En em gavet e oa tud e Roazhon d’ar Sadorn 11 a viz Du evit embann o c’hengred gant Katalaniz o stourm evit o gwir d’en emdermeniñ, hag evit goulenn groñs ma vo dieubet ar brizonidi bolitikel. Krouet ez eus bet ur c’henstroll e Breizh evit respont d’ar c’homzoù direizh …
Lenn / LireBreizh Manif’ nullet gant Breizh Unvan
Peadra zo d’en em soñjal. Dec’h da noz diwezhat en deus embannet Breizh Unvan ur gemennadenn evit lavaret eo nullet ar vanifestadeg raktreset en Naoned disadorn evit an adunvaniñ. War a seblant e vije bet diviz ar genbrezidanted, pa oa bet divizet diouzh mintin gant ar c’huzul merañ e vefe …
Lenn / Lire« Diskoulm ebet » evit Diwan
« N’eus diskoulm ebet c’hoazh ». Setu ar pezh he deus lavaret prezidantez Diwan e-kerzh ar vanifestadeg dirak prefeti Naoned, d’ar Sadorn 2 a viz Gwengolo. Lakaet eo bet diaes rouedad Diwan gant diviz trumm ar gouarnamant chom a-sav gant ar « c’hevratoù skoazellet », a vez implijet stank er c’hevredigezhioù hag er …
Lenn / LireUn droiad e Bro Bagan
D’ar 1añ ha d’an eil a viz Gouere e oa bet aozet un dibenn-sizhun e brezhoneg e Bro Bagan gant ar c’hevredigezhioù Brezhoneg e Brest ha Brezhoneg e Plouzane. Krog eo da vezañ boaz an hini gentañ da aozañ seurt darvoudoù evit bodañ brezhonegerien tro-dro da zudioù a bep seurt : c’hoarioù, abadennoù kanañ, …
Lenn / LireFañch, Fanch, François,…
Reuz a zo war ar genrouedad tro-dro d’an afer Fañch. Ur familh eus Rosporden n’he deus ket gellet envel o mab nevez-c’hanet diriaou Fañch abalamour d’an ñ na vez ket degemeret gant marilh ar boblañs peogwir n’eo ket ul lizherenn c’hallek… Biskoazh kemend-all ! E 2017 e vez nac’het anvioù …
Lenn / LireDañset ez eus bet e Plistin evit an traezh mor
D’ar Sadorn 15 a viz Ebrel e oa bet aozet ur fest-noz e Plistin a-enep d’ar raktres tennañ traezh e bae Lannuon. Evit an aozerien e vefe dañjerus-kenañ skarzhañ traezh ar bae : diaesoc’h e vefe d’ar spesadoù pesked bihan dozviñ, hag alese e vefe disteraet an holl spesadoù pesked ha …
Lenn / LireUr c’hlavier rakwelet e gallaoueg
Adalek ar sizhun a zeu e c’hello ar c’hallaouegerien pellgargañ hag implijout ur c’hlavier nevez war o foellgomzer. Rakwelet a ra ar gerioù a zeuio da heul ha difaziañ a ra ivez, evel an holl glavieroù bremañ e forzhik yezhoù. Digoust e vo. Ouzhpenn daou vloaz ez eus unan e …
Lenn / Lire“Open the Border” : un teulfilm kaer ha fromus
Dec’h da noz e oa bet skignet evit ar wech kentañ teulfilm diwezhañ Mikael Baudu, e Brest e sinema Les Studios. Boaz eo hemañ da gas ac’hanomp d’ar broioù pell, gant e c’hoari Foeterien da skouer pe gant e deulfilmoù all evel Lammoù-kalon e Palestina pe Kurdistan, huñvreal an nevez-amzer. …
Lenn / LireDistro Gouel Broadel ar Brezhoneg d’an 19 ha d’an 20 a viz Mae
‘Ba Langoned vo aozet Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) ar bloaz mañ. E Langoned oa bet aozet dija e 1998. Hag un degemer a-feson a zo gant ar barrez ar bloaz-mañ c’hoazh. Ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg eo a aoz an darvoud meur-se, an hini vrasañ gouestlet d’ar brezhoneg e …
Lenn / LireAn Henbont àr hent adsevel ar brezhoneg
Hiniu e krog an Henbont e-barzh “Du breton dans vos commerces”, un afer a bado ur miz, da geñver miz ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ober a reas Ti-Kêr an Henbont an dra-sen àrlene dija. Eeun a-walc’h eo ar jeu : goulennet e vez digant an dud implijout yezh ar vro …
Lenn / Lire