Kuzul merañ al lise en deus dibabet reiñ anv Florence Arthaud da lise micherel ar mor nevez Sant Maloù, hag a vo digoret e miz Gwengolo a zeu. Kuzul rannvro Breizh en doa kinniget an anv-se, gant aotre ar familh. Betek-henn n’en doa anv ebet. An diviz-mañ zo bet …
Lenn / LireArmor-Lux na wisko ket ken gwazourien Rannvro Breizh
An embregerezh eus Kemper na wisko ket ken an 3000 gwazour tiriadel evit ar prantad 2015-2020. Un diviz zo bet kemeret gant kuzul Rannvro Breizh e miz Du tremenet. Dibabet ez eus bet un embregerezh eus Lyon anvet Robur evit gwiskañ an holl wazourien. Dipitet bras eo Jean-Guy Le …
Lenn / LireStad Roazhon: un anv nevez !
Un nebeud cheñchamantoù a vo evit ar c’houlzad a zeu e-barzh ar sportva ! Hag e vo anvet Roazhon Park ! Echu eo gant straed an Oriant. Abaoe un dek devezh bennak en doa roet ar c’hleub ar gwir d’ar wiaderien da votiñ evit an anv nevez. Stade des Hermines …
Lenn / LireGPA e Naoned: ar prokulerezh a ra engalv
Lez-varn ensav meur Naoned en doa gourc’hemennet d’ar prokulerezh d’an 13 a viz Mae enskrivañ e marilh ar boblañs tri bugel bet ganet gant ar GPA en Ukrainia, India hag er Stadoù-Unanet. Ar prokulerezh a sav a-enep an diviz-mañ. Er Frañs n’eo ket anavezet e-barzh al lezenn ar GPA, …
Lenn / LirePaotred al Loc’h
Disul dremenet e oa bet skignet un teul-film dibar e-barzh an abadenn Bali Breizh, anvet Paotred al loc’h. Buhez daou baotr, tro-dro da 50 vloaz hag asambles abaoe ouzhpenn 25 bloaz. Ronan Hirrien a oa bet o filmañ anezhe ar bloaz paseet. N’eo ket bemdez e vez gwelet seurt …
Lenn / LireRe Yaouank an UDB war Enez Groe
Dʼar 25/26 a viz Ebrel e oa bet Re Yaouank an UDB war Enez Groe evit kejañ ouzh hecʼh annezidi ha kaozeal gante diwar-benn an dodenn « Bevañ, labourat ha divizout war un enezenn ». Un dibenn-sizhun frouezhus eo bet evit ar re yaouank. Evit ar wech kentañ e oant bet war …
Lenn / Lire