Da-geñver devezhioù ar glad, d’ar 17 ha 18 a viz Gwengolo, o devoa gallet ar weladennerien gwelet un delwenn nevez staliet e Mirdi an Arzoù-kaer e Roazhon : hini ar roue Loeiz XIV. Un digarez evit deskiñ Istor hor bro ?
Tamm displegadenn ebet
Mat eo merkañ da gentañ e vez kinniget an delwenn-se hep tamm displegadenn ebet. Ha koulskoude e oa ezhomm bras da zegas traoù zo da soñj, e Roazhon dreist-holl. Da vare Loeiz XIV e oa kement a annezidi e Breizh hag en Izel-Vroioù. Hogen renad ar Roue Heol a gasas Breizh war-zu an diskar e-pad meur a gantved.

E meur a lec’h e Breizh e tarzhas emsavadegoù, e Roazhon da skouer, pa fellas d’ar roue lakaat tailhoù nevez war ar Vretoned. Evit bezañ trec’h war an emsavadeg e kasas ar roue ur 6 000 soudard bennak, hag a sevenas ar gwashañ torfedoù, e Roazhon hag e Kerne dreist-holl. Ur boblañs hep armoù hag a voe gwazh a se. Ger ebet diwar-benn kement-se holl. Nann ‘vat, aze emaomp war dachenn an arz, ar glad, sañset…

Un delwenn paeet gant an druajidi
D’ar bismigerien a c’hallfe kavout abeg e priz an akuizitadur-se (2,37 milion a euroioù), lod a respont n’eo ket arc’hant publik an hini eo. Kement-se ? E gwirionez e c’hallo ar mesen, ar stroll Norac, dilemel 90 % eus an arc’hant lakaat en afer diwar e dailhoù.
Ar geodedourien eo eta a baeo an akuizitadur -se hag a zo bet lakaet da « akuizitadur pennañ bet graet gant Mirdi an Arzoù-kaer biskoazh. » Gant digarez an arz e lakaer distreiñ da Roazhon skeudenn mac’homer bras ar Vretoned. Nag a bezhioù dibriz evit hon Istor a chom kuzhet e mirlec’hioù mirdioù, evel hini ar Mucem e Marsilha koulskoude. Ya, splann eo, dizoare da vat eo an distro-se eus Loeiz XIV e Roazhon.