Kas an ekologiezh war-raok e programmoù an dud war ar renk e kumunioù kreiz Treger, setu pal ur skipailh Kawaniz a zo o prientiñ un “Forom evit an ekologiezh en tiez-kêr”. Dalc’het e vo d’an 22 a viz C’hwevrer, etre 2e ha 6e goude merenn, e Ti ar vro Treger-Goueloù ...
LireUn uzin saout e Kommanna ?
Ul labourer-douar en deus savet ur raktres evit kreskiñ niver e chatal eus 150 buoc’h da 400. Chom a rafe ar saout e-barzh savadurioù. Metanaet e vefe an hañvouez ha strewet ar restachoù war ar parkeier. Enklask foran ebet. Un diskleriadur hepken. Setu pezh a lavar al lezenn. Spontet eo ...
LireNorvegia o tont war he giz diwar-benn an tireoul ?
Sed aze ur c’heloù n’eus ket bet klevet kalz dioutañ ar sizhun-mañ. Ha padal e c’hallfe degas ur cheñchamant bras e greanterezh an tireoul. Fellout a ra da c’houarnamant Norvegia en em dennañ tamm-ha-tamm eus greanterezh an tireoul, o postañ nebeutoc’h-nebeutañ a arc’hant e-barzh. Norvegia eo ar produer hidrokarbidennoù (tireoul, ...
LireTyrol a lavar “nann” d’ar C’hoarioù Olimpek
En Aostria ez eus bet ur referendom ivez, disul e oa d’ar memes mare hag an dilennadegoù. Met ne oa nemet ar rannvro Tyrol he doa votet. Petra a oa kaoz ? Goulenn digant ar boblañs hag-eñ e felle dezho degemer C’hoarioù Olimpek ar Goañv 2026 e Innsbruck. Hag aet ...
LireEmglevioù Pariz : Nicaragua n’en doa ket sinet
Taol-kurun dec’h da noz p’en doa disklêriet Donald Trump e tennfe ar Stadoù-Unanet diouzh Emglevioù Pariz, emglevioù evit gwareziñ an endro ha mirout ouzh ar cheñchamant hin. Un taol fall, digomprenabl, heugus ha feukus eo. Evit ar wech kentañ en istor e oa bet sinet un emglev gant 195 broad ...
LireDañset ez eus bet e Plistin evit an traezh mor
D’ar Sadorn 15 a viz Ebrel e oa bet aozet ur fest-noz e Plistin a-enep d’ar raktres tennañ traezh e bae Lannuon. Evit an aozerien e vefe dañjerus-kenañ skarzhañ traezh ar bae : diaesoc’h e vefe d’ar spesadoù pesked bihan dozviñ, hag alese e vefe disteraet an holl spesadoù pesked ha ...
Lire6vet deiz-ha-bloaz Fukushima
Evit c’hwec’hvet deiz-ha-bloaz gwallzarvoud Fukushima e oa pennoù enep-nukleel bro Saint-Maloù / ar renk oc’h ingalañ paperennoù evit reiñ da soñj ur wech c’hoazh er pezh a oa c’hoarvezet e Bro-Japan. Diwar ur c’hren-douar e oa bet ur pezh mell reverzhi o veuziñ ar greizenn nukeel. Teuzet eo kalonenn ar ...
Lire30 vloaz goude Tchernobil
Ouzhpenn ur million a dud marvet er bed goude Tchernobil (etre 1986 ha 2004 hervez akademiezh ar skiantoù e New York) ha kendercʼhel a ra an nukleel da cʼhoari an Ankou. Perak bezañ gortozet Fukushima evit lavaret e cʼhelle ur vro all bezañ taget gant ar gwallreuz nukleel ? Perak gortoz ...
LireManifestadeg skoazell « Breizh Tobacco » e Kercʼhfaou : dibenn ur stourm pe deroù unan nevez ?
Ne oa ket gwall niverus an dud o kemer perzh er vidadeg skoazell dirak labouradeg ar Seita e Kercʼhfaou, dʼar mercʼher 7 a viz Here. Ur cʼhant bennak marteze. Ret eo gouzout e oa dalcʼhet an darvoud e kreiz an devezh, ʼpezh ne sikour ket evit bodañ kalz a dud, ...
LireGreenpeace a ziskuli degouezh ur vatimant leun a lastez skinoberiek e Cherbourg
Dec’h en em vode e Cherbourg stourmerien “Greenpeace” ha “sortir du nucléaire”. Dilestrañ a rae an Oceanic Pintail, war e vourzh lastez nukleel eus Bro-Saoz, er porzh evit war-lerc’h treuziñ Normandi dre Rouen. Un pemzek stourmer bennak a oa strobet evit diskuliañ ar charreadegoù-se, dañjerus-kenañ evit ar boblañs. Hervez Greenpeace ...
Lire