Accueil / Maxime TOUZE (Pajenn 8)

Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.

Iwerzhon unvanet : a-benn pegoulz ?

A-vec’h embannet disoc’h ar referendom diwar-benn ar Brexit en doa diskleriet Sinn Féin e rankfe bezañ aozet an abretañ ar gwellañ ur referendom all diwar-benn unvaniezh Iwerzhon. Birvilh a zo war an Enezenn C’hlas dibaoe. Kaoz a zo e pep lec’h eus an dra-se. War-lerc’h Sinn Féin eo Fianna Fáil, ...

Lire

KEAV : ur yoc’h a blijadur !

Krog eo koulzad ar stajoù hañv evit deskiñ pe beurlipat e vrezhoneg. Gant Stumdi, Skol an Emsav, Roudour hag un nebeud reoù all e vez kinniget stajoù ur sizhun evit mont war-raok buanoc’h. Echu eo sizhun gentañ Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e Kastellin abaoe dec’h. Abaoe 1948 e vez aozet stajoù ...

Lire

Skipailh Breizh : war-zu Dulenn !

Skipailh Breizh en Ardeven gant o mailhurenn nevez. E-barzh niverenn Pobl Vreizh miz Even e oa bet gouestlet ur pennad da skipailh Breizh mell-droad gouezelek dija. Kenderc’hel a reomp d’ober bruderezh evit hon skipailh. Ur sizhun ‘zo e oa bet dalc’het ur c’hrogad c’hoazh a-enep da skipailh Bro-C’hall en Ardeven. ...

Lire

Trump e Skos : n’o do ket !

Hiziv eo degouezhet Donald Trump e Skos, e Turnberry e kontelezh Ayrshire e-lec’h m’en deus ur golf ha savadurioù evit ar binvidien. Er c’houlz mat eo erruet da-geñver ar Brexit peogwir en deus embannet diouzhtu e levenez o welet Breizhveuriz oc’h adtapout kontrol o bro. En em gavet ez eus ...

Lire

Tenn misil e Penmarc’h c’hoazh !

Warc’hoazh e vo tennet ur wech c’hoazh ur misil M51 e donvor Penmarc’h er Vro Vigoudenn. E 2013 e oa bet tennet unan dija, ha c’hwitet an taol gant ar morlu. Ur misil 12 metrad uhelder, gouest da zougen bombezennoù nukleel 600 gwech kreñvoc’h eget bombezenn Hiroshima. Evit Kevread a-enep ...

Lire

Skipailh Kembre e Breizh !

A-benn nebeut e krogo kenstriverezh mell-droad Euro 2016 e Bro-C’hall. Pe e plij ar vell-droad d’an dud pe ne blij ket, un darvoud bras e vo a-dra-sur. Hag evit ar wech kentañ e c’hoario skipailh broadel Bro-Gembre evit ar prantad diwezh en un Euro. Ar wech diwezhañ en doa kemeret ...

Lire