Pell-pell, ar pellañ ma c’heller mont war-zu an Hanternoz…

Ne servij da netra kontañ brud ha klod studio Walt Disney Animation d’al lennerien. Anavezet eo bet ganeomp abaoe ma oamp bet ganet, hag abaoe ma oa bet ganet hon tud-kozh. Hiziv eo Disney unan eus kompagnunezhioù brasañ, pinvidikañ ha galloudusañ ar bed. Met war a seblant ez eo ivez tommoc’h-tommañ ouzh ar yezhoù minorel, ar pezh a vo gwelet adarre e dibenn miz Du pa zeuio Frozen 2 er-maez… e samieg an Norzh.

Dija er c’hentañ Frozen (galleg La Reine des Neiges) e oa bet awenet Disney gant sevenadur ar Samied, ur boblad finno-ouralek a zo o chom e tu-kleiz Lec’hlenn, etre an Norvej, Bro-Sued, Bro-Finn ha Bro-Rusia. Kavout a raed enni ur ganaouenn hengounel samiek, Veulie (gant Frode Fjellheim), hag awenet e oa dilhad Kristoff gant re ar Samied. Pelloc’h eo aet Disney ar wech-mañ avat, ha troet eo bet an eil film penn-da-benn e samieg an Norzh, kaozeet gant tost 20 000 den – ar yezh samiek vrasañ.

“A-bouez-meurbet eo klask sevel bedoù faltazius, met kredus, e pep film Disney Animation,” eme Peter Del Vecho, produer ar film. “Pa grogjomp e raktres Frozen 2 ez eas hor skipailh d’ur veaj enklask betek Enez-ar-Skorn, an Norvej ha Bro-Finn. Fromet e oamp gant kalz lec’hioù hor boa bizitet hag an dud hor boa kejet ganto, en o zouez ar Samied.” Kenlabouret en deus Disney gant dileuridi ar Samied da sevel ar film, az ebarzhio elfennoù eus kultur o fobl.

Prezidantoù Breujoù ar Samied, a-gevret gant Kuzul ar Samied, o deus lavaret : “Fier-kenañ ha trugarekaus omp hor beus tro da genlabourat gant Disney Animation. Laouen-tre omp e c’hello hor bugale sellout ouzh ar film Frozen 2 en o yezh c’henidik. Ur blijadur eo rannañ ar c’heloù-se e-pad Bloavezh Etrebroadel ar Yezhoù Genidik ar Broioù Unanet.” N’eo ket ar wech kentañ e ra Disney kement-se. E 2016 e oa bet troet Moana (galleg Vaiana) e maorieg, tahitianeg ha hawaieg.

E Breizh n’hor beus ket peadra da gaout mezh, ha Dizale da dreiñ tresadennoù-bev a-leizh d’ar brezhoneg. Kement-se ne ra ket kalz yezhoù en arvar gant muioc’h a arc’hant ha galloud. Ha ma n’eo ket bet troet d’ar brezhoneg (pe d’ar c’hembraeg) filmoù Disney awenet gant hor sevenadur evel Marzhin (Merlin l’Enchanteur) pe Ar Gaoter Zu (The Black Cauldron), dav e vo deomp teurel evezh war filmoù a zeu ar studio mil-vrudet.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Édimbourg, Écosse.