Hir eo an hent evit mont kuit eus Unvaniezh Europa. Ha meur a skoilh a gavo gouarnamant Theresa May a-raok tizhout an disrann. Tabut a zo da-geñver ar mellad 50, an hini a ro tro d’ur vro kuitaat UE, daoust hag-eñ e ranko votiñ kannaded Westminster, pa ouzer ez int …
Lenn / LireUr vanifestadeg e Kernev-Veur a-enep d’an adreizh tiriadel
Estreget e Frañs e vez klasket lakaat e pleustr tiriadoù melestradurel nevez hep goulenn ali ar boblañs. Kaoz a zo er mare-mañ e Bro-Saoz a zigreskiñ an niver a gannaded evit espern arc’hant. Ur raktres lezenn gant ar gouarnamant Tory ha na c’houlenn ket petra a soñj an dud. Evit …
Lenn / LireBro-Skos o vont da c’hlas a-benn 2030
Kastell Stirling dirak gant rodoù-avel en dremmwel. Ar sizhun dremenet ez eus deuet un danevell er-maez a-zivout implij an energiezh nevezadus e Bro-Skos, hag hi savet gant kevredigezhioù endroel skosat diouzh ur studiadenn gant Ricardo Energy and Environment, anvet The Energy of Scotland: Heating, moving and powering our lives from …
Lenn / LireStudierien Afrika ar Su a c’houl kevatalder ar chañsoù
#FeesMustFall : sed aze an hashtag a vez implijet gant ar studierien dibaoe penn-kentañ an enkadenn. Echu gant an Apartheid abaoe bloavezhioù met chom a ra dizingalderioù e-leizh e bro Nelson Mandela. En o zouez priz ar studioù. Dav eo kaout soñj en doa prometet ANC e 1994 pa oant …
Lenn / LireTrubuilhoù SNP goude ar Brexit
Goude sizhunioù o kaozeal diwar-benn un eil referendom evit dieubidigezh Bro-Skos he deus cheñchet Nicola Sturgeon, Maodiernez Kentañ Bro-Skos ha penn SNP, he meno. Prest eo da dostaat ouzh strolladoù all da sevel raktres Brexit gant un disparti flour (“soft exit”) a lakfe Bro-Skos da chom er marc’had europeat boutin. …
Lenn / LireKengred Celtic – Palestina !
Dec’h da noz e oa bet dalc’het ur c’hrogad mell-droad e Glasgow, e Celtic Park etre skipailh ar re gwer ha gwenn hag Hapoel Beer-Sheva. Ur flac’had o deus paket an Israeliz, 5-2 e krogad kentañ an dispartiañ evit kemer perzh er Champions League. Met reuz a zo bet e-kerzh …
Lenn / LireJO Rio 2016 : ur skipailh repuidi evit ar wech kentañ !
Disadorn vintin, abred-tre, o deus bet tro ar re galonekañ chomet da sellet ouzh lid-digeriñ ar C’hoarioù Olimpek da welet ur skipailh dic’hortoz just a-raok hini Brazil, hag a gloze dibunadeg ar broadoù. Ur skipailh repuidi an hini e oa. Dek atletour o tont eus Siria, Etiopia, Soudan ar C’hreisteiz …
Lenn / LireIwerzhon unvanet : a-benn pegoulz ?
A-vec’h embannet disoc’h ar referendom diwar-benn ar Brexit en doa diskleriet Sinn Féin e rankfe bezañ aozet an abretañ ar gwellañ ur referendom all diwar-benn unvaniezh Iwerzhon. Birvilh a zo war an Enezenn C’hlas dibaoe. Kaoz a zo e pep lec’h eus an dra-se. War-lerc’h Sinn Féin eo Fianna Fáil, …
Lenn / LireDiwar-benn ar Brexit…
D’ar 23 a viz Mezheven 2016, 51,9 % eus an dud e Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzh Iwerzhon ma c’helle hag a fellas dezhe a votas evit kuitaat Unvaniezh Europa, da lâret eo, en tu all d’ur milion muioc’h a dud evit a re a felle dezhe chom. Peurliesañ, avat, ne …
Lenn / LireBrexit : Hollande ha Rajoy a nac’h komz gant Sturgeon
Gant ar vezh eo ! Prezidant Frañs ha ministr kentañ Bro-Spagn o deus embannet a-unvouezh ne vo ket marc’hataet gant Bro-Skos evit o flas e-barzh Unvaniezh Europa. Dibaoe an disoc’hoù e vez klasket gant gouarnamant Holyrood un diskoulm evit chom e-barzh Unvaniezh Europa, 62% eus Skosiz o doa votet evit …
Lenn / Lire