Accueil / Degemer / Lec'h / Breizh / « Diskoulm ebet » evit Diwan

« Diskoulm ebet » evit Diwan

« N’eus diskoulm ebet c’hoazh ». Setu ar pezh he deus lavaret prezidantez Diwan e-kerzh ar vanifestadeg dirak prefeti Naoned, d’ar Sadorn 2 a viz Gwengolo. Lakaet eo bet diaes rouedad Diwan gant diviz trumm ar gouarnamant chom a-sav gant ar « c’hevratoù skoazellet », a vez implijet stank er c’hevredigezhioù hag er strollegezhioù. Abalamour d’an enkadenn-se e oa bodet tro-dro 1200 den dirak prefeti Kemper hiziv, ha tro-dro 300 dirak hini Naoned.

O paouez eskemm gant François De Rugy, Naonedad ha prezidant Breujoù broadel Bro-C’hall, e oa prezidantez Diwan p’he doa kemeret ar gaoz dirak prefeti Naoned. Prometet en deus François De Rugy skrivañ d’ar prefed, hag embann n’emañ ket a-du gant choazoù ar gouarnamant e-keñver ar c’hevratoù skoazellet. Komzoù brav, met ne weler ket evit c’hoazh penaos e c’hallfe cheñch penn d’ar vazh. Meur a skol a c’hallfe chom serret en distro-skol. A-verr dermen emañ en arvar rouedad Diwan da vont war-gil, daoust d’an niver brasoc’h-brasañ a dud a vefe laouen oc’h enskrivañ o bugale en ur skol vrezhonek.

Gant ar mod da arc’hantaouiñ Diwan emañ an dalc’h. An holl a oar n’eo ket un diskoulm war hir dermen ober un implij stank eus ar c’hevratoù skoazellet. Met penaos ober o c’houzout e chom Diwan ur rouedad skolioù digoust ? Forzh peseurt diskoulm a vefe kavet evit saveteiñ ar skolioù a-verr dermen, ret mat e vo komz adarre eus ur statud publik. Dont da vezañ ur rann eus an Deskadurezh Stad a vefe dañjerus moarvat. Met perak ne vefe ket klasket mont gant un hent nevez, o krouiñ ur statud publik rannvroel evit an deskadurezh vrezhonek dre soubidigezh, a vefe meret dre un emglev etre rannvro Breizh ha kevredigezh tud ar vugale ?

Da c’hortoz avat eo dav kenderc’hel gant ar stourm evit ma ne vo serret skol ebet, hag evit ma c’hallo an holl, implijidi ha bugale, labourat en ur mod dereat.

> Nil CAOUISSIN

Nil CAOUISSIN

Mouezh-aotreet Unvaniezh Demokratel Breizh eo Nil Caouissin.

1881874b8718863d7fd25aa8e5965d3aTTTTTTTTTTTTTTTTTTT