Metan: bec’h d’an atant. Un enklask nevez gant Splann!

Muioc’h-muiañ a vetanerezioù ‘zo e Breizh. Erru ‘zo 186 e maezioù ar vro bremañ, ha kant ouzhpenn a vo a-benn ur bloaz. Treuzfurmet ‘vez gante an danvez organek e gaz, hag evit-se emaint e-kreiz strategiezh c’hall war kreskiñ ar produiñ energiezh padus. Ar pezh ‘zo, gwallzarvoudoù a c’hoarvez alies, ar pezh a ziskouez ‘zo riskloù evit an endro gant an deknologiezh-se. Ha ne vez ket gouiet pep tra da geñver an dalc’hoù yec’hedel.

Met harpet e vez ar metanaat gant an tiez-bank hag ar gouarnamant, ha setu da labourerien-douar ‘zo da sevel metanerezioù… En desped da reolennoù ’zo. Mont e-bioù d’al lezenn n’eo ket diaes dre ma zo un diouer braz a gontroloù. Met ur riskl ‘zo gant al labourerien-douar da vout gwasket gant embregerezhioù bras an energiezh, pere ‘zo ul lobby kreñvoc’h eget hini an agro-boued.

Kinnig a ra Pobl Vreizh deoc’h un teuliad-kazetenniñ skrivet gant hor c’heveler Splann!, da-geñver Saloñs etrevroadel ar sevel loened a zo e Roazhon d’an 13 betek ar 15 a viz Gwengolo. Splann! a zo ur gevredigezh lezenn 1901 a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù poellek e Breizh. Ho kelaouenn ‘zo bet dibabet gant he c’hazetennerien evit embann o fennadoù e brezhoneg. Lennit mat!

Metanerezioù e-leizh e Breizh

Bro Breizh eo al lec’h, e Frañs, lec’h ma vez produer ar muiañ a loened. Setu perak eo beuzet ar vro gant distaolajoù loened, ha fell da labourerien-douar ha da embregerezhioù bras an energiezh treuzfurmiñ en gaz ha goproù. Gant an desaverien e vez diorroet ar metanaat er vro, padal, e broioù all eo kentoc’h gant produerien edaj. Breizh, ha pa ne vez ket jedet aze ar pezh ‘zo el Liger-Atlantel zoken, zo an eil bro a fed niver a vetanerezioù (199 e penn-kentañ 2022), war-lerc’h ar Rannvro Grand-Est (274), ha dirak Rannvro Hauts-de-France (134) ha Normandi (120). Ur vetanerez diwar seizh e Frañs ‘zo e Breizh.

Ur bern ‘zo, met bihanoc’h int eget ar geidenn vroadel : a-fed volum emañ Breizh er 7vet plas. Betek-hen e veze metanaet kentoc’h en tiez-feurm. Met o cheñch emañ ar jeu, gant raktresoù brasoc’h, evel ma tisplegomp e lodenn ekonomikel an enklask.

Il-ha-Gwilen, e lec’h m’emañ an eil brasañ tropellad saout en Frañs, ‘zo deuet da vout ur vro leun a vetanerezioù, hag ar gêrbenn a c’hallfe bezañ Ilfentig (4 500 annezad). Kalzig a zo en Bro-Leon ha Bro bPentevr (nepell Lambaol). Kement ha ma c’hallfe ar gartenn-mañ bezañ keñveriet gant kartenn stankted ar saout-laez.

Klikit amañ evit lakaat ar gartenn da vrasaat en ur skramm all.

O kreskiñ emañ ar metanaat e Breizh, daoust d’ar goursez bet goulennet gant Dour ha Stêrioù Breizh ha daoust d’an digresk a skoazell arc’hant a vez roet gant Kuzul ar Rannvro. War ar gartenn e weler ar raktresoù o vout savet (tric’hornioù c’hlaz), hag a re o vout studiet (gwer). Kudennoù Geotexia (tric’hornioù orañjez) ha saotradur an Aon bet krouet gant Engie Bioz e Kastellin, e 2020, n’int ket bet trawalc’h da harzañ an holl oberourien.

Ar Stad C’hall a chom o skoazell ar c’hresk, gant ar c’hoant da lieskementiñ ar produiñ energiezh er vro. Met petra ‘vo ar brizh paeet gant an endro, ar yec’hed, ha produiñ boued hag al labourerien-douar ?

Diazezet eo ar gartenn war roadennoù publik, bet embannet gant AILE ha SINOE. Gallout a rafont bezañ tuet ha diglok. A-wechoù n’eo ket kempoell an div roadenn-se. Niver ha ment ar metanizerioù ‘zo is-jedet.

gant Julie Lallouët-Geffroy ha Raphaël Baldos

> Splann!

Journalistes. Splann! est une association loi 1901 qui produit des enquêtes journalistiques d’utilité publique en Bretagne et dans le monde. Le magazine Le Peuple breton est heureux d'être partenaire de Splann! pour publier ses enquêtes en breton, langue de travail au sein de l'association. Établie à Guingamp dans le Trégor (Côtes-d’Armor), l'association ne vit que grâce aux dons : [cliquez ici] pour la soutenir ! [Lire leurs articles]