“Scotland’s land must be an asset that benefits the many, not the few” eme Nicola Sturgeon. He strollad zo o paouez embann ur raktres adreizh evit an douar hag a zo termenet evel «radikal». Un hanter eus ar vro a zo perc’hennet gant 432 familh. Poent eo cheñch penn …
Lenn / LireReuz etre gouarnamant Dunedin hag hini Londrez war an energiezhioù nevezadus.
Memes ma rank gouarnamant Westminster diwall eus e bolitikerezh diwar-benn Bro-Skos goude an dilennadegoù diwezhañ, kudennoù a sav er mare-mañ diwar-benn raktresoù energiezhioù nevezadus e norzh Skos, broudet gant gouarnamant Holyrood. Gouarnamant Cameron a glask laou evit chom a-sav gant ar raktresoù. Maodiern an Energiezh e Skos, Fergus Ewing, …
Lenn / LireLuksembourg: referendomoù e-leizh !
Estreget e Breizh e oa votadegoù d’ar 7 a viz Even, al Luksembourgiz a vote evit tri referendom ofisiel war un dro. Lâret eo bet «ket» d’an tri-se, hag uhel ar feur evit pep hini ouzhpenn. Digeriñ ar vot d’an estrañjourien, aotreañ ar vot adalek c’hwezek vloaz ha bevenniñ …
Lenn / LireBrexit: ur referendom hep Europiz
D’ar Yaou 28 a viz Mae e oa bet embannet ez-ofisiel e vo eus ar referendom er Rouantelezh-Unanet evit divizout hag-eñ e yelo kuit ar vro eus Unvaniezh Europa. David Cameron en doa lâret piv en do ar gwir da votiñ. A-raok fin 2017 d’an diwezhatañ e vo aozet …
Lenn / LireUr c’houlzad nevez a-enep blokus Gaza
Ar Marianne e Brest. Derc’hent dec’h e oa bet degemeret ar vag Marianne e porzh Brest. Ur vag hag a yelo betek Palestina evit terriñ ar blokus aozet gant Israel. E-giz e 2011 e vez aozet ar bloaz-mañ ur c’houlzad all a-enep ar blokus. Teir bag eus ar mare-se ha …
Lenn / LireEured evit an holl: Iwerzhon a lâr Ya !
D’ar Gwener 22 a viz Mae o doa votet Iwerzhoniz da geñver ur referendom evit lâret hag-eñ e oant a-du pe get evit digeriñ an eured d’an heñvelreizhidi. Ouzhpenn 62% eus ar boblañs he doa votet «Yes». Ur souezhadenn evit ur vro ken katolik. Dont a ra Iwerzhon da …
Lenn / LireIsrael – Palestina, krogad ar peoc’h ?
Benjamin Netanyahu a vefe prest da leuskel skipailh mell-droad e vro da c’hoari a-enep ur skipailh eus Palestina hervez Sepp Blatter, prezidant ar FIFA. Ur c’hrogad evit ar peoc’h. Prezidant ar FIFA a oa deuet dimeurzh paseet en Israel evit kaozeal eus diorren ar vell-droad e Palestina. Netanyahu en …
Lenn / LireTake us with you Scotland.
Disoc’h an dilennadegoù diwezhañ e Bro-Saoz n’en deus ket graet plijadur d’an holl. Miliadoù a dud e norzh Bro-Saoz o doa implijet an hashtag «take us with you Scotland» evit embann o c’herse o welet e oa aet ar maout gant ar virourien. Hag ar vroadelourien skosat d’o degemer evel-just. …
Lenn / LireFin al Labour e Bro-Skos ?
Al Labour zo en arvar e Bro-Skos… evel ar pandaed ! Dʼar 7 a viz Mae e vo votet er Rouantelezh-Unanet evit ar General Election evit Parlamant Westminster. Un darvoud istorel e vo rak evit ar wech kentañ ne cʼhallo ket nag al Labour nag ar Virourien ren o-unan. Perak …
Lenn / Lire