Sav-poent

“Frankiz, kevatalded, krizder”

D’an aotrou prefed ar Morbihan : skarzhet ho peus ur familh get pevar bugel ag he ranndi, e penn-kentañ miz Genver. E-kreiz ar gouiañv, ’mod-se, er-maez. Lojeriz ebet evite. Er-maez, er straed, edan ar pevar avel hag ar yenijenn. En o mesk, ur paotr a bemp bloaz. E miz Genver e …

Lenn / Lire

François Hollande, ludresadenn ar politikour

Bamus eo. Goude bezañ freuzet e strollad hag an tu-kleiz dre vras, goude bezañ digoret frank hent ar galloud da Emmanuel Macron, setu François Hollande o klask enebiñ outañ. N’eus ket gortozet pell an hini bet Prezidant ar Republik a-raok tamall d’an hini nevez kas ur politikerezh evit ar re …

Lenn / Lire

FN, n’em bo ket !

[Savboent ar skriver an hini eo] Tri devezh a chom c’hoazh a-raok gwelet penn an hini a vo prezidant-ez Frañs ouzh ar skramm. Anat eo ne blijo ket deomp kement-se, ni emrenerien, ekologourien, digreizennourien, sokialourien, an hini a yelo ar maout gantañ pe ganti. Anzav a ran em boa soñjet …

Lenn / Lire

Burkini !

« Daoust ha m’eo ar vrennidenn un ijinadenn diboell, difenn ar maouezed d’he gwiskañ a vefe ur voustrerezh ouzhpenn evite ». Germaine Greer, Ar vaouez spazhet (1970) Evit kompren mat an traoù, ha dreist-holl an darvoudoù kevredigezhel, e ranker lakaat anezhe e bep o c’henarroud. En hañv tremenet-mañ e oa ma tarzhas …

Lenn / Lire

Diwar-benn ar Brexit…

  D’ar 23 a viz Mezheven 2016, 51,9 % eus an dud e Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzh Iwerzhon ma c’helle hag a fellas dezhe a votas evit kuitaat Unvaniezh Europa, da lâret eo, en tu all d’ur milion muioc’h a dud evit a re a felle dezhe chom. Peurliesañ, avat, ne …

Lenn / Lire

Pobl Vreizh enlinenn : poent ar bilañsoù

Bloaz ʼzo dija e oa bet savet stumm enlinenn hor cʼhelaouenn Pobl Vreizh. Evel er stumm paper e vez kavet pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Nʼeo ket ken frammet avat hag ar stumm paper, da lavaret eo nʼeus reolenn ebet da geñver plas ar pennadoù e brezhoneg. Divyezhek eo …

Lenn / Lire