Embregerezhioù bras rouanezed ar maezioù [2/4]

Al labourerien-douar a zo bet ar re gentañ o vont war ar metaniñ e Breizh… met n’eo ket ganto ez ay eostad ar gaz. Embregerezhioù bras an energiezh a vir ar gounidoù war ar gaz produet. Ar gouerien a vez lakaet da bourvezerien lastez traken.

  • N’hall ket al labourerien-douar talañ ouzh kevezerezh an embregerezhioù energiezh.
  • Ur riskl a zo e teufe al labour-douar da vezañ ur benveg da broduiñ gaz hag e vefe cheñchet ar maezioù.
  • Ar metaniñ dre ensinklañ a vez brudet ken-ha-ken met re ger e koust d’an desaverien loened pa n’eo ket ken koustus d’an embregerezhioù energiezh bras.

Da ober biogaz ez eus ezhomm aozennoù “metanus”, da lavaret eo aozennoù a zilaosk kalz metan. E-touez an 10 pennañ e kaver ar c’holzac’h, kolo ha plouz an edeier, ar maiz ha distaoladennoù al loened. E traoñ ar podiom emañ an hañvouez, an teilh moc’h ha saout. E Breizh e kaver kalz labour-douar askoridik gant kalz distaoladennoù loened. Rouesoc’h eo an distaoladennoù metanus avat. Kement ma’z eus deuet war wel ur marc’had distaoladennoù labour-douar.

Dek vloaz zo e paee an agro-vouederezh al labourerien-douar evit kaout an dizober eus bouzelloù ha stomogoù ar miliadoù a loened lazhet, betek 90 euro an donenn. Bremañ eo ar c’hontrol a c’hoarvez. Paeañ a ra al labourerien-douar, ha keroc’h-kerañ. Da ouzhpenn 20 euro eo deuet priz an donenn stripoù-se, anezhi an aozenn brizius evit produiñ gaz. Klask a zo ivez war ar maiz er metanerezioù, diwar-goust an desaverien chatal o devez ezhomm anezhañ da voueta o loened ivez (Lennit « Koll-boued ar metanaat »).

Seul niverusoc’h ar metanerezioù, seul greñvoc’h ar goulenn distaoladennoù. Seul vui e kresk ar prizioù neuze. Diaesoc’h-diaesañ eo da labourerien-douar zo paeañ an danvezioù da voueta o metanerezioù. Ken ne vo ket gounidus ar staliadur ken.

Pa zeu da vezañ start prenañ distaoladennoù labour-douar e c’hell bezañ ret digeriñ kevala an embregerezh d’unan bennak diavaez. Setu ar pezh a c’hoarvez gant ar staliadurioù metan douget gant labourerien-douar a rank digeriñ o c’hevala d’ar broduerien energiezh. Prenet hag adprenet e vez lodennoù, tamm-ha-tamm, betek an deiz ma n’emañ ket an dorn war o stal ken gant ar venajerien ken, gant ar werzherien energiezh ne lavaromp ket. C’hoarvezet e oa bet c’hoazh er Vojez, hervez danevell ar Sened, embannet e miz Here 2021. Rak evit embregerezhioù evel Engie bioz, un isstal da Engie, pe Fonroche biogaz, un isstal eus ar strollad Total, n’eo ket ar priz ur gudenn. « Bras eo ar riskl evit al labourerien-douar e vefe tapet ar galloud gant oberourien diavaez. Cheñch a rafe pal ar raktres », a zispleg Alexandre Berthe, anezhañ un enklasker war an ekonomiezh e Skol-veur Roazhon 2.

« Ar re vourdet eo al labourerien-douar »

Aloubadeg ar maezioù gant ar werzherien energiezh a zo o kregiñ : e miz Meurzh tremenet e oa bet ur c’hammed ouzhpenn en tiez-feurm. E-kerzh saloñs al labour-douar e oa bet sinet ur c’henemglev labour etre Total énergies hag an FNSEA, ar sindikad labour-douar pennañ, gant ar pal « sevel nerzhioù boutin e bed al labour-douar hag e takad an energiezhioù. ». Barregezhioù al labourerien-douar a vo rannet gant re firmoù liesvroadel… evit diorren ar metaniñ just a-walc’h. Met daoust ha kempouez eo an eskemm a seblant plaen war baper ?

