« A-raok e oa dreist, eoged a oa, dluzhed, sili… Hiziv n’eus ket ken. »
Lenn / LireMetan: bec’h d’an atant. Un enklask nevez gant Splann!
Muioc’h-muiañ a vetanerezioù ‘zo evit produiñ energiezh. Gwallzarvoudoù a c’hoarvez alies, riskloù 'zo evit an endro. Ha ne vez ket gouiet pep tra da geñver an dalc’hoù yec’hedel.
Lenn / LireE Landunvez emañ ar c’hraou-moc’h divent o tostaat eus un aotre douetus
Atant bras-divent Philippe Bizien, a-dreñv emañ kumun Landunvez, tost-tre. © Greenpeace – 2018 Un teuliad ken kizidik hag arouezius a zistro war burev prefed Penn-ar-Bed. Philippe Mahé a c’houlenno ali kuzul departamant an endro (Coderst) war doser SARL Avel Vor, e Landunvez. Unan eus brasañ krevier-moc’h Frañs, prezidant Komite rannvroel …
Lenn / LireE Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz
Pet a dud a varv abalamour d’an amoniak e Breizh ? Diwar al labour-douar e sav ar gaz-mañ evit 95 % anezhañ. Ha hemañ orin eus ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù. Poent bras eo plediñ gant se evit yec’hed …
Lenn / LireStrishoc’h e vo ar c’hastizoù a-enep d’an embregerezhioù na embannont ket o c’hontoù
Ur vezh e oa gwelet embregerezhioù evel Lactalis pe Bigard kuzhat o c’hontoù p’int rediet d’o embann bep bloaz. Nac’hañ a raent hep tamm mezh ebet, o c’houzout ervat e oant e-maez al lezenn. Dav eo lâret ne oa ket gwall goustus trubardiñ al lezenn. Gant gouarnamant Hollande e oa …
Lenn / Lire