Accueil / Degemer / Lec'h / Etrebroadel / Diwar-benn ar Brexit…

Diwar-benn ar Brexit…

exit from the eurozone concept

 

D’ar 23 a viz Mezheven 2016, 51,9 % eus an dud e Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzh Iwerzhon ma c’helle hag a fellas dezhe a votas evit kuitaat Unvaniezh Europa, da lâret eo, en tu all d’ur milion muioc’h a dud evit a re a felle dezhe chom.

Peurliesañ, avat, ne vez ket laosket d’an dud reiñ o soñj ha cheñch penn d’ar vazh nemet pa gav d’ar bolitikourion gante ar galloud e teuy ar maout gante. A-wezhioù zoken ne deu ket mat ar c’hlaoustre, evel pa oa bet diskaret Bonreizh Europa, lesanvet Feur-emglev Roma II, dre boblvouezhiadeg er Frañs e 2005. Setu perak en deus kredet Pedro Sánchez, sekretour-meur ha danvez-prezidant Strollad « Sokialour Micherour » Spagn (P‘SO’E), disklêriañ ken sklaer all goude disoc’h ar Brexit : « Setu ar pezh a c’hoarvez pa vez goulennet o ali digant ar geodedourion. »

Diskoulmoù a vez kavet atav evit mont e-biou da seurt disoc’hoù feukus, da skouer lakaat ar Vonreizh da lezenn dindan un anv all, hini Feur-emglev Lisbon, gant Kuzul Europa nebeutoc’h evit daou vloaz war-lerc’h daoust ma oa bet votet a-enep dezhi er Frañs hag en Izelvroioù. Gwall diaezet eo din krediñ neuze ne vo ket kavet an tu da dizhout un emglev evit ma chomo pep tra dres evel ma oa a-raok ar Brexit, gant ar Rouantelezh-Unanet er-maez war baper met e-barzh dre gustum : n’aio ket da vruzunadur ken buan ha ken aezet all unan eus ensavadurioù nevez-frankizour ha kevalaour pennañ ar bed.


Ganet ha maget on bet e-kreizig-kreiz Bro-Saoz ha ganin c’hoazh un tremen-hent gant ardamezioù alaouret « he Meurdez » war e c’holo, kentoc’h dre diegi evit dre lorc’h. Met pell ’zo n’on ket o chom em bro c’henidik ha neuze n’hallan ket skrivañ diwar-benn disoc’hoù ar Brexit « evel Saoz ». Met, evel un den o vevañ en ur vro all dindan beli Unvaniezh Europa em eus graet ma soñj diwar he fenn, ha votiñ em bije graet evit mont kuit hep mar bet.

Meur a abeg ’zo evit an neb a difenn mennozhioù kleizour pe araokaour kaout c’hoant diskar UE, un ensavadur gantañ un divigad demokratel meur n’hall ket bezañ adreizhet peogwir emañ diazezet war piler ideologel an nevez-frankizegezh, da lâret eo ar gevalaouriezh, kadarnaet gant feurioù-emglev Roma I ha II, Maastricht pe Amsterdam, o wareziñ pennaenn ar marc’hadoù frank (frankiz loc’hañ ar c’hevalaoù, ar marc’hadourezhioù hag an dud evit gwerzhañ o nerzh-labour), ganti da bal leuniañ godelloù ar memes re gant gounidoù brasoc’h-brasañ, rak en Europa keit ha m’emañ darn vrasañ ar pobloù o c’houzañv enkadenn ar reizhiad hag a dalvez da vihanaat ar goproù ha lemel dioute ar gwirioù bet gounezet a-drugarez da stourmoù kalet gant al labourerion/ezed, un nebeud re a deu da vezañ pinvidikoc’h-pinvidikañ atav. Ha keit all e ya kuit muioc’h-mui a dud stummet eus broioù an trowardroioù da glask o zamm bara er broioù kreñv ar c’hreiz, da skouer 68 Galizad/ez bemdez e 2015, en holl 24935 den, abalamour d’ar feur dilabour uhel-kenañ, dreist-holl e-touez ar re yaouank.

Talvezout a ra ivez UE da lakez impalaerouriezh ar Stadoù-Unanet. Gwir eo, estreget Yougoslavia ha Norzh Iwerzhon (ha n’eo ket fall dija), n’eus bet brezel ebet war douaroù Europa abaoe m’eo ket krouet an Unvaniezh. Met feulster he deus degaset dre ar bed memestra, gant stadoù-ezel UE o kemer perzh e meur a dabut armet dre ar bed, peurliesañ dindan gwarez Aozadur Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh (OTAN), eus Afghanistan, Iraq, Siria pe Republik Kreizafrikan m’eo bet gwallet maouezed ar vro gant bagadoù an arme c’hall. Ha fellout a ra da dud ’zo sevel un arme europat unvan evit ma vefe efedusoc’h c’hoazh… Tamm-ha-tamm, avat, emañ ar feulster-se o tistreiñ da Europa dindan stumm ar sponterezh. An hini a had ar c’herc’h a debr anezhe war-lerc’h !

