Disul e oa bodet e Karaez war-dro 400 den da skoazellañ ar gwenanourezed hag ar wenanourien a zo o stourm evit ma vo doujet ouzh an endro gant al labourerezh-douar ha paouezet gantañ da implij al louzoù chimik a vez lazhet ar gwenan gante. Nil Caouissin, mouezh broadel an UDB, ...
LirePolitikerezhioù yezh Breizh ha Kembre keñveriet en Oriant
Carwyn Jones, Ministr Kentañ Kembre. En Oriant e oa bet dalc’het un eskemm etre Carwyn Jones, pennministr Kembre, ha dileuridi eus Breizh, d’al Lun 6 a viz Eost. Komzet e oa bet eus ar Brexit evel-just, ankeniet ma’z eo Carwyn Jones gant tasmant un “hard Brexit” a lakfe armerzh Kembre ...
LireUne manifestation pour la réunification, le 29 septembre à Nantes
Le collectif 44=Breizh, qui avait organisé différentes mobilisations pour la réunification pendant la réforme territoriale, lance une nouvelle manifestation à la rentrée. Une énième manifestation pour la réunification ? Pas vraiment. La mobilisation organisée par le collectif 44=Breizh se veut comme un point de départ « pour ouvrir un nouveau cycle de ...
LireLa Passem, redek evit an okitaneg
Miz Mae tremenet a oa miz ar redadegoù. Hini Breizh evel-just met ivez e Bearn. Etre ar 25 hag ar 27 e oa bet redet 400 km war hentoù an departamant-mañ, evit an okitaneg. Ar wech kentañ e oa dezho aozañ seurt darvoud. Ha berzh o deus graet war a ...
LireN’eo ket echu stourm ar wenanerien
Adalek al Lun 4 a viz Even e vo gwenanerien o kampiñ dirak prefeti-rannvro Breizh, e Roazhon. O fal eo kenderc’hel da stourm evit ma vo anavezet plegenn spontus an desevel gwenan e Breizh, pa vefe bet kollet ur ruskennad diwar teir hervezo (20 000 diwar 60 000). War a ...
LireKelennerezh divyezhek publik. Ur staj evit mont war-raok
E-pad daou zevezh e oa en em gavet e Brasparzh un 60 bennak a gelennerien kentañ derez hag eil derez publik. Aozet e oa gant ar sindikad FSU ha kemer a rae perzh kevredigezh kerent an hentenn bublik Div Yezh ivez. Tem ar staj a oa : “Ar brezhoneg, bremañ… ...
LireEmbannet eo klip ofisiel ar Redadeg 2018
Ha dic’hortoz eo ! Bep eil bloaz e vez sevenet ur c’hlip ofisiel gant ar ganaouenn bet choazet gant an dud. Betek an trec’h eo titl ar ganaouenn gant Penn Salsardin, teir mouezh, teir flac’h : Marine Lavigne, Sterenn Gwilhou hag Aude Moalig. Eus Douarnenez int e-giz ma c’haller divinout ...
LirePegsuniañ evit an adunvaniñ
Sed aze an difi zo bet boulc’het gant ar c’henstroll 44=BZH : ur gumun, ur pegsun ! E deroù miz Kerzu 2017 e oa bet aozet un devezh preder e Sant-Ervlan diwar-benn stourm an adunvaniñ, penaos kas pelloc’h meno an adunvaniñ e Breizh a-bezh, peseurt palioù etre da dizhout ha ...
LireAlies e vez ar skolveuridi e penn ar stourmoù. Hag e Breizh ?
Graet em boa ma mad eus manifestadeg Diwan an deiz all e Kemper evit mont d’ober un tamm tro e stal Coop Breizh. E-touez meur a levr all am boa prenet « Yezh ha Bro », un dastumad pennadoù preder hag istor bet skrivet gant Pêr Denez adalek treuzoù ar bloavezhioù 50 ...
LireDilennadegoù kannad 2017. Gwenvael Jéquel, war ar renk e eizvhet pastell-vro Il-ha-Gwilen (Roazhon)
Emañ Gwenvael Jequel war ar renk gant Valérie Coussinet e Roazhon. Pa ’z eo bet kinniget da (g)Wenvael skrivañ ur pennadig evit en em c’hinnig en deus lavaret da (b)Pobl vreizh e vije skrivet e brezhoneg e hini. Kudenn ebet evit hor c’helaouenn evel just… Gwenvael Jéquel on, 39 bloaz, ...
Lire