Chañsoù ’zo evit ma vefe cheñchet anv Breujoù Bro-Gembre. Ar Vodadenn Vroadel evit Kembre ez eo betek-henn (The National Assembly for Wales e saozneg). A-drugarez d’an 2017 Wales Act he deus ar Vodadenn ar galloud da cheñch hec’h anv hec’h-unan. Ha n’int ket seizhdaleet evit hen ober. Ur vouezhiadeg zo …
Lenn / LireEmglevioù Pariz : Nicaragua n’en doa ket sinet
Taol-kurun dec’h da noz p’en doa disklêriet Donald Trump e tennfe ar Stadoù-Unanet diouzh Emglevioù Pariz, emglevioù evit gwareziñ an endro ha mirout ouzh ar cheñchamant hin. Un taol fall, digomprenabl, heugus ha feukus eo. Evit ar wech kentañ en istor e oa bet sinet un emglev gant 195 broad …
Lenn / LireFañch, Fanch, François,…
Reuz a zo war ar genrouedad tro-dro d’an afer Fañch. Ur familh eus Rosporden n’he deus ket gellet envel o mab nevez-c’hanet diriaou Fañch abalamour d’an ñ na vez ket degemeret gant marilh ar boblañs peogwir n’eo ket ul lizherenn c’hallek… Biskoazh kemend-all ! E 2017 e vez nac’het anvioù …
Lenn / LireDañset ez eus bet e Plistin evit an traezh mor
D’ar Sadorn 15 a viz Ebrel e oa bet aozet ur fest-noz e Plistin a-enep d’ar raktres tennañ traezh e bae Lannuon. Evit an aozerien e vefe dañjerus-kenañ skarzhañ traezh ar bae : diaesoc’h e vefe d’ar spesadoù pesked bihan dozviñ, hag alese e vefe disteraet an holl spesadoù pesked ha …
Lenn / LireNorzh-Iwerzhon : ne ’z a ket war-raok…
James Brokenshire oc’h embann soñj ar gouarnamant. Tamm emglev ebet etre Sinn Féin ha DUP ! Sañset ez a war-raok tamm-ha-tamm met skoilhoù re vras a zo etre an daou strollad evit kavout un emglev. Disadorn e oa an termen d’ar marc’hata etre an daou strollad. Pep hini a glemm …
Lenn / LireEuskareg : e karg ar gumuniezh nevez !
E Bro-Euskadi an Norzh ez eus un tolpad kerioù nevez a vod an holl gêrioù abaoe un nebeud sizhunioù. Warc’hoazh e vo dalc’het an eil kuzul. Meur a graf a zo war ar stern. En o zouez e vo votet war politikerezh yezh an euskareg hag ar sevenadur euskarat. Un …
Lenn / LireBreizh 5/5. Tud Klegereg mennet gant ur rannvro unvanet
D’ar 24 a viz Du e oa bodet un toulladig tud e Klegereg, tro-dro d’ar maer, Marc Ropers, ha d’ar c’huzulier-departamant, Kristian Derrien, ha gant tud ar gevredigezh Breizh 5/5 evit lidañ pozadur o fanelloù nevez dindan reoù mont-tre kêr. Adal bremañ e vo saludet an dremenidi gant ar pempad …
Lenn / LireKengred gant HDP e Roazhon
En tu all da 1000 den zo en em gavet e Roazhon d’ar Sadorn 5 a viz Du evit embann o c’hengred gant Strollad demokratel ar pobloù (HDP). E Turkia eo bet toullbac’het pennoù bras ar strollad kleiz ha digreizennour diwar urzhioù ar prezidant Erdogan. Ur bazenn ouzhpenn war-zu an …
Lenn / LireHarz-debriñ e skol-veur Pasquale Paoli e Corte !
Reuz a zo e skol-veur Korsika ! Dibaoe disadorn paseet ez eus pemp stourmer o plediñ gant un harz-debriñ evit diskouez o c’hengred gant an tri stourmer all a zo bet lakaet en toull-bac’h, Nicolas Battini, Ghisé-Maria Verdi ha Stéphane Tomasini. Kondaonet int bet a 8 vloaz, 6 vloaz ha 5 …
Lenn / LireBurkini !
« Daoust ha m’eo ar vrennidenn un ijinadenn diboell, difenn ar maouezed d’he gwiskañ a vefe ur voustrerezh ouzhpenn evite ». Germaine Greer, Ar vaouez spazhet (1970) Evit kompren mat an traoù, ha dreist-holl an darvoudoù kevredigezhel, e ranker lakaat anezhe e bep o c’henarroud. En hañv tremenet-mañ e oa ma tarzhas …
Lenn / Lire
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !