Un dispac’hig eo e bed an teknologiezhioù nevez. Bremañ e c’haller kaout ur c’hlaouier rakwelet e brezhoneg war ar poellgomzerioù, da lâret eo e vez raksantet ar gerioù ha difaziet e-unan gantañ. Evit an hezougoù Android hepken eo. Talvoudus e vo kavet gant an holl vrezhonegerien a gas kalz a gemennadennoù e …
Lenn / LireAn niver a bostoù divyezhek embannet gant an Deskadurezh Stad
Embannet e oa bet dec’h war lec’hienn an Deskadurezh Stad an niver a bostoù hag a vo e Frañs a-bezh evit ar genstrivadeg 2016. Hag ur sapre souezhadenn zo bet evit emstriverien ar CRPE divyezhek (kentañ derez publik): 49 fost a vo er bloaz-mañ ! Div wech muioc’h evit ar …
Lenn / LireUr vanifestadeg a-enep ar faskourien e Pondi
A-benn an 19 a viz Kerzu e vo aozet ur vanifestadeg e Pondi a-enep mennozhioù an tu-dehoù pellañ, pe breizhat pe gall e vefe. An deiz war-lerc’h darvoudoù kriz an 13 a viz Du e Pariz e oa bet tud Adsav o vanifestiñ e straedoù Pondi. Feuls e oa bet …
Lenn / LirePondi. Ul lizher digor kaset dʼar Prefeti.
Decʼh zo bet kaset ul lizher digor gant kevrenn UDB Pondi-Pourlet dʼan Aotrou Prefed ar Morbihan da heul ar vanifestadeg a oa bet aozet e Pondi d’ar sadorn 14 a viz Du un devezh war-lecʼh darvoudoù spontus bet c’hoarvezet e Pariz. « E gwirionez eo mantrus ma vefe bet aotreet sevel …
Lenn / LireMaouezed ar « Petit Bard » e Montpelhièr
Ur bloaz ʼzo eo bet goulennet gant maouezed ur cʼharter e Montpelhièr degas bugale melen ha ruz o blev e-touez o re. Ar « Petit Bard » zo ur cʼharter poblek a cʼhwecʼh mil den. Er cʼharter-mañ emaint an dud a orin eus Bro-Moroko dreist-holl. Neuze o doa divizet un dek bennak …
Lenn / LireKervarker: ur c’hendiviz en e enor
D’ar Yaou 12 ha d’ar Gwener 13 a viz Du e vo dalc’het ur c’hendiviz e Mellag e maner Kernod diwar-benn Kervarker, evit dougen bri dezhañ da geñver daougantveder ganedigezh an dastumer brudet-mañ. Mil anavezet eo a-drugarez d’e levr Barzaz Breiz, embannet e 1839. Aozet e vo gant ar C’hEBK …
Lenn / LireAn emsav gallaouek o vont war-raok !
Abaoe un nebeud mizioù ez eus birvilh e bed ar gallaoueg, oberoù a bep seurt a vez kinniget gant ar stourmerien evit gwareziñ ha lakaat war wel o yezh, hag a zo en arvar bras. E penn-kentañ ar bloaz-mañ en em vode stourmerien ar gallaoueg tro-dro d’ar c’henstroll Du galo, …
Lenn / LireManifestadeg skoazell « Breizh Tobacco » e Kercʼhfaou : dibenn ur stourm pe deroù unan nevez ?
Ne oa ket gwall niverus an dud o kemer perzh er vidadeg skoazell dirak labouradeg ar Seita e Kercʼhfaou, dʼar mercʼher 7 a viz Here. Ur cʼhant bennak marteze. Ret eo gouzout e oa dalcʼhet an darvoud e kreiz an devezh, ʼpezh ne sikour ket evit bodañ kalz a dud, …
Lenn / LireArnaud Montebourg a bost arc’hant en un embregerezh eus Tregaeg
An ezel kozh eus ar gouarnamant zo emouestlet e-barzh kevala an embregerezh NewWind, staliet e Tregaeg e-kichen Sant-Brieg. Hervez ar gazetenn Les Echos en doa postet Arnaud Montebourg 56 000 a euroioù er start-up. E-mod-se e teu da vezañ prezidant kuzul evezhiañ an embregerezh. Krouet e oa bet e 2011 …
Lenn / LireUn eil lise Diwan e Gwened ?
An dibenn-sizhun-mañ e oa bet aozet emvod bloaziek Skol-Uhel ar Vro evit reiñ kolieroù an Erminig. E Gwened e oa bet dalc’het, e fin ar festival Celti’vannes. Da bevar den e oa bet roet kolier an Erminig, en o zouez Patrick Maréchal evit e stourm evit an adunanidigezh. Met ar …
Lenn / Lire