E Bro-Sued, al liseadez Greta Thunberg he deus lañset un harz-labour rak tommadur an hin. E Beljia (foto) emañ liseidi o heul al luskad-mañ bep sizhun en ur vanifestiñ evit an hin. E Bro-C’hall emañ tud yaouank oc’h en em aozañ ivez dre luskad Youth For Climate. Hag e Breizh ? …
Lenn / LireTyrol a lavar “nann” d’ar C’hoarioù Olimpek
En Aostria ez eus bet ur referendom ivez, disul e oa d’ar memes mare hag an dilennadegoù. Met ne oa nemet ar rannvro Tyrol he doa votet. Petra a oa kaoz ? Goulenn digant ar boblañs hag-eñ e felle dezho degemer C’hoarioù Olimpek ar Goañv 2026 e Innsbruck. Hag aet …
Lenn / LireEmglevioù Pariz : Nicaragua n’en doa ket sinet
Taol-kurun dec’h da noz p’en doa disklêriet Donald Trump e tennfe ar Stadoù-Unanet diouzh Emglevioù Pariz, emglevioù evit gwareziñ an endro ha mirout ouzh ar cheñchamant hin. Un taol fall, digomprenabl, heugus ha feukus eo. Evit ar wech kentañ en istor e oa bet sinet un emglev gant 195 broad …
Lenn / LireDañset ez eus bet e Plistin evit an traezh mor
D’ar Sadorn 15 a viz Ebrel e oa bet aozet ur fest-noz e Plistin a-enep d’ar raktres tennañ traezh e bae Lannuon. Evit an aozerien e vefe dañjerus-kenañ skarzhañ traezh ar bae : diaesoc’h e vefe d’ar spesadoù pesked bihan dozviñ, hag alese e vefe disteraet an holl spesadoù pesked ha …
Lenn / Lire6vet deiz-ha-bloaz Fukushima
Evit c’hwec’hvet deiz-ha-bloaz gwallzarvoud Fukushima e oa pennoù enep-nukleel bro Saint-Maloù / ar renk oc’h ingalañ paperennoù evit reiñ da soñj ur wech c’hoazh er pezh a oa c’hoarvezet e Bro-Japan. Diwar ur c’hren-douar e oa bet ur pezh mell reverzhi o veuziñ ar greizenn nukeel. Teuzet eo kalonenn ar …
Lenn / Lire30 vloaz goude Tchernobil
Ouzhpenn ur million a dud marvet er bed goude Tchernobil (etre 1986 ha 2004 hervez akademiezh ar skiantoù e New York) ha kendercʼhel a ra an nukleel da cʼhoari an Ankou. Perak bezañ gortozet Fukushima evit lavaret e cʼhelle ur vro all bezañ taget gant ar gwallreuz nukleel ? Perak gortoz …
Lenn / LireManifestadeg skoazell « Breizh Tobacco » e Kercʼhfaou : dibenn ur stourm pe deroù unan nevez ?
Ne oa ket gwall niverus an dud o kemer perzh er vidadeg skoazell dirak labouradeg ar Seita e Kercʼhfaou, dʼar mercʼher 7 a viz Here. Ur cʼhant bennak marteze. Ret eo gouzout e oa dalcʼhet an darvoud e kreiz an devezh, ʼpezh ne sikour ket evit bodañ kalz a dud, …
Lenn / LireGreenpeace a ziskuli degouezh ur vatimant leun a lastez skinoberiek e Cherbourg
Dec’h en em vode e Cherbourg stourmerien “Greenpeace” ha “sortir du nucléaire”. Dilestrañ a rae an Oceanic Pintail, war e vourzh lastez nukleel eus Bro-Saoz, er porzh evit war-lerc’h treuziñ Normandi dre Rouen. Un pemzek stourmer bennak a oa strobet evit diskuliañ ar charreadegoù-se, dañjerus-kenañ evit ar boblañs. Hervez Greenpeace …
Lenn / LireEchu eo gant an OGM e Bro Skos !
Bro Skos he deus divizet berzañ gounidigezh an OGK (organegoù genoù kemmet) war he ziriad. Gallet o deus kemer an diviz-mañ a-drugarez d’an Devolution hag a ro tro dezhe d’ober war-dro al labour-douar. E miz Ebrel diwezhañ e oa bet embannet gant Unvaniezh Europa ur sturiad hag a vo lakaet e …
Lenn / Lire
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !