Al lezenn gentañ da wareziñ yezhoù Aostralia

Kartenn yezhoù an Aborijened e Aostralia.

Diriaou 12 a viz Here e oa merket istor Aostralia gant ul lezenn ha na oa ket bet gwelet he far en a-raok e bro ar gangouroued. Votañ a reas Breujoù Kembre Nevez an Dehoù (KND, New South Wales), unan eus a c’hwec’h Stad ar vro, ul lezenn nevez-flamm az anavez pouez yezhoù an Aborijened er sevenadur, hag a glask o diwall diouzh an diskar. Tost marvet e vez kalz anezho abalamour da bolitikerezhioù kriz Aostralia en enep dezho e-pad an dekbloavezhioù paseet.

Derc’hel a reas izili ar pobloù broel lidoù hengounel e-tal ar Breujoù da veuliñ diviz ar c’houarnamant. Betek bremañ ne oa ket anavezet yezhoù ar vro gant Stad ebet eno, na gant ar c’houarnamant kevreadel e Kanberra. En ur gaozeal diàr-benn danvez an destenn e lavaras Sarah Mitchell, Maodiernez an Aferioù Aborijenel e KND : “Bez eo ar rann gentañ diàr-benn pegen pouezus eo yezhoù an Aborijened e KND, ha lavarout a ra e chom merañ ar yezhoù e daouarn ar pobloù Aborijened […]. Sellout a ra an eil rann ouzh diazez un Ofis eus ag ar yezhoù aborijenek da vleinañ ar c’houarnamant àr an hent gwellañ a-benn adsevel ha magañ ar yezhoù-se. Ebarzhiañ a ra an trede rann sevel steuñvoù ha strategiezhoù da skoazell ar c’houarnamant dre an doare gwellañ da vont àr-raok gant ar c’hevredigezhioù aborijenel da zihunañ o yezhoù a-hed KND a-bezh.” Kaozeet e vez tro-dro da 35 yezh gant 1800 den er Stad. Hiviziken e vo a-bouez sell ouzh ar pezh a vo graet, ha m’o dezo ar c’hevredigezhioù o-unan galloud a-benn kas o yezhoù àr-raok.

“Ne c’hellen ket kompren perak n’hor lezed ket da gaozeal hor yezh-ni. Neuze n’em eus ger ebet da ziskrivañ dont amañ hiziv en ur c’houzout e vo votet ul lezenn da reiñ an aotre deomp,” eme Uncle Widdy, ezel ur boblañs vroel.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Édimbourg, Écosse.