Deuet eo ar c’heloù hiziv : degemeret e vo ar vag Aquarius e-barzh ur porzh e Malta. War-vourzh ez eus 141 repuad, saveteet a-vaez da Libia digwener. Kaoz a oa abaoe un nebeud devezhioù a zegemer ar vag-mañ en ur porzh european, met dav eo lâret ne oa ket hir al lostennad a vroioù prest d’en ober. Italia he doa nac’het diouzhtu. Malta he doa lâret nann da gentañ. Ha Bro-C’hall a chome mut…
Ur wech c’hoazh eo Korsika he deus kinniget d’ar vag aozañ un degemer en ur porzh korsat. Feal e chom an dilennidi gorsat d’o ger ha d’o c’hoant reiñ sikour d’ar repuidi. Ur porzh all e Frañs en doa kinniget degemer ar repuidi : Sète, nepell eus Montpellier. Met evel ar wech diwezhañ ne c’hallont ket aozañ un degemer hep aotre ar Stad. Kement-mañ peogwir eo ur varregezh meret ganti.
Chom a ra gouarnamant Bro-C’hall etre daou : an dever da sikour an dud ha diskouez int strizh war an enbroañ. Embannet en deus Emmanuel Macron eo diwar un intrudu gall ha maltaek e vo degemeret ar repuidi e Malta. Un tamm goap eo embann gant lorc’h an dra-mañ goude bezañ embannet un nebeud devezhioù ’zo e oa kengret gant Bro-Spagn peogwir e rankent pennañ ouzh ur vagad all a repuidi… Ha n’eo ket bet klevet ministr gall ebet, ar pezh a ziskouez n’emaint ket o bleud.
Pemp bro a zegemero ar repuidi, 60 a vo e Bro-C’hall. Pell emeur diouzh ar wagenn vras a repuidi prest da aloubiñ Europa ha Frañs, e-giz ma c’haller klevet, e genoù Gérard Collomb paneveken. Politikel-kenañ eo an afer. Buhez ar repuidi a dremen goude ar meno foran er broioù european, ne fell ket da Vacron fuloriñ an dud a c’hallfe votiñ evitañ, dreist-holl gant an dilennadegoù european a zeu. En em gavout a ra diaes memestra, burutellat a ra diviz Italia met ne zigor ket ar porzhioù gall kennebeut.
Anat eo e vank ur respont el live european.