Reuz a zo war ar genrouedad tro-dro d’an afer Fañch. Ur familh eus Rosporden n’he deus ket gellet envel o mab nevez-c’hanet diriaou Fañch abalamour d’an ñ na vez ket degemeret gant marilh ar boblañs peogwir n’eo ket ul lizherenn c’hallek… Biskoazh kemend-all ! E 2017 e vez nac’het anvioù ...
LireFN, n’em bo ket !
[Savboent ar skriver an hini eo] Tri devezh a chom c’hoazh a-raok gwelet penn an hini a vo prezidant-ez Frañs ouzh ar skramm. Anat eo ne blijo ket deomp kement-se, ni emrenerien, ekologourien, digreizennourien, sokialourien, an hini a yelo ar maout gantañ pe ganti. Anzav a ran em boa soñjet ...
LireNorzh-Iwerzhon : dindan veli Londrez en-dro ?
Michelle O’Neill ha Gerry Adams, pennoù Sinn Féin goude an dilennadegoù. D’ar Yaou 2 a viz Meurzh e oa bet aozet dilennadegoù nevez evit parlamant Stormont, dek miz goude ar re ziwezhañ. Un nebeud sizhunioù a-raok en doa roet e zilez Martin McGuinness, Ministr Kentañ evit ar republikaned, abalamour d’an ...
LireKalon : War-raok Gwengamp d’an harperien !
Sed aze ur raktres nevez ha dibar gant klub mell-droad Gwengamp : digeriñ ar berc’henniezh d’an harperien o krouiñ ur c’hlub socios digor d’an holl evit prenañ lodennoù eus kevala ar c’hlub ha levezoniñ an divizoù. Ar wech kentañ e Frañs e vez graet an dra-se e-barzh ur c’hlub mell-droad a-vicher. ...
LireEuskareg : e karg ar gumuniezh nevez !
E Bro-Euskadi an Norzh ez eus un tolpad kerioù nevez a vod an holl gêrioù abaoe un nebeud sizhunioù. Warc’hoazh e vo dalc’het an eil kuzul. Meur a graf a zo war ar stern. En o zouez e vo votet war politikerezh yezh an euskareg hag ar sevenadur euskarat. Un ...
LireBrexit : ret e vo goulenn asant parlamant Westminster !
N’eus fin ebet da zrama ar Brexit. Diaes eo evit Theresa May hag he gouarnamant, n’o deus ket a steuñv resis goude ar Brexit. Prometet he deus e vefe ur Brexit kalet (hard Brexit). Met a-raok en em gavout aze e ranko goulenn asant parlamant Westminster evit deraouiñ ar mellad ...
LireMartin McGuinness en deus roet e zilez !
Taol-kurun e Norzh-Iwerzhon ! Martin McGuinness, unan eus an daou vinistr kentañ, en doa roet e zilez dec’h. Un enkadenn bolitikel nevez zo warnes kregiñ. Luziet a-walc’h eo ar sistem politikel e Norzh-Iwerzhon dibaoe Emglev Gwener ar Groaz. Dre ret ez eus daou vinistr kentañ, unan evit ar republikaned, unan ...
LireMennad ABU a-enep da drevadenniñ Palestina : kounnaret Netanyahou !
Un diviz istorel e c’hallfe bezañ hini Aozadur ar Broadoù Unanet. Ur mennad a zo bet votet evit kondaoniñ trevadenniñ Israel e Palestina. Pevarzek ezel eus ar bodad o deus votet a-du gant ar mennad 2334, hag ar Stadoù-Unanet zo chomet hep votiñ, hep lakaat o veto evit ar wech ...
LireNozvezh gala e Plabenneg evit C’hwi a gano !
Tapis ruz, poltrederien, saeoù brav ha gwiskamantoù cheuc’h, heñvel a-walc’h ouzh festival Cannes e oa deuet da vezañ Sal Tangi Malmanche e Plabenneg digwener dremenet. The place to be e oa zoken ! Skignet e oa bet evit ar wech kentañ er bed ar stirad hirc’hortozet C’hwi a gano ! ...
LireBrexit : ezhomm eus asant Holyrood evit ar mellad 50 ?
Hir eo an hent evit mont kuit eus Unvaniezh Europa. Ha meur a skoilh a gavo gouarnamant Theresa May a-raok tizhout an disrann. Tabut a zo da-geñver ar mellad 50, an hini a ro tro d’ur vro kuitaat UE, daoust hag-eñ e ranko votiñ kannaded Westminster, pa ouzer ez int ...
Lire