Kevredigezhioù ezel eus ar gensavenn Paradozioù kemedel ha barnerezhel1 a oa bet selaouet d’ar 6 a viz Meurzh 2018 er Vodadenn vroadel. En o zouez e oa Anticor, an CCFD-Terre Solidaire, Oxfam France, Sherpa ha Transparency International France. Pouezet o doa evit ma vefe dilamet da vat “morailh Bercy”, hag …
Lenn / LireNe sioula ket ar fulor en Elzas
Gouzout a reer ervat e oa bet un taol fall evit Elzas adreizh an tiriadoù e 2014. Hag un taol mat, ma c’haller lâret, evit ar strolladoù emrenerien eno rak dibaoe eo kresket o nerzh hag o levezon. Met eus an holl gostezioù politikel pe dost e vez kounnaret an …
Lenn / LireUn anv nevez evit ar rannvro PACA…
Biskoazh kemend-all, divlasoc’h-divlasañ eo anvioù ar rannvroioù. D’ar Gwener 15 a viz Kerzu e oa bet votet e Marsilha da vare un emvod kuzul-rannvro un anv nevez gant ar guzulierien : Région Sud Province-Alpes-Côte d’Azur. Diwar atiz prezidant ar rannvro, Renaud Muselier (LR), e oa bet graet ar votadeg. Goude …
Lenn / LireKorsika, Breizh, emrenerezh
“Même si elles n’ont pas de prétentions à l’autonomie, les autres régions françaises suivront avec attention l’évolution des discussions” (1) eme Thierry Richard, ur c’hazetenner eus Ouest-France en e bennad diwar-benn Korsika hag an danvez-emrenerezh. Emañ ar gwir gantañ ? Hor c’hazetenner ne oar ket pe ne fell ket dezhañ lavaret-se …
Lenn / LireKorsika : peseurt respont a-berzh Pariz ?
Aet eo ar maout gant ar vroadelourien eus Pè a Corsica e tro gentañ dilennadegoù tiriad Korsika gant 45,36 % eus ar mouezhioù. Ne oa ket an holl vroadelourien dindan ar memes banniel dre ma oa ivez ul listenn all, Cora in Fronte, dizalc’hourien all war ul linenn-stur taeroc’h eget Pè …
Lenn / LireSevel ur rannvro Elzas en-dro : Macron a-enep
E-touez brasañ glac’haroù adreizh an tiriadoù e 2014 e oa planedenn Elzas : beuzet e-barzh ur rannvro bras-divent, eus harzoù Alamagn da harzoù Pariz, hep identelezh ebet hag un anv divlaz : ar Reter-Bras. Ar pezh a oa bet darbet c’hoarvezout gant Breizh ivez e-barzh ar C’hornôg-Bras. Hep mar e …
Lenn / LireEmbannet eo deiziadoù dilennadegoù Korsika
Gouzout a reer e vo teuzet an daou zepartamant hag ar rannvro e-barzh ur strollegezh lec’hel nevez e Korsika. Met ne ouied ket pegoulz e vije dalc’het an dilennadegoù c’hoazh. Embannet eo bet hiziv : d’an 3 ha d’an 10 a viz Kerzu 2017 e vo. Poent bras e oa neuze …
Lenn / LireLise micherel kentañ en euskareg
Pascal Indo, prezidant Seaska. E Euskal Herria an Hanternoz evel-just. Aet eo kalz pelloc’h an traoù dija el lodenn dindan veli Bro-Spagn. Ul lise hollek, teknologel ha micherel an hini eo, savet e Baiona gant ar gevredigezh Seaska. Ar gevredigezh-mañ a vod an holl skolioù Ikastola er vro. Krouet e …
Lenn / LireCedric Herrou harzet evit ar 7vet gwech…
… ha dieubet goude an dalc’h dindan evezh. Seizh gwech dibaoe ur bloaz hepken. Chomet eo ouzhpenn 30 eurvezh memestra. Al labourer-douar ha stourmer e traoñienn ar Roya zo bet tamallet dezhañ da vezañ taget ha dalc’het un den a laka ar repuidi da dremen. Na souezhus an istor. An …
Lenn / LireDibunadeg ar 14 a viz Gouere
Hiziv e oa bet un nebeud rejimantoù eus arme Bro-C’hall o tibunañ e straedoù Pariz evel bep bloaz. Krouet e oa bet un dibunadeg-mañ e 1880 gant an Trede Republik. D’ar memes mare e voe bet divizet e vefe ur gouel broadel hag ur c’han broadel. Pal an Trede Republik …
Lenn / Lire