Sed aze ur raktres nevez ha dibar gant klub mell-droad Gwengamp : digeriñ ar berc’henniezh d’an harperien o krouiñ ur c’hlub socios digor d’an holl evit prenañ lodennoù eus kevala ar c’hlub ha levezoniñ an divizoù. Ar wech kentañ e Frañs e vez graet an dra-se e-barzh ur c’hlub mell-droad a-vicher. …
Lenn / LireDizoloadenn hoke-war-skorn gant bugale skolioù Naoned
Etre ar 5 hag an 21 a viz Mae e vo aoezet kib ar bed hoke-war-skorn gant Bro-Frañs ha Bro-Alemagn. D’an 19 a viz Genver, e poull-ruzikat ar Porzh-bihan e Naoned e oa bet lidet ur c’honkours skritelloù graet gant bugale o doa kemeret perzh e oberezhioù tro-skol skolioù publik …
Lenn / LireDazont plasenn Holland vihan : un enklaskadenn etrevroadel
D’ar 16 a viz Kerzu eo bet votet gant dilennidi Naoned Meurgêr un enklaskadenn etrevroadel evit treuzfeurmiñ plasenn Holland vihan, ur reper bras a liamm kreizkêr Naoned hag al Liger. Johanna Rolland, maerez Naoned, a soñj dezhi « eo diviz pouezusañ ar respetad ». Kevezañ gwellañ ti-savourien Europa eo pal an enklaskadenn, …
Lenn / LireAr c’helenn divyezhek er skolajoù o vont war gresk ?
Anavezet mat eo ar gudenn gant difennerien ar c’helenn divyezhek brezhoneg/galleg er skolioù publik : kalzik a vugale a chom a-sav goude ar c’hentañ derez. Meur a abeg a zo. En o zouez, an diouer a ginnig : ne blij ket d’ar vugale ha d’o zud ober un hir a …
Lenn / LireBreizh 5/5. Tud Klegereg mennet gant ur rannvro unvanet
D’ar 24 a viz Du e oa bodet un toulladig tud e Klegereg, tro-dro d’ar maer, Marc Ropers, ha d’ar c’huzulier-departamant, Kristian Derrien, ha gant tud ar gevredigezh Breizh 5/5 evit lidañ pozadur o fanelloù nevez dindan reoù mont-tre kêr. Adal bremañ e vo saludet an dremenidi gant ar pempad …
Lenn / LireNozvezh gala e Plabenneg evit C’hwi a gano !
Tapis ruz, poltrederien, saeoù brav ha gwiskamantoù cheuc’h, heñvel a-walc’h ouzh festival Cannes e oa deuet da vezañ Sal Tangi Malmanche e Plabenneg digwener dremenet. The place to be e oa zoken ! Skignet e oa bet evit ar wech kentañ er bed ar stirad hirc’hortozet C’hwi a gano ! …
Lenn / LireUr stal-levrioù breizhek nevez e Brest !
Dibaoe diwezh ar stal-levrioù Ar Bed Keltiek n’eus stal-levrioù ebet diwar-benn Breizh hag ar broioù keltiek e Brest. Sed aze ar pezh en deus soñjet Jeremi Kostiou, ur paotr yaouank a 26 vloaz, startijenn ennañ ha leun a raktresoù dalc’hmat. Goude bezañ savet e di-embann Nadoz-Vor Embannadurioù e fell dezhañ …
Lenn / LireKengred gant HDP e Roazhon
En tu all da 1000 den zo en em gavet e Roazhon d’ar Sadorn 5 a viz Du evit embann o c’hengred gant Strollad demokratel ar pobloù (HDP). E Turkia eo bet toullbac’het pennoù bras ar strollad kleiz ha digreizennour diwar urzhioù ar prezidant Erdogan. Ur bazenn ouzhpenn war-zu an …
Lenn / LireUn distro war ar stourm a-enep d’an FN e Breizh
En ul levr berr, dedennus, skrivet en un doare sklaer ha didro, e vez kontet deomp un istor gant Charlie Grall : hini « Breizh Info », ur gazetenn eus an tu-kleiz, krouet gant ur skipailh emsaverien er bloavezhioù 1990. Ne vez ket embannet ken abaoe pell, met adtapet eo bet an anv …
Lenn / LireDispar Amzer : boulc’het e vo fenoz !
Da-geñver 20vet Gouel Emglev Bro Douarnenez eo bet cheñchet anv ar gouel, evit an anv Dispar Amzer. Kement ha tremen un Diskar-Amzer plijus e vo roet da welet ur yoc’h a draoù e-kerzh an tri miz du da zont. C’hwezek darvoud a vo aozet etre ar 1añ a viz Here …
Lenn / Lire