Etrebroadel

Reuz-spontus e Norzh-Iwerzhon

Ar Maodiern Kentañ Peter Robinson, unanour, en deus roet e zilez. Abaoe m’eo bet sinet Emglevioù ar Peoc’h e 1998 ne oa ket bet kement a reuz er vro. Ar Maodiern Kentañ, Peter Robinson, unanour, en deus roet e zilez abalamour d’ur muntr a vije bet graet gant an IRA. …

Lenn / Lire

Strolladoù dizalc’hour muianiverek en Inizi Feroe

Parlamant Inizi Feroe e Tórshavn D’ar 1añ a viz Gwengolo e oa aet ar maout gant ar strolladoù dizalc’hour en dilennadegoù kannad en Inizi Feroe. Naontek sez o deus tapet diwar dri ha tregont er Parlamant lec’hel. Ur cheñchamant gouarnamant a vo, kollet eo bet gant ar virourien. Met n’emañ …

Lenn / Lire

Ur referendom evit ur banniel

Poazh eo ar Zelandiz-Nevez gant o banniel re heñvel ouzh hini Aostralia, re a dud a fazi etre an daou. Setu perak e oa bet lañset bloaz ‘zo un doare kenstrivadeg gant Maodiern Kentañ ar vro, John Key. Hag ar genstrivadeg-se he deus graet berzh, ouzhpenn 10 000 kinnig o …

Lenn / Lire

Echu eo gant an OGM e Bro Skos !

Bro Skos he deus divizet berzañ gounidigezh an OGK (organegoù genoù kemmet) war he ziriad. Gallet o deus kemer an diviz-mañ a-drugarez d’an Devolution hag a ro tro dezhe d’ober war-dro al labour-douar. E miz Ebrel diwezhañ e oa bet embannet gant Unvaniezh Europa ur sturiad hag a vo lakaet e …

Lenn / Lire

Komiserdioù Kernev-Veur divyezhek !

Ur banell divyezhek e komiserdi Truro. Divizet ez eus bet divyezhekat an holl banelloù er c’homiserdioù diwar skouer komiserdi Truro e kêrbenn ar vro hag a zo divyezhek dija. Cheñchet e vo an holl banelloù tamm-ha-tamm, pa vo ezhomm da adneveziñ anezhe. Ur vouezh-aotreet eus ar polis e Devon ha …

Lenn / Lire

Un eil referendom dre ret hervez Alex Salmond

  Hervez Alex Salmond, Maodiern Kentañ kozh Bro Skos e vo eus un eil referendom dre ret diwar-benn an dizalc’hiezh. N’eo nemet un afer a amzer ha pep tra zo e daouarn Nicola Sturgeon hervezañ. Perak e soñj dezhañ e vo eus ar referendom-se ? Tri abeg a zo. Da …

Lenn / Lire

Pep Guardiola war ar renk evit an dizalc’hiezh

  Brudet-kenañ eo ar gourdoner-mañ e bed ar vell-droad. Bet eo bet gourdoner skipailh Barcelona hag abaoe daou vloaz e c’hourdon skipailh Bayern München. Ur paotr lorc’h ennañ eus e wriziennoù hag a-viskoazh en doa embannet e c’hoant da welet Katalonia dizalc’h. A-benn ar 27 a viz Gwengolo e vo …

Lenn / Lire

Kernev-Veur: ur vroad dic’halloud

  Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet zo o paouez embann ne vo ket digreizennet da vat Bro-Saoz. Ne vo ket roet muioc’h a c’halloudoù d’ar c’hêrioù ha d’ar c’hontelezhioù. Mebyon Kernow, ar strollad emrenour, a zo dipitet bras gant ar c’heloù-mañ. Hervez Mebyon Kernow ne vez ket kemeret e kont c’hoantoù hag …

Lenn / Lire

Betek pelec’h e c’haller mont e anv an hengoun ?

  Sed aze ur goulenn diaes da respont. En Inizi Feroe e vez ijinet lezennoù nevez evit mirout ouzh stourmerien Sea Shepherd ober o reuz er vro. An hini ziwezhañ: ret e vo d’an douristed kelaouiñ ar pennadurezhioù adal ma vo gwelet morviled gante, dindan boan a dell-gastiz. Bep hañv …

Lenn / Lire