Hiziv eo degouezhet Donald Trump e Skos, e Turnberry e kontelezh Ayrshire e-lec’h m’en deus ur golf ha savadurioù evit ar binvidien. Er c’houlz mat eo erruet da-geñver ar Brexit peogwir en deus embannet diouzhtu e levenez o welet Breizhveuriz oc’h adtapout kontrol o bro. En em gavet ez eus …
Lenn / LireBrexit : Johnson a glev e begement gant Sturgeon !
A-benn an 23 a viz Even e vo dalc’het ar referendom er Rouantelezh-Unanet diwar-benn e blas e-barzh Unvaniezh Europa. Hervez ar sontadegoù diwezhañ ez afe an tu-gounit gant ar re a-du evit kuitaat UE. Dec’h e oa bet aozet un tabut er skinwel etre Nicola Sturgeon, ministrez kentañ Skos ha …
Lenn / LireKembre : trec’h pe goll gant ar Plaid ?
E Bro-Gembre nʼeo ket heñvel ar cʼhabalerezh evit an dilennadegoù eget du-mañ. Skritell ebet war ar mogerioù, panell bastrouilhet hag advastrouilhet ebet, enskrivadur sovaj ebet. Ar merkoù nemetken a ziskouez ez omp e fin ur maread dilennadegoù a zo panelloù bihan a-du gant ur strollad, pe unan all, plantet gant …
Lenn / LireUKIP e Skos : brezel diabarzh ?
David Coburn ha Nigel Farage. Strollad Nigel Farage n’eo ket gwall yac’h en tu all da voger Hadrian, e-lec’h m’emañ ar vroadelourien en o c’hreñvañ hag ar bobl gant ur santimant europat solut a-walc’h. Ar strollad a-enep Europa ne ra ket berzh. War washaat ez afe an traoù ? E …
Lenn / LireAr sevenourez Tamara Erde e Sant-Brieg evit komz eus he film diwar-benn ar brezel Israel-Palestina
Alies mat e vez aozet darvoudoù gant ar gevredigezh France-Palestine-Solidarité e Sant-Brieg. Dec’h da noz e oa bet skignet e sinema Club6 ar film «This is my land», sevenet gant Tamara Erde, ur vaouez eus Israel. Er film-se he doa bet c’hoant diskouez penaos e vez kelennet an istor e-barzh …
Lenn / LirePanama Papers : pa denne Sarkozy Panama diouzh listenn zu ar paradozioù kemedel
Nicolas Sarkozy ha Ricardo Martinelli, prezidant Panama, e 2012. Danvez afer ar c’hantved a zo en afer-mañ. N’eo nemet ar penn-kentañ ha n’eo ket aes intent an holl draoù a zo e jeu a-dreñv ken teñval eo bed ar paradozioù kemedel. Graet e vez Panama Papers eus an diskuliadenn gant mediaoù dre …
Lenn / LireLogo Yes Scotland adtapet gant un emsav dizalc’hour kalifornian
Lañs a zo gant ur c’houlzad e Kalifornia evit kaout an dizalc’hiezh. Stourmerien an emsav keodedel-mañ a zo bet levezonet a-galz gant ar c’houlzad e Skos, eme an aozerien. Betek adtapout al logo en ur eilpennañ al livioù. Diskleriañ a reont ez eus 40% eus ar Galifornianed a-du gant an …
Lenn / LireYes Cymru, krog ivez stourm an dizalcʼhidigezh e Bro-Gembre ?
Disadorn paseet (dʼan 20/02) e oa bet lañset en un doare ofisiel dirak ur cʼhant bennak a dud ul luskad nevez a-benn bountañ mennozh dizalcʼhidigezh Bro-Gembre. Nʼeo stag Yes Cymru ouzh strollad politikel ebet, e bal kentañ eo krouiñ ul luskad pobl. Klask a reont un nerzh a vefe bountet …
Lenn / LireUr raktres evit gwareziñ an anvioù-lec’h kembraek
Anvet eo Gwarchod, gwareziñ e kembraeg. Pal ar raktres-mañ: dastum an holl anvioù-lec’h e kembraeg a zo er vro: parkeier, stêrioù, lennoù, stankoù, rivinoù, mougevioù hag all. Kement-mañ evit sevel ur gartenn niverel glok eus ar vro e kembraeg evit ar rummadoù a zeu. Skignet e vo an anvioù-se enlinenn …
Lenn / LireUn emsavadeg studierien oc’h en em ledañ en India
Dec’h e oa en em vodet miliadoù a studierien hag a gelennerien e kreiz-kêr New Delhi, ar gêrbenn, gant bannieloù indian ha panelloù skrivet warne «N’eo ket peogwir n’emaomp ket a-du ez omp enepbrogar». E-barzh un dek kêr bennak all e oa bet studierien o vanifestiñ gant ar memes luganoù …
Lenn / Lire