Ha koulskoude, ur wezh gouvezet an disoc’h, n’he deus ket paouezet fabrik ar mediaoù da glask lakaat da grediñ e oa ar Brexit un afer politikel etre tud kilstourmer a felle dezhe mont kuit diouzh un tu, ha tud araokaour a felle dezhe chom diouzh an tu all, en o zouez politikourion ken araokaour all hag an ez-Kentañ Ministr ha bleiniad ar strollad Mirour kiriek d’ar referendom, David Cameron… Met n’eo ket ken splann an didroc’h e gwirionez, rak keit ha m’eo gwir e oa bet strolladoù poblelour eus an tu-dehoù evel UKIP (dezhañ ur sturier nevez, Faisal Umar Khan e anv, mab tud deuet eus Pakistan…) e penn ar c’houlzad evit mont kuit, o lañsañ luganoù estrengas dreist-holl e-keñver ar repuidi, en o zouez e kaved ivez Boris Johnson, ez-Maer Londrez, ezel eus an hevelep strollad Mirour ha Cameron, o sevel a-du gant chom, avat.

Met, gouez d’ar mediaoù, n’eo ket an holl dud o doa savet a-du gant mont kuit genaoueion c’houennelour, rak kalz a strolladoù hag aozadurioù araokaour bihan pe vihanoc’h eus an tu-kleiz o doa soutenet mont kuit eus EU, meur a hini a-stroll er c’hengevreadur Leave Left : Respect, SWP, Solidarity (Bro-Skos), Yr Aflonyddwch Mawr (Kembre), Socialist Party, CPBML, CPGB(M-L), Counterfire, RCPB(M-L) pe NCP. N’eo ket ken splann all neuze lakaat kevatal bezañ a-enep UE ha bezañ eus an tu-dehoù pe estregas.

Gwir eo ec’h eo aet war gresk e Bro-Saoz an niver a darvoudoù estrengar ha gouennelour skignet gant ar mediaoù diouzhtu war-lerc’h disoc’h ar boblvouezhiadeg. N’eo ket netra nevez, neoazh, na pell ac’halese, gant tro-dro da 106000 felladenn ouennelour bep bloaz etre 2012-2015 e Bro-Saoz ha Kembre hervez statistikoù Ministrerezh an Diabarzh. Ha koulskoude ne glever ket komz alies diwar kement-mañ er mediaoù. Abaoe degadoù a vloavezhioù emañ ar ouennelouriezh o tont da vezañ kreñvoc’h-kreñvañ er Rouantelezh-Unanet: e 1976 e oa 14000 den ezel eus ar National Front, aet gantañ 20 % eus ar mouezhioù e Leicester da-geñver an dilennadegoù lec’hel; nevesoc’h, e 2008, e oa bet tapet ar c’hannad kentañ e Westminster gant ar British National Party hag en hevelep bloavezh daou gannad all e Parlamant Europa; etre 2009 ha 2016 an English Defence League, enep-islamour ha estrengar, en doa kaset da benn ur c’hantad a vanifestadegoù brasoc’h-brasañ atav e kêrioù pennañ ar vro. Kase mut e oa manet ar mediaoù betek-hen ha ne veze ket gwelet kement a dud o sevel o mouezh dre straedoù ar vro ha da c’houde ar Brexit.

An FN er Frañs, Jobbik en Hungaria, Gwir Finiz e Finland, Strollad ar Bobl e Danmark, FPÖ e Aostria, Strollad ar Frankiz en Izelvroioù, ar Strollad Broadel ha Kotleba e Slovakia, Tarzh-an-deiz Alaouret e Gres, AfD, NPD en Alamagn pe Pegida dre Europa a-bezh… Petra he deus graet UE ’ta evit herzel lanv du an tu-dehoù pellañ emañ war-nes beuziñ Europa, en ur c’hoût ez eus meur a gannad/ez eus strolladoù a seurt-se er Parlamant? Netra, pe tra efedus ebet d’an nebeutañ. N’he deus UE aon ebet rak barr reverzhi an tu-dehoù pellañ, ken ma chomas holl stadoù Europa hep votiñ nag a-du nag a-enep da Diviz ABU e 2014 o stourm a-enep d’an nevez-naziegezh.

Hag evit echuiñ, zoken pa vezer a-du gant UE, an neb a stourm evit dieubidigezh ar pobloù a rank anzav en deus ar Brexit degaset efedoù mat o kreñvaat an tennder politikel etre Bro-Saoz diouzh un tu ha Skos ha Norzh Iwerzhon diouzh an tu all, ha talvezout a raio da arguzenn ouzhpenn dezhe evit bezañ dizalc’h ha distag diouzh ar Rouantelezh-Unanet, o wanaat war un dro pouez ar stad nevez-trevadennel hag impalaer-se, hag evit unvaniñ a-benn ar fin Iwerzhon, distag ha dieub.

> Neal Baxter

Neal Baxter
Ezel eus an BNG eman Neal. Komz a ra meur a yezhoù.

Un commentaire / Un evezhiadenn