Tag archives / Tag dielloù

Skol-veur hañv Kemper : ur sevenadur lec’hel a zedenn keodedourien ar bed

Kemper

Deskiñ brezhoneg dre ar saozneg Eus Kalifornia, Polonia, Kembre ha Kerne-veur e oant deuet, gant ur c’hoant hepken : deskiñ diazezoù yezh keltiek an douar bras, ar brezhoneg. Ha m’int dipitet eo abalamour eo bet re verr, siwazh, an div sizhunvezh kentelioù (etre an 13 hag ar 24 a viz Even), …

Lenn / Lire

Ar studierien war ar Studioù Keltiek e spi gwelout muioc’h a Vretoned

Implij ar friadur e rannyezhoù ar brezhoneg, ar mor e barzhoniezh iwerzhonek a-vremañ, roudoù an impalaeriezh roman e mitologiezh kembreat ar Grennamzer pe sokioyezhoniezh inizi Bro-Skos – kement a zanvez disheñvel az a da sevel ar Studioù Keltiek, krouet tost tri c’hant bloaz ’zo. Hiziv ez eo bev-buhezek an dachenn, …

Lenn / Lire

Savidigezh un unvaniezh kelt ?

Brexit, Brexit c’hoazh, Brexit adarre. Disoc’hoù anezhañ n’int ket degouezhet c’hoazh ma vrall diazezoù ar Rouantelezh-Unanet. E Bro-Skos ez eus bremañ muioc’h a dud a-du gant an dizalc’hiezh hervez ar sontadegoù, e Norzh-Iwerzhon hag er Republik e sav mouezhioù dilennidi oc’h embann o soñj adunvaniñ ar vro, hag e Kembre …

Lenn / Lire

Ar Rouantelezh-Unanet war-nes tarzhañ ?

Piv a vefe gouest da ziouganañ penaos e vo dazont ar Rouantelezh-Unanet ? Diaes eo lâret. Abaoe tri bloaz e chom el lagenn da-heul votadeg ar Brexit. N’eo ket bet biskoazh ken disrannet ar poblañsoù eno. Donedigezh Boris Johnson e penn ar gouarnamant a zo ur sin ouzhpenn e ya …

Lenn / Lire

Misneachd. O raktres radikal evit ar gouezeleg

Hervez Akt ar Gouezeleg (Gaelic Scotland Act, 2005) eo ret da c’houarnamant Bro-Skos kas da benn ur “steuñv yezhel” bep pemp bloaz da skoazell diorren ar gouezeleg. Embannet eo bet an trede steuñv en Ebrel 2018 ha n’eo ket degemeret evel ma soñje Bòrd na Gàidhlig (Ofis ar Gouezeleg). O …

Lenn / Lire

Politikerezhioù yezh Breizh ha Kembre keñveriet en Oriant

Carwyn Jones, Ministr Kentañ Kembre. En Oriant e oa bet dalc’het un eskemm etre Carwyn Jones, pennministr Kembre, ha dileuridi eus Breizh, d’al Lun 6 a viz Eost. Komzet e oa bet eus ar Brexit evel-just, ankeniet ma’z eo Carwyn Jones gant tasmant un “hard Brexit” a lakfe armerzh Kembre …

Lenn / Lire

Monumant ar vezh e Kembre ?

Reuz ha trouz a zo e Kembre er mare-mañ, a-enep d’ar gouarnamant abalamour m’o deus lañset ur raktres iskis a-walc’h : sevel ur monumant evit dougen bri da Edward 1añ, ar roue saoz en doa aloubet ar vro e dibenn an XIIIvet kantvet. Fellout a ra dezho e vefe savet …

Lenn / Lire

Un anv nevez evit Parlamant Kembre

Chañsoù ’zo evit ma vefe cheñchet anv Breujoù Bro-Gembre. Ar Vodadenn Vroadel evit Kembre ez eo betek-henn (The National Assembly for Wales e saozneg). A-drugarez d’an 2017 Wales Act he deus ar Vodadenn ar galloud da cheñch hec’h anv hec’h-unan. Ha n’int ket seizhdaleet evit hen ober. Ur vouezhiadeg zo …

Lenn / Lire

Brexit : ezhomm eus asant Holyrood evit ar mellad 50 ?

Hir eo an hent evit mont kuit eus Unvaniezh Europa. Ha meur a skoilh a gavo gouarnamant Theresa May a-raok tizhout an disrann. Tabut a zo da-geñver ar mellad 50, an hini a ro tro d’ur vro kuitaat UE, daoust hag-eñ e ranko votiñ kannaded Westminster, pa ouzer ez int …

Lenn / Lire

Diwar-benn ar Brexit…

  D’ar 23 a viz Mezheven 2016, 51,9 % eus an dud e Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzh Iwerzhon ma c’helle hag a fellas dezhe a votas evit kuitaat Unvaniezh Europa, da lâret eo, en tu all d’ur milion muioc’h a dud evit a re a felle dezhe chom. Peurliesañ, avat, ne …

Lenn / Lire