Politikerezh

Diazezer Nouvelle Donne skarzhet eus e strollad !

Dec’h e oa bet embannet ur gemennadenn war Twitter gant ar strollad Nouvelle Donne o tisklêriañ e oa bet skarzhet an armerzhour Pierre Larrouturou. E 2013 e oa bet savet ar strollad gantañ. Hervez burev ar strollad ne glot ket ken emezeladur Pierre Larrouturou gant talvoudegezhioù ha buhezegezh ar strollad. …

Lenn / Lire

An FN o vont war-raok evit gwir ?

Daou sifr nemetken met diskouez a reont ur bern traoù: e 2012 evit an dilennadegoù prezidant 6 421 426 a vouezhioù evit Marine Le Pen, ar pezh a rae 13,94% eus an dud enskrivet war al listennoù; e 2015 evit an dilennadegoù rannvroel 6 018 775 a vouezhioù evit an …

Lenn / Lire

Brezel ar sifroù e-barzh an FN

Marine Le Pen na baouez ket da embann par ma c’hall ez eo he strollad hini kentañ Frañs ! Peurliesañ ne ‘z a ket pelloc’h, daoust hag-eñ ez eo a-fed stourmerien pe a-fed mouezhioù, kement a draoù a zo da gemer e kont ez eo dibosupl embann un dra e-giz …

Lenn / Lire