Reuz ha trouz a zo e Kembre er mare-mañ, a-enep d’ar gouarnamant abalamour m’o deus lañset ur raktres iskis a-walc’h : sevel ur monumant evit dougen bri da Edward 1añ, ar roue saoz en doa aloubet ar vro e dibenn an XIIIvet kantvet. Fellout a ra dezho e vefe savet …
Lenn / LireDibunadeg ar 14 a viz Gouere
Hiziv e oa bet un nebeud rejimantoù eus arme Bro-C’hall o tibunañ e straedoù Pariz evel bep bloaz. Krouet e oa bet un dibunadeg-mañ e 1880 gant an Trede Republik. D’ar memes mare e voe bet divizet e vefe ur gouel broadel hag ur c’han broadel. Pal an Trede Republik …
Lenn / LireReiñ e wad : ezhommoù e-leizh atav
Gwelet a reer er skinwel pe klevout a reer er skingomz kemennadennoù savet gant Diazezadur Frañs evit ar gwad evit gervel an dud da reiñ o gwad. Ezhomm a zo forzh pegement ha mallus eo. Ma ne ’z a ket gwelloc’h a-raok fin an hañv e vo diaes pareañ ar …
Lenn / LireUn droiad e Bro Bagan
D’ar 1añ ha d’an eil a viz Gouere e oa bet aozet un dibenn-sizhun e brezhoneg e Bro Bagan gant ar c’hevredigezhioù Brezhoneg e Brest ha Brezhoneg e Plouzane. Krog eo da vezañ boaz an hini gentañ da aozañ seurt darvoudoù evit bodañ brezhonegerien tro-dro da zudioù a bep seurt : c’hoarioù, abadennoù kanañ, …
Lenn / LireUn anv nevez evit Parlamant Kembre
Chañsoù ’zo evit ma vefe cheñchet anv Breujoù Bro-Gembre. Ar Vodadenn Vroadel evit Kembre ez eo betek-henn (The National Assembly for Wales e saozneg). A-drugarez d’an 2017 Wales Act he deus ar Vodadenn ar galloud da cheñch hec’h anv hec’h-unan. Ha n’int ket seizhdaleet evit hen ober. Ur vouezhiadeg zo …
Lenn / LireEmglevioù Pariz : Nicaragua n’en doa ket sinet
Taol-kurun dec’h da noz p’en doa disklêriet Donald Trump e tennfe ar Stadoù-Unanet diouzh Emglevioù Pariz, emglevioù evit gwareziñ an endro ha mirout ouzh ar cheñchamant hin. Un taol fall, digomprenabl, heugus ha feukus eo. Evit ar wech kentañ en istor e oa bet sinet un emglev gant 195 broad …
Lenn / LireFañch, Fanch, François,…
Reuz a zo war ar genrouedad tro-dro d’an afer Fañch. Ur familh eus Rosporden n’he deus ket gellet envel o mab nevez-c’hanet diriaou Fañch abalamour d’an ñ na vez ket degemeret gant marilh ar boblañs peogwir n’eo ket ul lizherenn c’hallek… Biskoazh kemend-all ! E 2017 e vez nac’het anvioù …
Lenn / LireFN, n’em bo ket !
[Savboent ar skriver an hini eo] Tri devezh a chom c’hoazh a-raok gwelet penn an hini a vo prezidant-ez Frañs ouzh ar skramm. Anat eo ne blijo ket deomp kement-se, ni emrenerien, ekologourien, digreizennourien, sokialourien, an hini a yelo ar maout gantañ pe ganti. Anzav a ran em boa soñjet …
Lenn / LireUr c’hlavier rakwelet e gallaoueg
Adalek ar sizhun a zeu e c’hello ar c’hallaouegerien pellgargañ hag implijout ur c’hlavier nevez war o foellgomzer. Rakwelet a ra ar gerioù a zeuio da heul ha difaziañ a ra ivez, evel an holl glavieroù bremañ e forzhik yezhoù. Digoust e vo. Ouzhpenn daou vloaz ez eus unan e …
Lenn / LireBrezhoneg war lec’hienn L’Équipe ?
Biskoazh kemend-all ! Brezhoneg war lec’hienn L’Équipe. Sed aze ar pezh a zo bet gwelet e abadenn ziwezhañ Bali Breizh. Pedet e oa Christian Gouerou, kazetenner e Ouest-France. Lakaet e oa bet ar gaoz war ar brezhoneg er c’hazetennoù. Ha skignet ez eus bet ur gelaouadenn diwar-benn ar c’heloù-mañ : …
Lenn / Lire