Ar pennad emaoc’h o vont da lenn amañ dindan a zo bet embannet e 2004 e-barzh stumm paper kazetenn Pobl Vreizh. Kement ha diskouez d’an dud n’eo ket nevez ar pezh a c’hoarvez er mare-mañ, paneve kenfinañ ar bed a-bezh pe dost. Pell ’zo e oa bet soñjet e chome diefed …
Lenn / LireKawan. Ur forom evit an ekologiezh en tiez-kêr
Kas an ekologiezh war-raok e programmoù an dud war ar renk e kumunioù kreiz Treger, setu pal ur skipailh Kawaniz a zo o prientiñ un “Forom evit an ekologiezh en tiez-kêr”. Dalc’het e vo d’an 22 a viz C’hwevrer, etre 2e ha 6e goude merenn, e Ti ar vro Treger-Goueloù …
Lenn / Lire“Frankiz, kevatalded, krizder”
D’an aotrou prefed ar Morbihan : skarzhet ho peus ur familh get pevar bugel ag he ranndi, e penn-kentañ miz Genver. E-kreiz ar gouiañv, ’mod-se, er-maez. Lojeriz ebet evite. Er-maez, er straed, edan ar pevar avel hag ar yenijenn. En o mesk, ur paotr a bemp bloaz. E miz Genver e …
Lenn / LirePell-pell, ar pellañ ma c’heller mont war-zu an Hanternoz…
Ne servij da netra kontañ brud ha klod studio Walt Disney Animation d’al lennerien. Anavezet eo bet ganeomp abaoe ma oamp bet ganet, hag abaoe ma oa bet ganet hon tud-kozh. Hiziv eo Disney unan eus kompagnunezhioù brasañ, pinvidikañ ha galloudusañ ar bed. Met war a seblant ez eo ivez …
Lenn / Lire42vet Gouel Filmoù Douarnenez
Warlene e oa bet un toull e-barzh ar c’hef. A-drugarez d’ar 600 den bennak o deus digoret o yalc’h, eo bet adlañset ar festival da vat. Aljerianezed. Aljerianed. Setu tem ar festival ar bloaz-mañ. Un tem bet choazet mat pa weler ar manifestadegoù bras aozet bep Meurzh gant ar studierien …
Lenn / LireAstropolis, 25vet bloaz !
Dirak kastell Brest. Abaoe 25 bloaz e vez savet Astropolis e Brest e deroù miz Gouere. Da geñver « Nevez Amzer ar Sonerien », e miz Ebrel, e klever son ar bagadoù e pep lec’h e kreiz-kêr. Pep muzik d’e dro, e miz Gouere, elektro eus ar gwellañ an hini eo a …
Lenn / LireUn uzin saout e Kommanna ?
Ul labourer-douar en deus savet ur raktres evit kreskiñ niver e chatal eus 150 buoc’h da 400. Chom a rafe ar saout e-barzh savadurioù. Metanaet e vefe an hañvouez ha strewet ar restachoù war ar parkeier. Enklask foran ebet. Un diskleriadur hepken. Setu pezh a lavar al lezenn. Spontet eo …
Lenn / LireNorvegia o tont war he giz diwar-benn an tireoul ?
Sed aze ur c’heloù n’eus ket bet klevet kalz dioutañ ar sizhun-mañ. Ha padal e c’hallfe degas ur cheñchamant bras e greanterezh an tireoul. Fellout a ra da c’houarnamant Norvegia en em dennañ tamm-ha-tamm eus greanterezh an tireoul, o postañ nebeutoc’h-nebeutañ a arc’hant e-barzh. Norvegia eo ar produer hidrokarbidennoù (tireoul, …
Lenn / LireLid-digeriñ an diskouezadeg Zoom Japan
Sterenn ha Jean, deiz al lid-digeriñ. E-pad an hañv e oa bet kaoz eus raktres Sterenn an Nedeleg ha Jean Corbel anvet “Zoom Japon Bretagne”. Anv hon doa graet dioutañ e-barzh niverenn miz Even 2018. Sterenn, studierez e master 2 war ar c’hêraozouriezh ha Jean, videour ha luc’hskeudenner, o doa …
Lenn / LireFrançois Hollande, ludresadenn ar politikour
Bamus eo. Goude bezañ freuzet e strollad hag an tu-kleiz dre vras, goude bezañ digoret frank hent ar galloud da Emmanuel Macron, setu François Hollande o klask enebiñ outañ. N’eus ket gortozet pell an hini bet Prezidant ar Republik a-raok tamall d’an hini nevez kas ur politikerezh evit ar re …
Lenn / Lire