Reuz a oa dibaoe miz Du 2018 pa oa bet divizet gant ar gouarnamant kreskiñ mizoù enskrivañ ar studierien estren a-vaez Unvaniezh Europa. Diouzhtu e voe bet sindikadoù studierien o klemm a-enep an dra-se, met kelennerien ivez hag a-wechoù renerien skolioù-meur zoken. E miz Here paseet e voe kadarnaet koulskoude gant Kuzul ar Vonreizh ar fed e vez digoust an Deskadurezh uhel publik. Met ar C’huzul-Stad en doa kadarnaet d’ar Merc’her 1añ a viz Gouere ar c’hresk-se.
Hiziviken e vo un diforc’h bras etre ar studierien eus Kumuniezh Europa hag ar re eus an diavaez evit paeañ o mizoù. Etre 2 770 € evit un aotreegezh ha 3 770 € evit ur mestroniezh e vo bremañ evit ar re eus an diavaez pa goust etre 170 ha 243 € evit an Europeaned.
Ne oa bet nemet c’hwec’h skol-veur o doa divizet lakaet e plas ar mizoù-se en distro-skol diwezhañ. Ne fell ket d’an darn vrasañ lakaat da dalvezout ar mizoù gant an aon koll studierien. Met sañset e ranko an holl o lakaat da dalvezout adalek miz Gwengolo.
Evit ar sindikadoù studierien ez eus div gudenn vras a-ziwar diviz ar gouarnamant. Da gentañ e vo graet un diforc’h ma n’eo ket un disparti etre ar studierien hag e vo diaesoc’h c’hoazh evit an estrañjourien da baeañ o mizoù ha da studiañ en ur mod aketus. Unan eus arguzennoù ar gouarnamant a oa e vez roet yalc’hadoù d’ar studierien evit kempouezañ ar c’hresk, met e gwirionez n’eus nemet 27 % eus ar studierien o deus ar gwir da chom hep paeañ ul lodenn pe ar mizoù penn-da-benn. Hag an eil kudenn eo e c’hallfe bezañ ledanaet ar sistem-se d’an holl studierien, eus Frañs pe eus an estrenvro. Evit justifiañ ar c’hresk-se en deus lâret ar C’huzul-Stad e vefe reizh ma vefe paeet ur sammad dister gant ar studierien diouzh koust gwir ar studioù a vez graet ganto. An dalc’h eo ne vez ket termenet resis ar pezh a dalvez “dister”. Mélanie Luce eus Unef : “Sklaer eo an ali roet gant ar C’huzul-Stad, ur sammad dister a ranko bezañ paeet gant an holl studierien. Soñjal a ra deomp e rankfe paeañ ar Frañsizien betek 4 000 € ar bloaz evit heuliañ studioù er skolioù-meur. Gant-se e vefe lakaet diaes ur yoc’h a studierien. Ma ’mije da baeañ 4 000 € evit ar pezh a ran bremañ e rankjen paouez peogwir n’em bije ket ar peadra.”
Met peadra da entanañ ar skolioù-meur en distro-skol a zeu ?