War harzoù Makedonia pa oa o filmañ “Open the border”, e kreiz emañ Mikael Baudu. Evit niverenn Pobl Vreizh an hañv e oa bet aterset ar sevener Mikael Baudu. Embann a reomp ul lodenn amañ, war al lec’hienn internet, dreist-holl diwar-benn e deulfilmoù (Kurdistan paneveken). Al lodenn all diwar-benn an …
Lenn / LireDilemel morailh Bercy
Kevredigezhioù ezel eus ar gensavenn Paradozioù kemedel ha barnerezhel1 a oa bet selaouet d’ar 6 a viz Meurzh 2018 er Vodadenn vroadel. En o zouez e oa Anticor, an CCFD-Terre Solidaire, Oxfam France, Sherpa ha Transparency International France. Pouezet o doa evit ma vefe dilamet da vat “morailh Bercy”, hag …
Lenn / LireBec’h da François Gabart, deuet eo gantañ !
Aet e oa kuit en ur mod didrouz d’ar 4 a viz Du. Un trec’her an hini eo a zo bet distroet da Vrest diouzh beure d’ar Sul 17 a viz Kerzu… 42 zevezh hepken evit ober tro ar bed gant ur vag ! Gounezet gant François Gabart ur rekord …
Lenn / LireUn anv nevez evit ar rannvro PACA…
Biskoazh kemend-all, divlasoc’h-divlasañ eo anvioù ar rannvroioù. D’ar Gwener 15 a viz Kerzu e oa bet votet e Marsilha da vare un emvod kuzul-rannvro un anv nevez gant ar guzulierien : Région Sud Province-Alpes-Côte d’Azur. Diwar atiz prezidant ar rannvro, Renaud Muselier (LR), e oa bet graet ar votadeg. Goude …
Lenn / LireKorsika, Breizh, emrenerezh
“Même si elles n’ont pas de prétentions à l’autonomie, les autres régions françaises suivront avec attention l’évolution des discussions” (1) eme Thierry Richard, ur c’hazetenner eus Ouest-France en e bennad diwar-benn Korsika hag an danvez-emrenerezh. Emañ ar gwir gantañ ? Hor c’hazetenner ne oar ket pe ne fell ket dezhañ lavaret-se …
Lenn / LireKorsika : peseurt respont a-berzh Pariz ?
Aet eo ar maout gant ar vroadelourien eus Pè a Corsica e tro gentañ dilennadegoù tiriad Korsika gant 45,36 % eus ar mouezhioù. Ne oa ket an holl vroadelourien dindan ar memes banniel dre ma oa ivez ul listenn all, Cora in Fronte, dizalc’hourien all war ul linenn-stur taeroc’h eget Pè …
Lenn / LireHiziv emañ devezh broadel Bro-Skos
N’eo ket ken anavezet hag ar Saint Patrick’s Day, sur eo ha n’eo ket marteze. Ha devezh Sant Erwan d’an 19 a viz Mae evit Breizh ivez marteze. Met chom a ra un devezh a-bouez evit ar Skosiz hag an holl diskennidi eus Skosiz aet kuit en XIXvet kantved er …
Lenn / LireDeuet eo er-maez « Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù »
Anavezet eo Mark Kerrain. Kelenner, skrivagner hag embanner, Mark zo marteze unan eus ar re a skriv ar muiañ e Breizh. 5 bloaz ’zo e oa deuet er-maez levr kentañ Harry Potter e brezhoneg troet diwar ar saozneg gantañ. An Amzer embanner en deus dibabet embann an eil levr : Harry …
Lenn / LireDilennadegoù nevez e Republik Iwerzhon ?
Leo Varadkar (Fine Gael) ha Micheál Martin (Fianna Fail). Kaoz a vez ingal er mare-mañ eus saviad Norzh-Iwerzhon gant afer ar Brexit. Ouzhpenn da se n’eus gouarnamant ebet dibaoe un nebeud mizioù hag ez eo gouarnamant Londrez a ginnigo ur budjed evit ar bloavezh 2018, da lavaret eo e kemer en-dro …
Lenn / LireUr c’henstroll kengred gant Katalonia krouet e Roazhon
En em gavet e oa tud e Roazhon d’ar Sadorn 11 a viz Du evit embann o c’hengred gant Katalaniz o stourm evit o gwir d’en emdermeniñ, hag evit goulenn groñs ma vo dieubet ar brizonidi bolitikel. Krouet ez eus bet ur c’henstroll e Breizh evit respont d’ar c’homzoù direizh …
Lenn / Lire