Tostaat an daou ved o keveziñ an eil d’egile a zo risklus eme Pascal Grouiez, ekonomour e Skol-veur Paris Cité : « Ezhommoù arc’hantaouiñ ar c’henstrolloù bihan [ labourerien-douar ]a c’houlakae digeriñ ar c’hevala da bosterien arc’hant diavaez d’al labour-douar. Ha pa vefent ur bihanniver e c’hellfent rediañ al labourerien-douar da implijout danvezioù na zeu ket eus al labour-douar », evel pri ar staliadurioù puraat, da skouer, ma kaver « louzoù enebbiotek pe metaloù pounner a c’hell saotrañ an douaroù ». Ar metaniñ a brodu dijesta, un danvez a vez ledet war ar parkeier evit temziñ anezhañ. Dinoazusted an dijesta-se a zo hollbouezus evit an endro hag ar yec’hed e-giz m’eo displeget el lodenn « Ar staliadurioù metaniñ a c’hello mont d’ober klusterioù kleñvedoù en amzer-da-zont ».

En tu all da goust sevel ar staliadur e vez dav ouzhpennañ ar c’houstoù da zerc’hel ar metanerez e ratre, pe c’hoazh koust un teknikour arbennik evel implijad. Ar fakturenn da zerc’hel ar staliadur kempenn a zalc’h da greskiñ. Koustusoc’h e vo c’hoazh evit ar metaniñ dre ensinklañ. Tro a ro an teknik-se da ensinklañ metan er rouedad gaz, met koustus-tre eo. E-tro 5 million a eurioù e koust pep staliadur dre vras. Evit ma vefe talvoudus e tle beveziñ etre 10 000 ha 15 000 tonennad ar bloaz. Kement-se a zo ouzhpenn 30 tonennad distaoladennoù da gavout bemdez ha paeañ anezho a vez da ober.

An deknologiezh “dre ensinklañ”-se zo anezhi muioc’h-mui. Strivañ a reer evit he c’has war-raok ken e reer. En 2018 ez erbed al lezenn Egalim kreñvaat danframmoù evit kaout rouedadoù treuzkas gaz. Pa vez savet ur metaner nevez e-kichen ur rouedad gaz e rank bezañ dre ensinklañ. E miz Meurzh diwezhañ e oa bet digresket ar priz liammañ ouzh ar rouedad evit ar staliadurioù metaniñ : -60 % ar frejoù, tro 100 euro ar metrad, a vez kemeret e karg gant ar strollegezhioù. Gant kemend-all a skoazelloù eo start mirout ouzh an ensinklañ. Ar metaniñ dre genbroduiñ ne seblant ket desachañ kement a dud ken. An deknologiezh-se, koshoc’h a dro ar gaz e tommder hag e tredan. O postañ un 2 vilion a euroioù bennak e ro tro da verañ kementadoù bihanoc’h, e-tro 5 000 tonennad materi ar bloaz.

Keroc’h met gounidusoc’h eo an ensinklañ ivez. Er-maez ar jeu emañ ar re n’hellont ket postañ 5 million a euroioù ha sammañ kargoù boueta ouzhpenn da zerc’hel ar metanerezh. An desaverien chatal eo a goll. Ar re-mañ eo a-dal ouzh priz cheñch-dicheñch al laezh pe ar moc’h e-doug ar bloavezhioù. Gwelet e vezont o vanifestiñ pa vez graet kriz d’o goproù ha pa welont o embregerezh oc’h echuiñ el lez-varn kenwerzh.

En un notenn eus miz Eost 2020 goulennet gant ministrerezh al Labour-douar, e skriv Alexandre Berthe, armerzhour e Skol-veur Roazhon 2 : « hep yalc’hadoù arc’hant publik, n’hello moarvat nemet al labourerien-douar gant ar c’hontoù solutañ dibab ar metaniñ dre ensinklañ, ar pezh a lakay fall an darn vrasañ eus an desaverien chatal ». Bloaz goude, e miz Gouere 2021, e geneil Pascal Grouiez en doa ouzhpennet e oa erbedoù en ensinklañ « ne c’hortozont ken nemet evit raktresoù a seurt-se, kaout produerien ed pe unvezioù metaniñ o tigeriñ o c’hevala da bosterien arc’hant diavaez d’al labour-douar, ha ral-tre d’al labourerien-douar o-unan ».

Pe c’hoazh e-giz ma lavar Daniel Salmon, senedour EELV Il-ha-Gwilen ha daneveller ur studiadenn gant ar Sened war an hentad e miz Here 2021 : « Ar re a vez bourdet eo al labourerien-douar. »

Un dreistgounid evit ar werzherien energiezh

Kambr Labour-douar Breizh a wel se mat ivez. En un ali e skrive e 2019 : « Pa c’hell diorren ar metaniñ bezañ un dro gaer evit Breizh, e fell deomp e teufe ar gounid armerzhel reizh d’ar gouerien. O roll ne zle ket bezañ kreizet war kas an hañvouez pe talvoudekaat an dijesta el labour-douar. » Hervez an armerzhour Alexandre Berthe en ur pennad eus 2020« Marteze emaomp e-kreiz ar roudour evit patrom unvezioù metaniñ gall al labour-douar, e lec’h ma n’eo mui al labourer-douar nemet ur pourvezer danvez. »

Ha setu dres ar pezh a c’hoarvez. Engie bioz en em vrud war e lec’hienn internet : « E Breizh e kinnigomp skuilhadegoù “gwrizioù en aer”. Ganeomp-ni hon-unan e vez graet ar skuilhadeg hag aozañ a reomp dasparzh ar volumoù hag ar redoù dre gendiviz gant an diekaerien (den e penn un atant). » Ur marc’had ma tilez ar menajer ar merañ distaoladennoù hag e steuñv skuilhañ, hag Engie bioz a zastum evit nebeut a dra an danvez kentañ da vetaniñ. « Tout ar venajerien ne fell ket dezho ober metan », a zegas da soñj Armelle Damiano, renerez an Aile, ajañs lec’hel an energiezh, hag a heuilh un toullad mat a raktresoù e rannvro Breizh.

Disteraat a ra ar riskloù ez afe ar galloud gant embregerezhioù bras an energiezh : « E Breizh emañ stag ar metaniñ ouzh al labour-douar, istorel eo. An danvezioù kentañ a c’hoarvez eus al labour-douar hag an douaroù zo pouezus ivez rak ar skuilhadegoù dijesta o devez ezhomm douaroù : kenglotañ a ra pep tra evit ma chomfe ar metaniñ etre daouarn al labourerien-douar ». N’eo ket ali Pascal Grouiez, armerzhour, gant ar soñjoù-mañ. En un notenn embannet gantañ en hañv-mañ e skriv : « N’eo ket sur e teuio a-benn al labourerien-douar, a-benn ar fin, da vezañ aktourien bennañ ar metaniñ. » Dreist-holl pa n’eus ket kontroller ebet ken da virout diouzh ur c’hevezerezh re greñv etre al labourerien-douar hag ar werzherien energiezh. Jean-Marc Onno, besprezidant kevredigezh labourerien-douar metanerien Frañs pe an AAMF, a laka war wel ne vez ket graet o labour gant ar brefeded : « Unan war ar renk evit ar metaniñ a rank prouiñ ne ra ket kevezerezh d’ur staliadur a zo anezhañ c’hoazh, dreist-holl evit pourvezañ an distaoladennoù. Goude-se e ro ar prefed e aotre. E gwirionez ne vez ket graet. »

Kantadoù a staliadurioù metanaat war ar stern e Breizh

An AAMF en deus c’hoant e chomfe ar metaniñ dindan mererezh al labourerien-douar dezho da liesseurtaat o doare da c’hounit o buhez. Ur respont kreñv d’ar c’hemmoù war priz al laezh pe ar moc’h o deus diskaret meur a di-feurm ez eo. E-skoaz lod all o doa bet tro da greskiñ diwar se. Atantoù brasoc’h-brasañ a framm gweledva hag armerzh Breizh. Pa weler pegen ker eo sevel ur raktres metaniñ dre ensinklañ eo anat n’eus nemet al labourerien-douar vrasañ hag embregerezhioù an energiezh a c’hell paeañ. Peadra da vagañ ar gwask war an douaroù muioc’h c’hoazh eget biskoazh, ha dispenn ar c’hleuzioù da heul  (Lennit « Koll-boued ar metanaat »). Er bloavezhioù da zont e c’hallfe cheñch implij maezioù Breizh, ha neuz ar vro ivez.

E Rannvro Breizh hag e Rannvro Broioù-al-Liger e renabler 307 unvez metaniñ oberiant d’ar 1 a viz Genver ar bloaz-mañ, ha 205 ouzhpenn a zo raktreset. Muioc’h eget daougementiñ a raio e Breizh an niver a vetanerezhioù dre ensinklañ er bloavezhioù da zont. An darn vrasañ eus an desaverien ne dennint ket splet eus se, ha ken buan all e vo startoc’h dezho kaout boued loened c’hoazh. Total, Engie, hag all, o deus naon du o welet ar maezioù int bet lezet da vont drezo.

gant Julie Lallouët-Geffroy ha Raphaël Baldos

> Splann!

Journalistes. Splann! est une association loi 1901 qui produit des enquêtes journalistiques d’utilité publique en Bretagne et dans le monde. Le magazine Le Peuple breton est heureux d'être partenaire de Splann! pour publier ses enquêtes en breton, langue de travail au sein de l'association. Établie à Guingamp dans le Trégor (Côtes-d’Armor), l'association ne vit que grâce aux dons : [cliquez ici] pour la soutenir ! [Lire leurs articles]