Derc’hel a rajed e Gaeltacht Ráth Chairn (Kontelezh an Mhí, Iwerzhon) etre ar 16vet hag an 18vet a viz Mezheven eil Féile na Gealaí (“Fest al Loar”), ur gouel sonerezh gouestlet d’an iwerzhoneg. Tud yaouank a bep korn eus a Vro-Iwerzhon, hag ur strollad tud eus a Vro-Skos, en em …
Lenn / LireUn anv nevez evit Parlamant Kembre
Chañsoù ’zo evit ma vefe cheñchet anv Breujoù Bro-Gembre. Ar Vodadenn Vroadel evit Kembre ez eo betek-henn (The National Assembly for Wales e saozneg). A-drugarez d’an 2017 Wales Act he deus ar Vodadenn ar galloud da cheñch hec’h anv hec’h-unan. Ha n’int ket seizhdaleet evit hen ober. Ur vouezhiadeg zo …
Lenn / LireDilennadegoù hollek ar RU : ar Virourien hag SNP en arvar
Derc’hel a rejod dilennadegoù hollek ar Rouantelezh-Unanet d’an 8 a viz Mezheven. Sañset ne vije ket dilennadegoù mod-se a-raok 2020, hogen divizout a reas Theresa May, kentañ ministrez ar RU, aozañ dilennadegoù abretoc’h da greñvaat he reizhegezh da sturiañ ar Vro war hent ar Brexit – pezh n’eo ket aes …
Lenn / LireEmglevioù Pariz : Nicaragua n’en doa ket sinet
Taol-kurun dec’h da noz p’en doa disklêriet Donald Trump e tennfe ar Stadoù-Unanet diouzh Emglevioù Pariz, emglevioù evit gwareziñ an endro ha mirout ouzh ar cheñchamant hin. Un taol fall, digomprenabl, heugus ha feukus eo. Evit ar wech kentañ en istor e oa bet sinet un emglev gant 195 broad …
Lenn / LireE Wairoa (ZN) e lakaer ar maorieg da gentañ
Emañ kuzul lec’hel Wairoa àr hent dont da vezañ an hini kentañ e Zeland-Nevez da vezañ divyezhek da vat, maorieg (te reo māori)/saozneg. D’ar Meurzh 9 a viz Mae e oa bet votet gant ar c’huzul an Te Kaupapa Here mo Te Roe Maori ke Te Kaunihera o Te Wairoa …
Lenn / LireAr banniel kanevedenn e kañv
Marvet eo an arzour amerikan Gilbert Baker, an hini en doa krouet ar banniel kanevedenn, deuet da vezañ arouez an heñvelreizhidi er bed a-bezh. Oadet a 65 bloaz e oa. Da vare devezh ar frankiz heñvelreizh e 1978 en doa bet ar soñj krouiñ ur banniel eizh liv, eñ e-unan …
Lenn / LireAr banniel kanevedenn e kañv
Marvet eo an arzour amerikan Gilbert Baker, an hini en doa krouet ar banniel kanevedenn, deuet da vezañ arouez an heñvelreizhidi er bed a-bezh. Oadet a 65 bloaz e oa. Da vare devezh ar frankiz heñvelreizh e 1978 en doa bet ar soñj krouiñ ur banniel eizh liv, eñ e-unan …
Lenn / LireNorzh-Iwerzhon : ne ’z a ket war-raok…
James Brokenshire oc’h embann soñj ar gouarnamant. Tamm emglev ebet etre Sinn Féin ha DUP ! Sañset ez a war-raok tamm-ha-tamm met skoilhoù re vras a zo etre an daou strollad evit kavout un emglev. Disadorn e oa an termen d’ar marc’hata etre an daou strollad. Pep hini a glemm …
Lenn / LireAr c’hentañ stêr er bed o vont da voud
Ar sizhun dremenet e oa bet votet gant Breujoù Zeland-Nevez ul lezenn a ro gwirioù lezennel d’ar stêr Te Awa Tupua (saoznog Whanganui River), un aven a red e kornôg Enez an Norzh, Te Ika-a-Māui e maorieg. Ar wech kentañ en istor anavezet eo e roer gwirioù denel d’ur stêr, …
Lenn / LireBro-Sami : tabut tro-dro d’ar gwirioù pesketa
Ar Stêr-Teno (norvejog Tana, finnog Tenojoki, samiog Deatnu) a red dre Vro-Sami (samiog Sápmi), eus a Vro-Norvej da gleiz Bro-Finn. A-hed e 330 km e kaver eoged a-leizh, ha bez eo moarvat unan eus stêrioù pinvidikañ ar bed da bakañ ar pesk-se. Bloaz ’zo e teraouas breujoù Bro-Norvej ha Bro-Finn …
Lenn / Lire