D’an 21 a viz Kerzu e vo dalc’het un nozvezh kenskoazell evit dastum arc’hant e anv ar gevredigezh Grain de sel a sikour bugale klañv. Aozet eo an darvoud en davarn La Baleine déshydratée, karter Lokmaria e Kemper.
Stourm a ra bemdez ar gevredigezh Grain de sel evit ma vefe reizh koñdisionoù degemer ha buhez en ospital evit ar vugale : prenañ dafar, otoioù evit mont betek ar blok, sevel atalieroù terapeutek… Brudet e vez he labour a-drugarez d’he maeronez Clarisse Lavanant, kanerez anezhi, ha d’he faeron Armel Le Cleac’h, moraer anezhañ. Neuze, ur pod-espern a vo kinniget e-pad an noz evit ar re o deus c’hoant.
Bez e vo ur sonadeg gant Noah Roudaut ha Jean-Luc Roudaut da selaou. Bez e vo ivez klozadur an diskouezadeg « Faltazi ha Gwirvoud », gant an arzourez Anna Preden. Staliet eo bet en davarn abaoe an hañv, unan disheñvel diouzh an hini he doa graet da vare Gouel Broadel ar Brezhoneg. Atao e vez kavet he zaolennoù gant lavarennoù e brezhoneg outo, troet e galleg hag e saozneg.
Er mare-mañ en davarn emañ an daolenn « Harozed » da welout. Pennskeudenn ar pennad-mañ an hini eo. Dibabet he deus an arzourez gwerzhañ anezhi evit reiñ holl ar benefisoù war-eeun da Grain de sel. Hervez Anna Preden, « aozet e vez gant ar gevredigezh-se obererezhioù fetis evit ar vugale a zo klañv rak ne vez ket roet a-walc’h a arc’hant d’an ospitalioù siwazh ».
E-pad an nozvezh e vo gwerzhet ivez kartennoù ha skritelloù e brezhoneg tennet eus an diskouezadeg, troet e galleg hag e saozneg. Ul lodenn a vo miret evit dastum arc’hant evit Grain de sel.
Tavarn La Baleine déshydratée, 16 straed Uhel e Kemper (e-tal iliz Lokmaria).
D’ar Merc’her 21 a viz Kerzu, nozvezh betek 1e noz.
Mont-tre digoust.