Tag archives / Tag dielloù

Savidigezh un unvaniezh kelt ?

Brexit, Brexit c’hoazh, Brexit adarre. Disoc’hoù anezhañ n’int ket degouezhet c’hoazh ma vrall diazezoù ar Rouantelezh-Unanet. E Bro-Skos ez eus bremañ muioc’h a dud a-du gant an dizalc’hiezh hervez ar sontadegoù, e Norzh-Iwerzhon hag er Republik e sav mouezhioù dilennidi oc’h embann o soñj adunvaniñ ar vro, hag e Kembre …

Lenn / Lire

Misneachd. O raktres radikal evit ar gouezeleg

Hervez Akt ar Gouezeleg (Gaelic Scotland Act, 2005) eo ret da c’houarnamant Bro-Skos kas da benn ur “steuñv yezhel” bep pemp bloaz da skoazell diorren ar gouezeleg. Embannet eo bet an trede steuñv en Ebrel 2018 ha n’eo ket degemeret evel ma soñje Bòrd na Gàidhlig (Ofis ar Gouezeleg). O …

Lenn / Lire

Kerzhout evit dieubidigezh Bro-Skos

“Gàidheil airson neo-eisimileachd” – “Gouezeled evit an dieubidigezh” ; “Bu chòir” – “Reizh eo” Goude bezañ kerzhet e Glasc’ho (60 000 den), Dùn Phrìs (10 000) hag Inbhir Nis (etre 10 000 ha 14 000), aozañ a reas ar strollad All Under One Banner (AUOB, “an holl dindan ur banniel”) ur gerzhadeg veur e …

Lenn / Lire

Ar gouezeleg ha Mirdi Broadel Bro-Skos

Disadorn 24 a viz Mezheven en em gavas tro-dro da 70 den er-maez eus a Virdi Broadel Bro-Skos e Dinedin da brotestañ a-enep da bolitikerezh yezh an ensavadur. Digoret e oa diskouezadeg nevez ar mirdi, Bonnie Prince Charlie and the Jacobites (Bonnie Prince Charlie hag ar Jakobited), d’an 23, ha …

Lenn / Lire

Trubuilhoù SNP goude ar Brexit

Goude sizhunioù o kaozeal diwar-benn un eil referendom evit dieubidigezh Bro-Skos he deus cheñchet Nicola Sturgeon, Maodiernez Kentañ Bro-Skos ha penn SNP, he meno. Prest eo da dostaat ouzh strolladoù all da sevel raktres Brexit gant un disparti flour (“soft exit”) a lakfe Bro-Skos da chom er marc’had europeat boutin. …

Lenn / Lire

Ian Hamilton : istor ur gour-haroz a Skos

Er mare-mañ e vez kaoz kalzik eus un eil referendom diwar-benn an dizalc’hiezh. An SNP dre vouezh Nicola Sturgeon a embanno sañset e-barzh o manifesto pegoulz e c’hallfe bezañ aozet, marteze e 2021. Dont a rafe kalz buanoc’h evit ar pezh a oa bet disklêriet bloaz ’zo pa oa bet …

Lenn / Lire