Alan Stivell : « Abaoe 50 vloaz eo tomm ar Vretoned ouzh hor bro »

Alan Stivell
Alan Stivell, 23 a viz Meurzh 2023, e kazino Pléneuf-Val-André. Crédit: Yvon Boëlle.

Jeu ha reuz bras a zo bet da geñver diskouezadeg Mirdi Breizh : « Keltiek ? ». Fazioù, diskleriadurioù iskis, pennad klozañ souezhus… Peadra da feukiñ meur a zen. Etre ar re o deus skiant war an afer ha tud all, diskiant, o tont maez ar Mirdi gant muioc’h a c’houlennoù eget skiant donoc’h. C’hwitet eo bet pal pedagogel evit an holl. Goulennoù zo bet savet ouzh Alan Stivell.

Pobl Vreizh : Penaos ’oa bet an darempredoù gant Mirdi Breizh ha perak ’peus asantet da vezañ paeron an diskouezadeg « Keltiek ? » ? Reizh eo pe ret eo, d’az soñj, en em c’houlenn diwar-benn identelezh ar Gelted a-hed an amzerioù, eus an Ragistor betek bremañ ? Mitologiezh, evel an holl bobloù, pe folklor didalvez ? Daoust hag ho peus heuliet al labourioù en a-raok ? « Poellgor skiantel » hag all ? Pe dizoloet er fin tout danvez an diskouezadeg ?

Alan Stivell : Goulennet o deus ganin bout paeron nemet un nebeud mizioù a-raok. Tost pep tra ’oa savet dija sur a-walc’h. N’eo ket bet tamm ebet goulennet diganin bout e-barzh ar poellgor skiantel. Beuzet don e oan em labourioù ha respontet em eus nemet ur miz a-raok an diskouezadeg.

E-pad daou-ugent vloaz o studiañ sevenadur hag istor ar Gelted, biskoazh n’em eus kavet un draig evit nac’hañ an identelezh keltiek, eus an Henamzer betek bremañ. Met dedennus e vefe kavout un den a ginnigfe un dra nevez memes ma n’eo ket plijus (evit ur wech, a-benn ar fin) ! Un dle eo bout digor d’ar mennozhioù.

Petra en deus feuket ac’hanout en diskouezadeg pa ’teus dizoloet he danvez ? Ha bet abeg da nac’hañ ’benn fin ar baeroniezh ?

Alan Stivell : Pa ’m eus dizoloet an diskouezadeg, un deiz a-raok an digoradur em eus gwelet traoù dedennus a-walc’h gant traoù all ne oant ket tamm ebet. Feuket on bet evel-just gant ar mod untuek ma oa kinniget, gant kalz a fazioù sklaer (en o mesk ar re a cheñche istor ar « Revival » ha ma istor e-unan). Feuket ’oan ivez gant ar mod da ginnig an Emsav a-raok 1945 evel faskourien ha netra all. Feuket pa eo bet lâret gant Manon Six e oa ’benn ar fin « Mojenn ar gelted » un dra ijinet.

Petra ’peus soñjet eus prezegenn Corinne Poulain, renerez ar Maezioù Frank, e-kerzh kendiviz « Keltiek ! » bet savet gant Skol Uhel ar Vro e-pad Gouel Etrekeltiek an Oriant ?

Alan Stivell : Diskouez a ra-hi bout a volontez vat. Anzav ’ra bout hep anaout an istor. Setu perak ne c’hell nemet heuliañ ar pezh a vez lâret dezhi gant ar c’huzul skiantel. Touellet eo-hi. Emañ ar gudenn gentañ dismegañs tud ar mirdi ha tud o vord en hor c’heñver (kelennet fall int bet gant ar Stad c’hall ha savet fall eo bet o spered). Ha bout ’zo ur frazenn pe ziv a ziskouez un dismegañs ganti hec’h-hunan. N’eo ket dre c’hoant, eüruzamant e soñj din.

Petra eo evidout ar sevenadur « keltiek ». Dre da vuhez, evel-just, met ivez dre da zarempredoù gant ar vro. Ur vro disheñvel diouzh ar re all e Bro-Frañs ?

Alan Stivell : Studiet ’m eus e-pad dek vloaz ha tri-ugent sonerezhioù ar c’hwec’h bro oc’h implij ur yezh keltiek. Keñveriet ’m eus anezhe. Ha dizoloet ’m eus liammoù don ha n’eo ket anat war ar prim. Se peogwir eo kuzhet a-dreñv stummoù kentañ derez o tont alies eus Bro-C’hall pe Bro-Saoz. Keñveriet ’m eus ar sonerezh gant an danvezioù all : ar yezhoù, ar varzhoniezh, an arz, hag all ; ha kavet ’m eus e heuilh pep danvez hevelep tuadurioù.

Kavet ’m eus darempredoù sklaer etre ar geltiegezh a-vremañ hag hini an Henamzer, un tamm memes derez ha re ar broioù latin.

Er-maez eus an arz, ar yezh, ar sonerezh, ar sport, ar varzhoniezh, ar mojennoù em eus kavet o deus savet ar broioù keltiek ar memes tiez (an darn vrasañ). Evel-just peogwir e vevomp er memes enezeg, memes douar hersinian, gant memes avelioù, ha neuze memes mod da vevañ. Met ivez peogwir hon eus ar memes spered prouet gant hon oberennoù hag hor yezhoù. Hag aes eo diskouez eo bet kreñv-tre an darempredoù, eskemmoù, « meskajoù » etrezomp-ni ’pad c’hwec’h mil bloaz d’an nebeutañ (darempredoù harzet gant galloudoù Pariz ha London ha gant o servijourien).

Hag ez eo dreist-holl al liv keltiek a ra an diforc’h etre hor broioù hag hor « mistri » saoz ha gall.

Penaos e welez an dazont evit Breizh ?

Alan Stivell : Abaoe 50 vloaz eo tomm ar Vretoned ouzh hor bro. Nemet er santimant. Er-maez ar santimant e tiskouez ar sontadegoù eo a-du an darn vrasañ evit un emrenerezh, adunvaniezh Breizh hag ar yezh. Tu ’zo deomp. Kalz a speredegezh ha strategiezh vat a zo ret evit se. Evel en tachennoù all, sokial hag ekologel, enebourien kreñv ’zo. Dav deomp bout gwelloc’h evite…

Ur ger diwezhañ marteze Alan ?

Alan Stivell : Kalz a draoù a c’hoarvez evidon-me er mare-mañ : ma danevell vuhez embannet gant Ouest-France, ma fladenn-doubl enrollet e sal ar Frankiz-Roazhon gant Laz-seniñ Broadel Breizh (da genfeurmiñ), ma zTro Breizh an ilizoù meur…

> Jean Boidron

Contributeur. Trilingue breton-français-gallo, professeur de Lettres et de breton dans l’enseignement public à Redon, Jean Boidron est aussi militant syndical, cofondateur de l’association rennaise « Graines de conte » et administrateur de l'Institut culturel de Bretagne. Ancien président de Dastum, il a également été professeur-conseiller au Musée de Bretagne et professeur-associé au Centre de l’imaginaire arthurien. Côté journalisme, Jean Boidron a dirigé la revue Musique bretonne, été chroniqueur pour Trad Magazine et écrit régulièrement pour le magazine Le Peuple breton. Il est l’auteur de Gousperoù ar raned / Les vêpres des grenouilles publié aux éditions Dastum (1992). [Lire ses articles]