Da-geñver 20vet Gouel Emglev Bro Douarnenez eo bet cheñchet anv ar gouel, evit an anv Dispar Amzer. Kement ha tremen un Diskar-Amzer plijus e vo roet da welet ur yoc’h a draoù e-kerzh an tri miz du da zont. C’hwezek darvoud a vo aozet etre ar 1añ a viz Here …
Lenn / LireTenn misil e Penmarc’h c’hoazh !
Warc’hoazh e vo tennet ur wech c’hoazh ur misil M51 e donvor Penmarc’h er Vro Vigoudenn. E 2013 e oa bet tennet unan dija, ha c’hwitet an taol gant ar morlu. Ur misil 12 metrad uhelder, gouest da zougen bombezennoù nukleel 600 gwech kreñvoc’h eget bombezenn Hiroshima. Evit Kevread a-enep …
Lenn / LireManifestadeg a-enep al lezenn labour e Karaez
Da heul galv ar sindikadoù e oa deuet ur c’hant bennak a dud da vanifestiñ a-enep al lezenn labour ar mintin-mañ e Karaez. Goude ar prezegennoù dirak ti ar sindikadoù hag un droiad e kêr, ar vanifesterien a zo en em vodet dirak burev-pad ar c’hannad PS Richard Ferrand. Peget …
Lenn / LireKervarker: ur c’hendiviz en e enor
D’ar Yaou 12 ha d’ar Gwener 13 a viz Du e vo dalc’het ur c’hendiviz e Mellag e maner Kernod diwar-benn Kervarker, evit dougen bri dezhañ da geñver daougantveder ganedigezh an dastumer brudet-mañ. Mil anavezet eo a-drugarez d’e levr Barzaz Breiz, embannet e 1839. Aozet e vo gant ar C’hEBK …
Lenn / Lire