornôg hag Alamagn ar Reter… Peseurt efedoù zo neuze ha penaos displegañ anezho ? Daoust hag-eñ eo talvoudus an enklask-mañ evit kompren spered Breizh ? Ur pennad gant Paol ar Meur.

Da lenn ivez : diverradenn ar pennadoù gallek.

Diholennañ ar mor evit touristed Enez-Groe

Hervez titouroù bet tapet gant Pobl Vreizh, n’eo ket 800 000 € met 950 000 € bet lakaet gant tolpad-kêrioù an Oriant evit staliañ an uzin diholennañ an dour mor war Enez-Groe e-pad an hañv 2022. N’eo ket nemet un afer arc’hant : n’eo na reizh evit ar boblañs eus bro an Oriant a rank paeañ evit « an Dorifored », na mat evit an endro hag al loened-vor, na padus e keñver enkadenn al lojeiz e Breizh. Anvet eo an doare d’ober ar « fall-azasaat ». War an arvor kenkoulz hag er menezioù, n’eo ket an diskoulm da dommadur an hin. Neuze, petra ober ?

Mont a ra mat buhez ar skrivagnerien vrezhonek ?

D’ar Sadorn 18 a viz Meurzh, da geñver gouelioù Mizvezh ar brezhoneg, e oa bet dalc’het e Montroulez un emgav gant skrivagnerien vrezhonek. Diwar intrudu Franck Bodenes hag an ti-embann Skol Vreizh e oa deuet anvioù brudet eus a bep lec’h e Breizh.

Skrivagnerien vrezhonek e Montroulez d’an 18 a viz Meurzh © Franck Bodenes

Pal an emgav a oa klask en em soñjal diwar-benn ar rag hag ar perag skrivañ, ha perak en ober e brezhoneg, penaos ober evit brudañ al levrioù brezhonek ha dreist-holl eskemm soñjoù gant lennerien ha respont d’o goulennoù. Ha ma vefe krouet ur vodadeg skrivagnerien ? Pennad gant Clyde Dlugy-Belmont.

Evit echuiñ, lennegezh c’hoazh gant ar rubrikenn « Du ha gwenn ha plas da lenn » ha pevar levr nevez embannet zo gant tiez-embann Al Lanv, Al Liamm, Skrid hag An Alarc’h. Plijadur deoc’h !

Prenet ’vo Pobl Vreizh miz Ebrel er staligoù kazetennoù eus ar c’hentañ, pe war hon stalig enlinenn.

Gwelloc’h eo klikañ evit koumanantiñ : 3,75 €/miz nemetken !

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.