Tag archives / Tag dielloù

Metanaat, yec’hed mat! [4/4]

Ar staliadurioù metanaat a lonk ur meskaj distaoladennoù gant orinoù liesseurt, dañjerus a-wechoù. An darn vrasañ eus ar metanerezioù o dez un aotre kuit dezho yec’hedusaat al lastez.

Lenn / Lire

E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz

Pet a dud a varv abalamour d’an amoniak e Breizh ? Diwar al labour-douar e sav ar gaz-mañ evit 95 % anezhañ. Ha hemañ orin eus ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù. Poent bras eo plediñ gant se evit yec’hed …

Lenn / Lire

Kastell-Briant – Roazhon : keloù frealzus ha keloù dipitus

Kenderc’hel a ra an abadenn tro-dro d’al linenn Roazhon – Kastell-Briant. N’eus ket pell zo e embanne ar gevredigezh difenn al linenn e c’hallfe al labourioù bezañ nullet hag al linenn chom serret etre Retiers ha Kastell-Briant, abalamour ma ne zalc’hfe ket ar Stad gant he fromesa e-keñver an arc’hantaouiñ. …

Lenn / Lire

28 a viz Meurzh 1942 : oberiadenn Chariot

An HMS Campbeltown sanket e-barzh ar c’hae. D’ar 26 a viz Meurzh 1942, en Aberfal (Falmouth) e zizeorias ar c’h-Campbeltown, ul lestr distrujer kozh eus Breizh-Veur, hag a-gevret gantañ 16 bag vihan o kas soudarded “commando”, ur vag-kanolierezh hag ur vag-tarzher. Pal ar skouadrenn-se, anvet oberiadenn Chariot, a oa distrujañ …

Lenn / Lire